Istor berr ar glad

Aozer : Erwan Le Gall / Mae 2023
Emañ meizad ar glad e pep lec'h hiziv an deiz. Ken gwir eo ken eo deuet an devezhioù gouestlet dezhañ, a ra berzh dizehan abaoe 1984, da vezañ ur fest hollbouezus er vro a-bezh. A-dreuz e vez komprenet ar mennozh-mañ re alies koulskoude, ur mennozh nevez a-walc'h, met a zo bet cheñchet kalz e ster e-doug an hanter-kant vloaz diwezhañ.

E geriadur ar galleg gant Émile Littré, bet embannet e-kreiz an 19vet kantved evit ar wech kentañ, e vez termenet ar glad evel « madoù an hêrezh a ziskenn, hervez al lezennoù, eus an tadoù ha mammoù d'o bugale ». Oc'h ober gant gerioù all, e vez termenet ar meizad eus tu an danvez – evel pa vez prenet un ti evit kaout « glad diloc'h » – hag al lezenn, rak graet e vez anv eus argerzh ar susit. Da lavaret eo n'eo ket ar glad ur roadenn difiñv tamm ebet. Ur meizad stummet gant ar sevenadur eo er c'hontrol, ha rak-se, kemm-digemm.

Ur framm lezennel o vezañ savet

Gwareziñ, mirout, talvoudekaat ar glad n'int ket traoù anat anezho. Ur soursi nevez a-walc'h eo er c'hontrol, a zo deuet da vare, hag, eus un tu, a-enep d'an Dispac'h gall. N'eo ket bet ganet mennozh ar glad war an dachenn ideologel, met abalamour d'un nebeud tud desket a oa ankeniet o welet e veze distrujet ilizoù ha savadurioù feodel, e-pad argerzh an dispac'h hag ar renadoù a zo bet war e lerc'h (an Impalaeriezh, ar Restaorasion, Monarkiezh miz Gouere...).

Kastell Susinioù , stamp gant Félix Benoist (kreiz an 19vet kantved). Mirdi Breizh : 998.0101.71.Da lavaret eo bet stummet mennozh ar glad evit respont da fedoù istorel, ha n'heller ket distagañ anezhañ eus ar c'hoant da wareziñ. Krouidigezh ur bodad karget eus ar monumantoù istorel (Commission des monuments historiques) e 1837 a zo hep mar ar c'houlz pouezus kentañ en istor-mañ. Padal, ne roio ar bodad nemet alioù a-benn ar fin. E gefridi a zo peursellout ouzh an holl c'houlennoù yalc'hadoù pe labourioù, renabliñ ar savadurioù dellezek da vezañ rummet, reiñ e ali diwar-benn pep kemmadenn da vezañ graet d'ur savadur rummet, pe c'hoazh kinnig e vefe prenet ur savadur en arvar. Menegomp eo bet Prosper Mérimée – en deus skrivet Colomba – enseller ar Monumantoù istorel ha karget eo bet gant teuliadoù evel iliz-veur Notre-Dame Pariz pe kêr Carcassona. E Breizh eo bet e-pad an hañv 1835.

Met da vare ar Belle époque eo e vo graet ur c'hammed a cheñcho an traoù da vat. Al lezenn a denn d'ar monumantoù istorel, bet embannet d'ar 31 a viz Kerzu 1913, a verk ur cheñchamant bras en istor ar glad e Frañs. Enni e kaver sintezenn an holl destennoù koshoc'h, hag ouzhpenn e vo un diazez ma vo savet al lezennoù nevesoc'h warni. N'eo ket mont re frank ganti neuze lavarout eo hi maen-diazez lezennadur ar glad e Frañs. A-du emañ an dud a-vicher war ar gwir ha war ar glad evit lavarout e kempouez an destenn-mañ gant kalz a soutilded ar gwir-perc'hennañ hag al laz hollek. Nebeut a cheñchamantoù a zo bet graet dezhi betek ma vefe bet enframmet e Kod ar glad e 2004.

Ur mennozh oc'h emdreiñ

Ken don eo merk lezenn 1913 ken e rae tem Devezhioù europat ar glad e 2013 : 1913-2013, kant vloaz a warez. Ma reer gant gerioù all, eus un tu eo mennozh ar glad e-unan a zo deuet da vezañ gwelet evel glad ivez hag eus un tu all eo deuet statud ar mennozh da vezañ uheloc'h, o tennañ da draoù difetis, evel ur stignad lezennel.

Koshoc'h eo an emdroadur-mañ e gwirionez. Anien an traoù a vez rummet he deus cheñchet abaoe mareoù kentañ Prosper Mérimée. En 19vet kantved ne oa anv nemet eus monumantoù kozh, met en 20vet kantved e vez roet plas tamm-ha-tamm da vadoù heloc'h, betek ma vefe rummet ur gouelier-kenstrivañ – France 1 a oa bet paramantet gant ar baron Bich evit ar redadeg veur America's Cup – pe c'hoazh ur c'havr-houarn ispisial, a vez graet Pindavoine anezhi, a zo staliet war c'haeoù porzh-bigi Brest. Emaomp en em gavet d'ur poent ma embann lod eo aet an traoù re bell, hag e c'hellfed gwelet glad e kement tra 'zo tout, ar pezh a arsavfe an araokaat hag an adsevel kêrioù. Klevet ez eus bet seurt arguzennoù e Roazhon alies e penn-kentañ ar 21 kantved diwar-benn ar voger Dubonnet plasenn Santez Anna pe tour ar vreserezh Kronembourg, a oa Graff gwechall, straed Sant-Heler.

E Roazhon, chanter dismantrañ ar savadur ma oa livet bruderezh Dubonnet warnañ. Poltred gant Alain Amet. Mirdi Breizh.Ken ledan eo deuet mennozh ar glad da vezañ hiziv, ken e vez difoupet e toulloù kuzh dic'hortoz a-wechoù : anv a zo eus ar glad sevenadurel, naturel, glad ar mor, glad industriel ha dizanvezel zoken. Hengounioù hag eztaol dre gomz, arzoù an arvestoù, doareoù sokial, lidoù ha festoù, gouiziegezhioù ha doareoù d'ober gant an natur hag an hollved, chemet hengounel an artizaned... perzh a gemeront holl e kenober ar pezh a anver ar glad. Nevesaet eo bet ar meizad penn-da-benn, ha setu perak e vez kaset labourioù renabliñ ledan da benn, evel ma vez graet er mare-mañ e Kornôg Kreiz-Breizh.

Da echuiñ, ar glad n'en deus ket stumm ur realded bennak - pa vefe danvezel pe dizanvezel. Un doare da sellet ouzh ar realded eo kentoc'h. Gant gerioù all, deuet eo dismantroù kozh pe delwennoù koshoc'h da vezañ glad peogwir ez eus bet taolet ur sell ispisial warno, d'ur mare bennak. Gant hon daoulagad eo e vez graet ar glad, ha gant hon divskouarn ivez. E Breizh eo heverk labour kevredigezh Dastum war an dachenn-mañ. Abaoe 1972 n'he deus ket paouezet da zastum glad dre gomz ar vro : kontadennoù, kanioù, mojennoù, tonioù, lavaroù...

Skritell evit ur fest-noz, 1977 (dizanv). Mirdi Breizh : 977.0074.6.D'ar 5 a viz Kerzu 2012 en deus an UNESCO enskrivet ar fest-noz, « bodadeg festus diazezet war ober a-stroll dañsoù hengounel Breizh » war « roll-skouer glad sevenadurel dizanvezel an denelezh ». Diskouez a ra seurt diviz pegen ledanaet eo bet meizad ar glad, asambles gant ar framm frankoc'h-frankañ, hag etrebroadel, lec'h m'eo anavezet.

Bet troet diwar ar galleg gant Lena Catalan Marcos

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Erwan Le Gall, « Istor berr ar glad », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 15/05/2023.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/istor-berr-ar-glad

LEVRLENNADUR

 

  • Bortolotto, Chiara (avec la collaboration d’Arnaud, Annick & Grenet, Sylvie), Le patrimoine culturel immatériel. Enjeux d’une nouvelle catégorie, Paris, Editions de la Maison des Sciences de l’homme, 2011.
  • Croix, Alain et Veillard, Jean-Yves, Dictionnaire du patrimoine breton, Rennes, Presses universitaires de Rennes, 2013 (réed.).
  • 100 ans d’objets monuments historiques en Bretagne, Rennes, Direction régionale des affaires culturelles, 2013.
  • Leonard, Julie, Des cours de fermes à l’Unesco. La patrimonialisation du fest-noz en Bretagne, thèse de doctorat de sociologie, Amiens, Université Picardie Jules Verne, 2019.

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù