Un distro war abadenn gentañ Devezhioù ar glad

Aozer : Erwan Le Gall / Mae 2023

E 1984 eo bet ganet Devezhioù ar glad p'en deus krouet Jack Lang, ministr ar sevenadur, un devezh dorioù-digor er monumantoù istorel. Arouezius eo an abadenn-mañ, evel Fest ar sonerezh, eus ar politikerezh demokratelaat a zo bet lañset evit ar sevenadur pa 'z eo deuet François Mitterand da vezañ prezidant ar Frañs e 1981. D'an devezhioù-se hag evit ur wech e vez digor dorioù savadurioù a chom serret ouzh an dud da gustum, evit pep hini da vezañ gouest da vizitañ anezho, ha da dostaat, e-pad un nebeud eurvezhioù, ouzh « o glad ».

E Pariz e reont berzh diouzhtu. N'eo ket ken anat ha se loc'hañ Devezhioù ar glad e lec'hioù all, ha keuz en deus La Liberté du Morbihan e kazetenn ar Sadorn 22 hag ar Sul 23 a viz Gwengolo 1984 ne vefe ket digor monumantoù 'zo da vezañ vizitet « nemet da eurioù rik ha gant tikedoù da baeañ ». Kêr Pondi, eus he zu, he deus kemeret perzh da vat ha digoret he deus kastell ar Roc'haned da vezañ gweladennet evit netra, asambles gant an diskouezadeg verrbad « Breizh ha Provañs gwechall », bodet enni 250 taolenn gant an arzour breton Jac d’Or. Daou zarvoud all a c'hoarvez d'ar memes dibenn-sizhun a viz Gwengolo 1984 ha setu perak ne daoler ket pled kement-se ouzh Devezhioù kentañ ar glad. Met gant an daou zarvoud-mañ e komprener ivez, pa seller war-gil, perak e oa Devezhioù ar glad o vont d'ober berzh er bloavezhioù war-lerc'h. En hanternoz ar Mor-Bihan e kinnig skol-veur an amzer vak un diskouezadeg anvet « Bombezennoù war an Oriant » e 3de estaj an ti-kêr. Anat eo ez eus anv eus un « dever a vemor » enni. Met klasket e vez gwareziñ ar glad ivez, pa fell da aozerien an diskouezadeg : « Distignañ eñvor evit ma 'z afe ar re a zo bet test eus ar gwalleur d'o grignoloù da zispakañ an teulioù a c'hellfe nevesaat doareoù an istor da gompren an darvoudoù ». En Henbont, er Mor-Bihan atav, eo kenstrivadeg rannvroel ar c'hezeg breton he deus desachet « un engroez divent ha sardonus » d'ar c'hre. Met amañ c'hoazh e kaver an elfennoù a roio o berzh da Zevezhioù ar glad. Profitet o deus an arvesterien eus un abadenn digoust evit adkavout ur glad naturel bev ha, oc'h ober kement-se, lakaat hengoun kozh foarioù kezeg gwechall da beurbadout.

Dek vloaz war-lerc'h eo deuet Devezhioù ar glad da vezañ un degouezh ofisiel da vat ha kalz pelloc'h eget ar savadurioù publik e vezont aozet. Meur a berc'henn a zigor e dachenn d'an holl dud e-pad un dibenn-sizhun, evel perc'henn kastell La Guibourgère, lec'hiet anezhañ e Tilhieg, en hanternoz Ankiniz, en deus resevet tud FR3 gant o c'hameraoù d'an degouezh-se. Trec'h e vo ar glad da vat...

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Erwan Le Gall, « Un distro war abadenn gentañ Devezhioù ar glad », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 15/05/2023.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/un-distro-war-abadenn-gentan-devezhiou-ar-glad

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù