Pelec'h emañ ar maouezed ?
A-raok dispac'hoù industriel an 19vet kantved e oa anat d'an holl e laboure maouezed ar bobl, pa ne rae ket maouezed ar vourc'hizelezh. Evit gwir, betek fin an 18vet kantved, alies ne c'heller ket diforc'hañ anezho diouzh ar baotred, er mammennoù istorel. Met arabat soñjal e oa an ingalded a oa kaoz , rak mestr e chome ar baotred war ar maouezed, hag evit al lezenn e oa minored anezho.
Betek fin an 20vet kantved e veze roet talvoudegezh d'ar maouezed evit o roll er familh. Amañ, an hini a vez graet magerez anezhi a zo ar vamm yaouank, azezet e-touez he familh evit diskuizhañ goude labourioù an deiz. Boutin-tre e oa ar vicher a vagerez a-raok an Dispac'h bras : mont a rae maouezed ar maezioù da vagañ bugale familhoù pinvidikoc'h, ur wech m'o doa ganet ur c'hrouadur.
War ar maez ha war an aod e veze renket ha lec'hiet ar jestroù hag al lec'hioù hervez an div reizh. Er maouezed e veze fiziet lodennoù labour a c'houlenne oueskter, met ivez sentidigezh, pa oant sañset da gaout ar c'haliteoù-se. Met ganto ne c'hellent ober nemet lodennoù labour ha micherioù na oant ket perzhek-tre. Er gevredigezh patriarkel ne c'hellent ober nemet labour-douar ha labour an ti, en o familh dezho pe er-maez anezhi pa oant mitizhien, pe memes karget eus al labourioù aner. Er mare rak-industriel e veze graet kalz a labour er gêr. Met ken abred hag ar bloavezhioù 1760 e yeas maouezed a laboure e tachenn ar gwiadoù e-barzh michererezhioù : e nezerezhioù hag en atalieroù moullañ lien Indez (danvez livet pe moullet, emporzhiet eus an Indez er 16vet kantved, ha produet en Europa adalek ar c'hantved goude), da skouer, e Naoned.
E-pad an 19vet kantved e yeas paotred kement ha merc'hed da labourat en uzinoù. Ar mekanikoù a oa oc'h en em gaout e meur a dachenn industriel, ha ganto e veze gopret muioc'h a vaouezed evit ober lodennoù labour da adober meur a wech, a veze gwelet evel eeun ha nann-berzhek. War-dro 1850 e oa maouezed war-dro 30 % eus labourerien oberiant an industriezh e Frañs, ha ne rae al lodenn-se nemet kreskiñ en eil lodenn an 19vet kantved. Merc'hed yaouank o chom e ti o zud evit al lodenn vrasañ anezho, mammoù dizimez pe intañvezed e oa ar micherourezed. E Breizh e labourent en industriezhioù an agrobouederezh, ar butun, ar paper, ha niverus e oant e tachennoù ar gwiadoù hag an dilhad. Er gêr e veze graet kalz eus an dilhaderezh c'hoazh. Evit an dud, dre vras, e oa ar gwrierezed pimpatrom ar micherourezed.
Tavantek e oa 60 % eus al labourerezed-douar, 9 % eus micherourezed ar gwiad, 11 % eus ar mitizhien ha 10 % eus ar c'hannerezed e Breizh e-kreiz an 19vet kantved, hervez ar sifroù gouestlet d'ar c'hlaskerezh-bara. Diaes e oa d'ar maouezed bevañ gant o goproù izel, met eus an tu all, gant o labour e oant gwarezed, mui pe vui, rak mont da vezañ klaskerezed-bara.
Pa vez anv eus natur ar maouezed
Diforc'hioù naturel - a-ouenn, neuze, sañset - etre kaliteoù ar maouezed hag ar wazed a veze graet anv anezho muioc'h-muiañ en 19vet kantved evit justifiañ dasparzh ar micherioù hervez ar reizh. Micherioù ar wazed a veze termenet gant an nerzh fizikel pe gant kaliteoù spered pe divizout uhel. Micherioù ar maouezed a c'houlenne bezañ dornet-mat pe a denne eus an desevel bugale pe eus ar preder ouzh ar re all. Brud fall en doa labour ar maouezed er michererezhioù hag en uzinoù, neuze : hervez ar relijion kement hag ar vourc'hizien e veze gwelloc'h dezho ober war-dro an ti hag ar vugale. Setu perak e veze tamallet ar micherourezed muioc'h eget ar peizantezed, a oa aesoc'h dezho ober labour an ti memes koulz hag o lodennoù labour. Rebechet e veze ouzh ar micherourezed bezañ direizh pa veze troet skouer ar familh da beurvat. Ouzhpennomp e soñje al lodenn vrasañ eus an dud ne laboure ar maouezed dimezet nemet pa ne c'helle ket o gwaz magañ anezho : ur vezh e oa an dra-se neuze. Ouzhpenn da se, evit kalz a vedisined e noaze labour ar maouezed ouzh dougen ha laezhañ ar vugale.
Brasoc'h e teuas poaniusted al labour da vezañ gant poellekaat al labour, ar mekanikaat hag ar vekanikelezh da heul : lodennoù-labour graet en-dro meur a wezh hep dibab ebet, yec'hederezh fall, louster, lec'hioù-labour kleñvedus…
Gwirioù nevez
Abaoe fin an 19vet kantved e veze tremenet dreist urzh ar jener gant ar maouezed pa veze anavezet o gwirioù dezho tamm-ha-tamm, dreist-holl. Met ma yae war-raok an ingalded el labour, pell edo c'hoazh an ingalded er goproù. Er bloavezhioù 1900 e c'helle an ozhac'h enebiñ hervez lezenn ouzh labour e bried, met abaoe lezenn 1907 e c'helle hi implij he gopr a-youl-gaer. Daoust da se e veze gwelet gopr ar maouezed evel un astenn, na bade nemet ur mare, berr pe verroc'h. Abegoù yec'hedour ha genelour a oa d'al lezennoù kentañ evit ar gwarez sokial, o fal gwareziñ ar maouezed a laboure e doareoù poanius, en uzinoù dreist-holl. Lezenn 1874 a verzas labour-noz ar merc'hed yaouank dindan 21 bloaz. Hini 1892 a astennas ar berz d'an holl vaouezed, forzh pehini a vefe o oad ha dañjerusted o labour. E 1909 e voe krouet an ehan mammelezh. Met ne oa ket ar gwarez sokial evit an holl vaouezed. Priedoù al labourerien-douar, da skouer, a rankas gortoz penn-kentañ ar 21añ kantved evit ma paouezfe o micher da vezañ disgwel.
Jener ar micherioù
E penn-kentañ an 20vet kantved e voe kreñvaet an disparti gant lañs ar stummañ hag an diplomoù micherel, a veze termenet hervez disparti ar micherioù hervez ar jener. Gwazed e oa ar gontourien-prizachourien hag ar pennoù burev, hag ar maouezed a oa o fostoù-labour reoù isurzhiet a denne d'ar sekretouriezh. A-du-arall e reseve ar mammoù ha gwragez-tiegezh-da-zont kentelioù ekonomiezh an tiegezh, evit deskiñ keginañ, ferañ, ober war-dro an ti ha gwriat. Seurt kentelioù a framme filierennoù stummadur micherel evit ar maouezed e micherioù an eil gennad (industriezh ar gwiad) hag an trede (preder).
Kavet e vezent neuze en holl c'hennadoù ekonomikel, met ne dapent ket kaout micherioù perzhek, micherioù frank na postoù-labour gant atebegezh c'hoazh. O micherioù dezho a oa kefiourezed er bankoù, gwerzhourezed, telegrafourezed, oberiataerezed, mestrezed-skol pe klañvdiourezed. Pa ne oa ket re baour o ziegezh e chome lod eus ar maouezed dimezet a-sav da gaout ur vicher er-maez eus an ti, pa c'hanent o bugel kentañ dreist-holl. Met kement-se a cheñche diouzh ma troe an traoù (brezelioù, harz war labour ar vugale...), hag a-vareadoù ez ae ar maouezed euredet ha bugaleet d'an uzin en-dro. E-pad ar Brezel Bed kentañ e oa aet ar baotred war an talbenn. Se a zo kaoz e oa deuet micherioù 'zo da vezañ graet gant maouezed, en industriezh an armoù hag e servijoù-post, da skouer. Maouezed a c'hellas kelenn da glasadoù paotred, ivez.
Dindan ar Renad kozh e veze kavet maouezed o doa ar garg a vestrezed-post evit mal ar post. En 19vet kantved e c'hellent ren un ti-post. Gant an Trede Republik e teuas labour ar maouezed er post da vezañ ofisiel ha reoliet. Ur c'hoskor merc'hed a oa, neuze, e servij korvoiñ an Telegrafoù peurgetket.
Lezennoù nevez a voe votet pa zeuas maouezed niverus da labourat en uzinoù Frañs : izelaet e oa bet an oad izek hervez lezenn da 16 vloaz. E miz Gouere 1916 e voe difennet ouzh ar merc'hed dougerezed da labourat da noz, hag ur c'helc'hlizher a redias an embregerezhioù da gaout ur sal-laezhañ pa c'hoprent muioc'h eget 100 maouez ouzhpenn 15 vloaz. E miz Gwengolo 1917 e voe staliet div sal-laezhañ e milin-boultr Pont-ar-Veuzenn, ha krouet e voe ur c'hlas bugaligoù evit degemer ar vugale etre an oadoù a 3 ha 6 vloaz.
E-pad ar Brezel Bed kentañ e voe divent ezhommoù tud labour evit milin-boultr Pont-ar-Veuzenn, pa yae en-dro noz ha deiz. E 1914 e laboure 993 micherour en uzin. 5 600 anezho a oa e fin ar brezel, 3 000 micherourez en o zouez !
Betek ar bloavezhioù 1960 e oa distabil ar postoù-labour evit ar proleterezed, nann-berzhek, hag o goproù dezho a oa an hanter eus re ar baotred, mui pe vui. Profitañ a rae an implijourien eus an dud-labour marc'had-matoc'h-se. Adalek eil lodenn an 20vet kantved e krogas ar micherioù perzhek-tre ha micherioù ar sterniañ, ne oant graet nemet gant paotred, pe dost, da zegemer maouezed tamm-ha-tamm.
Komzomp eus an ingalded
Nebeutoc'h-nebeutañ a vaouezed a laboure er gennad kentañ er bloavezhioù 1950, abalamour da ziskar al labourerezh-douar ha da luskad didudañ ar maezioù. Dont a reas al labour e kêr da vezañ arouez ar frankiz hag an dishualañ, pa oa paeet ha gwelet fall al labour war ar maez. Kreskiñ a reas trumm labour gopret ar merc'hed just a-raok ar bloavezhioù 1960. Yaouank a-walc'h e oa ar merc'hed-se, lod o doa gwelet o mammoù o labourat ha tapet o doa ur breved pe ur breved studi micherel da nebeutañ. An aozioù labour ne raent nemet cheñch ha mont a rae ar merc'hed da labourat en dachenn industriel kement hag en implijoù melestradurel prevez, publik hag en trede gennad. Niverus e oant e tachennoù ar gwiad, an elektronek hag an agrobouederezh, lec'h m'eo boutin al labour ouzh ar chadenn hag ar robotekadur. Mont a raent ivez e-barzh tachennoù a gustume bezañ re ar wazed : ar sevel-kirri, ar mekanikerezh, ar gimiezh hag ar c'haoutchoug. Muioc'h-muiañ a vaouezed a veze kavet en dachenn industriel e Breizh er bloavezhioù 1960. Ral a wech e c'helled mont war-raok en implijoù-se. D'ar gwellañ e teue ar micherourezed da vezañ mestrezed-micherourezed. Unan eus o ferzhioù fall pennañ e oa. Ur gwir statud micherel a dapas ar maouezed kaout er micherioù a glañvdiourez, mestrez-skol ha sekretourez.
Bonreizh 1946 a warant d'ar merc'hed kaout gwirioù ingal ouzh re ar baotred en holl dachennoù. Met gant ar c'hentañ stroñs tireoul e 1973 e teuas dizingalded e meur a geñver, ha mont a reas war-gil traoù a oa bet gounezet evit ar gwir sokial ha gwir al labour. Er bloavezhioù 1980 e tibabe muioc'h ar maouezed labourat, met an trede gennad hag ar velestradurezh a gavent gwelloc'h. Ral a wech e veze dibabet ganto lakaat o labour da gentañ, war-goust o buhez familh, ha nebeutoc'h c'hoazh, o buhez a vamm. Dizintent pe rebechoù a reseve alies ar re a grede ober memes tra.
Pennaenn an ingalded etre paotred ha merc'hed en holl dachennoù a voe lakaet da ofisiel gant Unaniezh Europa e 2000, e karta ar gwirioù diazez. Met ne zeuas an ingalded da wir nag er goproù – a chom dizingal, rak dre vras e vez paeet ar merc'hed nebeutoc'h evit ar memes barregezhioù –, nag er sell a zo war ar micherioù, evel a weler gant jener anvioù ar micherioù e galleg. E 1932 he doa lakaet an Académie française gerioù benel nevez da antreal e geriadur ar galleg – evel factrice (plac'h al lizhiri) hag aviatrice (nijerez) da skouer –, met e 2014 e nac'has e vefe graet en ur mod reizhiadeg evit gerioù evel professeure (kelennerez), recteure (rektorez) pe sapeuse pompier (saperez-pomperez).
Embannet eo bet ar pennad-mañ da gentañ e miz Gouere 2024 war ar blog Musée dévoilé savet gant Mirdi Breizh.
Troet diwar ar galleg gant Lena Catalan Marcos