Gant ar c'hampagn-brezel kroget e miz Mae 1487 e voe digoret brezel frankiz Breizh. Pevar bloaz e padas. Tapout eneberien ar roue Charlez VIII a oa pal an dagerien, gant soudarded kalz niverusoc'h eget ar pezh a oa bet meneget er feur-emglev bet sinet daou viz a-raok e Kastell-Briant gant noblañsoù uhel Breizh. Ur brezel seziz a grogas. Ar c'hêrioù kreñv lec'hiet war an harzoù a c'hellfe harzañ arme ar roue, a soñje d'an dug. Met buan e kodianas kêrioù Ankiniz, Kastell-Briant, La Guerche. Redon, Gwened (ma rankas an dug tec'hout kuit diouti) ha Ploermael a reas nebeud goude. Arme an dug, bodet e Malastred, na gemeras ket perzh ha divandennañ a reas. War-zu Naoned ez eas neuze arme ar roue, 10 000 soudard enni gant daou vagad artilherezh-red. E kember al Liger hag an Erzh emañ ar gêr, ha klozañ a rae meur a hent evit mont pelloc'h en dugelezh. Enni edo sez galloud an dug hag ul lodenn vras eus e arme. Ar roue, m'en dije kemeret ar gêr, en dije gounezet ar brezel buan.
Difennet mat ar gêr
D'ar mare-hont, brezeliñ a dalveze sezizañ kêrioù kreñv, dreist-holl. Pezhioù artilherezh nevez a veze produet neuze, ha strategiezhoù nevez a oa evit en em zifenn outo. Labourioù kreñvaat bras o doa kaset an duged da benn adalek ar bloavezhioù 1420 evit gwareziñ kêr Naoned.
Deuet e oa ar c'hanolioù da vezañ implijet stank, rak ar re nevez a c'helle bezañ degaset da draoñ ar mogerioù-difenn, ha tamm-ha-tamm e oa deuet ar bolidi houarn da vezañ implijet e-lec'h ar bolidi mein. Herzel ouzh tennoù an enebourien a oa d'ober, neuze. Gant renabl artilherezh an 18 a viz Here 1486 hon devez keloù prizius diwar-benn an armoù a oa er c'hastell e-pad ar seziz : 291 pezh kanol a oa er gêr dre-tout, kozh evit lod, nevesoc'h evit lod all. Gobarioù etre o doa al lodenn vrasañ anezho (kanolioù, koulerinennoù, kanolioù skañv war rodoù, akebutoù pe arkebuzennoù kozh a denne boledoù plom, arbalastroù...).
Azasaet e voe an difennoù : boulouardoù kanoliañ a voe savet (kreñvoù en a-raok, izel ha kanolioù enno), ouzhpenn da dourioù stumm un U dezho. D'an tourioù koshoc'h e voe ouzhpennet tarzhelloù-kanoliañ evit gallout tennañ a-rez-douar. E mod-se e veze gwarezet trowardroioù ar c'hourtinoù. Ouzh ar c'hastell e veze taolet evezh. E 1466 e tivizas an dug Frañsez II adsevel anezhañ, da heul brezel Kevre Mat an holl (un emglev aotrouien uhel eus ar rouantelezh a-enep da Loeiz XI etre miz Meurzh ha miz Here 1465). Labourioù bras a voe lañset, neuze, dindan renerezh Mathelin Rodier, mestr al labourioù evit iliz-veur Naoned. Arc'hantaouet e oant gant truajoù savet en dugelezh a-bezh, ha gant un dlead-kêr savet war gwerzh ar gwin. Ne oa ket echu pep tra e 1487.
D'an 8 a viz Even e roas kemennadurezh an dug da « lakaat karzhañ ha naetaat e pep lec'h ar fozioù hag an touflezoù en hor c'hêr a Naoned hag ar c'hastell eus an hevelep lec'h ha herzel ouzh embregadennoù hon enebourien ha mechanted, pere o deus kuzuliet aloubiñ hag arsailhañ ar plas-se ». E-pad ar seziz e kendalc'has al labourioù noz ha deiz. Ret e oa kreñvaat ar mogerioù hag an dorioù gant pakadoù gloan pourchaset gant Spagnoled. Ret e oa ivez kavout koad evit dresañ anezho ar buanañ posupl. Evit stankañ an toulloù-freuz graet gant ar C'hallaoued e veze graet gant fustoù ha pipoù evit ar gwin, zoken. Naonediz a voe lakaet d'ober al labourioù gant an dud e-karg, met annezidi eus kêrioù all tro-dro a reas ivez, tud eus Gwenrann dreist-holl.
Bitailhet ar gêr e-pad ar seziz
Gant ar C'hallaoued e veze aloubet inizi al Liger : enez La Saulzaie, La Madeleine hag enez Biesse. Er reter e oant staliet e-tal porzh Sant-Pêr, e-kichen an iliz-veur, e fabourz Saint-Clément, ha betek milinoù ar chaoser Barbin war ribl an Erzh, en hanternoz. Met er c'hornaoueg e chomas frank ar Foz hag ar porzh-bigi, setu ma c'helle ar gêr bezañ bitailhet, kaout sikour ha kas kemennadennoù. E miz Gouere e teuas a-benn Nicolas Coetanlem, trafiker eus Montroulez, da vitailhañ ar gêr gant e listri. Ar prenadennoù a gendalc'has e-pad ar seziz. E-touez an dispignoù renablet e kontoù an ti-kêr e kaver ur pipad gwin Spagn evit « lakaat da evañ ar vrezelourien a ranko mont maez ha sailhañ war ar C'hallaoued dre borzh Sant-Andrev », eoul kraoñ evit lakaat tan e fagod a oa da vezañ taolet ouzh an arsailherien, eoulioù louzaouiñ ha « drammoù all evit prederiañ an dud klañv », danvez evit oberiañ astandardoù, ha chadennoù evit stagañ ar C'hallaoued bet paket e-pad ar seziz.
Gwazed a bep orin o tifenn ar gêr
Difennet e oa Naoned gant ur milis-parrez ennañ gwazed eus kêr, gouest da zougen armoù. Gant moneiz an ti-kêr e veze prenet o dilhad hag o armoù. Kreskiñ a reas an niver a warded e-tal porzhioù kêr. Goproù ha boued a veze roet dezho ouzhpenn da gantolioù evit ar beilhoù. Ar vicherourien a gemere perzh er gward ivez. Hervez an istorour Jean-Pierre Leguay e oa 800 pe 1 000 den a c'helle bezañ soudardet e Naoned, da lavaret eo 7 % eus ar boblañs. Ouzhpenn da se, lod eus bagadoù an dug o doa kuitaet Gwened a zeuas da sikour an Naonediz, just a-raok m'en em gavfe ar C'hallaoued. En ul lizher bet skrivet d'an 23 a viz Mezheven e rae anv kañseller Breizh eus 2 000 gwazh o kuitaat Gwengamp. Aet e oa o niver da 4 000 pa oant en em gavet e Monkontour. 6 pe 7 000 gwazh a oa prest da soudardañ e Roazhon ivez. Sujidi vat ha feal a oa an holl anezho, noblañsoù, gwaregerien e milisoù ar francs-archers, tud a renk uhel a ranke kemer perzh e gweloù an armeoù. Bourc'hizien ha tud eus ar bobl a felle dezho en em veñjiñ diouzh an dismegañs a oa graet d'an dug ha d'ar vro a oa ivez. Michel Marion, trafiker pinvidik eus Kemper, a oa unan eus ar Vreizhizeliz heverk. Mervel a reas e-pad ar seziz gant an hanter eus gwazed e akipaj. Tomm e oa ar Vretoned-se ouzh dinastiezh ar Voñforzhed, neuze. Met arabat disoñjal e oa dianket lod eus an noblañsoù. Hen gouzout a reomp gant ar c'hemennadurezhioù niverus a urzhie rekizañ madoù ar re a oa aet a-du gant roue Frañs, pe a nac'he mont d'ar gweloù.
Evit talañ ouzh ar C'hallaoued e rankas ofiserien an dug goulenn sikour digant soudarded estren : gopr-soudarded o tont eus an Impalaeriezh Santel Roman peurgetket. Kalz a-raok ar seziz edo ar re-se e Naoned. Gopr-soudarded all a voe kaset gant Maksimilian Habsburg. Aet kuit eus Aostria e tilestrjont e Sant-Maloù e miz Genver 1489, hag e miz Du 1490 goude. Bagadoù Alan Albret a oa e Naoned ivez. Gwaskoned a yae d'ober anezho dreist-holl. Spagnoled ha Saozon a oa ivez adalek 1488. Ouzhpenn d'ar soudarded e oa ret kreñvaat an artilherezh ha goprañ labourerien berzhek-tre, a veze anvet « kanolierien » pe « teuzerien artilherezh ». Eus Flandrez pe eus broioù an Impalaeriezh Santel Roman e teue kalz anezho. E meur a vro e c'hellent kavout labour, ha labourat a raent evit ar re a ginnige ar gopr uhelañ : paeañ anezho a oa dleet evit ma chomfent feal. Ouzhpenn d'ar ganolierien e oa dav paeañ ar gopr-soudarded hag ar soudarded all. Ken abred ha miz Gouere, avat, ne zeuas ket a-benn ar gêr da baeañ goproù an holl ken. Ne oa ket a-walc'h gant an donezonoù hag ar prestoù : kavout moneiz e lec'h all a oa d'ober, goude 1489 dreist-holl.
Start ar jeu gant an Naonediz
Pep annezad a rankas strivañ evit ar brezel. Kalz a freuz a voe lakaet e-pad ar seziz ha kalz a dud en em gavas diabri. Kresk-spontus a oa bet war ar prizioù e-pad ar brezel, ha kalz a daosoù nevez a oa : paouraet e oa an dud c'hoazh. Galv d'an donezonoù ha d'ar rekizadurioù a voe graet ivez. Met kêr e koustas d'an Naonediz. Lenn a reer en un akta ne gaved « roud ebet e memor an dud » eus seurt brezel « er gêr-mañ ».
Taer e oa an emgannoù : kement-se a ouzomp gant rekedoù ar surjianed a c'houlenne kaout ur gopr pe un digoll evit an emell o doa bet eus tud c'hloazet. Unan anezho a c'houlenne un digoll evit bezañ bet tri miz o prederiañ ouzh un den yaouank a oa bet gwall zevet er Pellerin gant ar C'hallaoued o doa c'hwezhet tan e tour an iliz. An droukrañs ouzh an estrenien a greskas, evel ma c'hoarvez bewech e mareoù brezel pe diaezamantoù bras. Bemdez e veze gwallgaset an dud. D'ar C'hallaoued e veze tamallet skrapañ kalz a barrezianiz ha prizoniañ anezho. Gwerzhañ o madoù a ranke ober o familhoù a-benn paeañ o rañson. Gwerzhañ gwin ne c'hellent ket ober ken pa veze kelc'hiet ar gêr gant ar C'hallaoued.
Ar c'hopr-soudarded estren a-du gant an dug a ziskouezas bezañ abuzerien kement hag an enebourien. Tenn e oa d'an annezidi bezañ rediet da lojañ ha da vagañ anezho. Tamallet e veze dezho bezañ ken fall o doareoù hag an alouberien. Ar Saozon, peurgetket, a voe lakaet da giriek eus ar flod war ar gwin, hag eus puilhaat an ostalerioù kuzh. Ur skoilh a oa evit ar gêr, rak uhel e oa an taosoù war ar gwin.
Tennet e voe ar seziz diwar Naoned d'ar 6 a viz Eost, met ar brezel a gendalc'has. Trec'h e voe arme an dug, neuze, met kêr-tre e koustas dezhañ ha d'an Naonediz. Un trec'h war verr dermen a voe, rak goude fin ar seziz e kendalc'has an emgannoù : d'ar 1añ a viz Gwengolo e voe konkeret Gwitreg gant roue Frañs, met bagadoù an dug a aloubas Sant-Albin-an-Hiliber ha Dol en devezhioù goude. Met un dra bennak all a veze gwelet er mare-hont, dreist-holl : o tostaat ouzh lez roue Frañs edo ul lodenn eus noblañsoù Breizh.
Bet troet diwar ar galleg gant Lena Catalan Marcos