Un Aotrou galloudus eus mervent ar Frañs a oa Alan Albret, bet ganet war-dro 1440, kont ar Perigòrd, Dreux ha beskont Lemojez pa voe dimezet ouzh Françoise de Blois-Penthièvre e 1456, Aotrou Albret e 1471, letanant ar roue e Gwienna. Mab a oa d'ur Gwaskon, Jean Ier d’Albret, hag e Breizh en doa liammoù kreñv ivez, rak e vamm a oa Katell Roc'han, merc'h da Alan IX Roc'han ha merc'h-vihan d'an dug Yann IV. Hantervreur a oa da Frañseza Dinan, kontez Laval, hag eontr da Frañsez Laval. Kar-nes d'ar marichal Yann IV Rieux a oa ivez, rak mab a oa Yann da Janed Roc'han, c'hoar Katell Roc'han.
Kavet e veze e-barz ur strollad itrikerien eus diavaez an dugelezh hag a zaremprede Frañsez II hag Anna Vreizh goude. Mont a reas e-barzh Kevre Mat an holl e 1465, hag en ur c'hevre nevez all a-enep da c'halloud ar roue e 1484. E miz Du 1486, asambles gant e vab Yann, roue Navarra, e kemeras perzh en un emglev a-enep d'ar re Beaujeu. Ur bagad 1 000 soudard en doe digant roue Kastilha, Mosen Gralla o c'habiten. 2 000 soudard a vodas eñ eus e du. Dilestrañ a reas e genoù an Oded, nepell eus Kemper, d'an 20 a viz Mae 1488, gantañ ur gompagnunezh a gant goaf, Saint-Cirq ha Forçays en o fenn. En emgann Sant-Albin-an-Hiliber e kemeras perzh d'an 28 a viz Gouere 1488.
Prometet e oa bet dezhañ e vefe dimezet ouzh Anna Vreizh ma teufe da sikour ar Vretoned a-enep da Charlez VIII. Ur bromesa en doa kred enni da vat, hervez an istorour Alain Bouchart. Met d'ar bennhêrez yaouank ne blijas ket ar gwaz-se, oadet a 49 vloaz, tad da seizh bugel gant e bried hervez lezenn, « livet ruz e zremm, raouliet e vouezh, garv e lagad, skoemp e zoare », hervez Arthur de la Borderie, un istorour eus an 19vet kantved. Feuket e voe pa voe dimezet Anna ouzh Maksimilian Habsburg d'an 19 a viz Kerzu 1490. Kregiñ a reas da varc'hata gant Pierre de Beaujeu dre guzh. Reiñ kêr ha kastell Naoned d'ar C'hallaoued a-raok fin miz C'hwevrer 1491 a ginnigas dezhañ. Goulenn a reas en eskemm e vefe restaolet dezhañ ar madoù bet rekizet digantañ, 110 000 skoed, ul leve bloaziek a 16 000 lur tournez, ha leveoù a bep seurt evitañ hag evit tud kar dezhañ. Ouzhpenn da se e felle dezhañ kaout ur bromesa digant ar roue : aesaat a rafe an dimeziñ etrezañ pe e vab hag Anna. Asantiñ a reas Charlez VIII d'an 2 a viz Genver 1491. Diwezhatoc'h e teroas ar roue dezhañ un donezon a 6 000 lur a leveoù eus kontelezh Gavr hag eus kêr Florença, e kontelezh Gaure, e Gwaskogn, evit digoll anezhañ diouzh e wirioù war dugelezh Breizh.
Da noz an 19 a viz Meurzh, goude ma oa aet ar marichal Rieux, ez en em gavas Alan Albret dirak ar c'hastell ha mont a reas e-barzh gant Gallaoued. D'an 20 a viz Meurzh 1491 e voe sinet ur feur-emglev gant ar gabitened c'hall La Trémoille ha Saint-André ma souble gantañ ar gêr d'an daskor. Ha setu ma oa gwelet mat Alan Albret gant Charlez VIII a-nevez.