« O chom war un diazad doureier on-me »

Aozer : Philippe Merot / Genver 2019
Un diazad doureier a vez graet eus rouedad naturel an dastum dour-glav. Diazadoù doureier Breizh avat zo dezhe perzhioù dibar liammet ouzh torosennadur hon ragenez. Evit ar Vretoned zo dioute tiriadoù merañ o doureier hag o obererezh abaoe ar bloavezhioù 1970.

Termenadur

Un diazad doureier zo un tiriad e lec’h ma vez dastumet an holl doureier-red, bevennet e krec’h gant linennoù-rannañ an doureier (ar c’hein) hag en traoñ gant genou an diazad (ul lec’h resis war ur stêr pe war ul lenn). Ar stêrioù emañ o genou war an aod. Genaoioù all a c’heller termeniñ avat da bep kember pe da bep poent ur rouedad-doureier, zoken, stag ur rann eus an diazad-se outañ. An diazadoù doureier diazez eta, a vez graet penn-diazadoù dioute, n’eus nemet ur wazh ouzh o ober betek o c’hember kentañ. Eno e tap ar rinieroù o ferzhioù diazez, koulz evit a sell ouzh doare o red hag ouzh o elfennoù chimik. Ul lodenn vras eus gorreadoù Breizh a ya gant ar penn-diazadoù-se dre ma n’eus ket a ziazadoù ledan enni war-bouez hini ar stêr Wilun ( 10 000 km2).

Schéma d’un bassin versant - Crédit : Dréal

Diazadoù doureier Breizh

Abalamour da dorosennadur Breizh, hini ur ragenez anezhañ, ez eo rannet rouedad doureier ar Vro dre ur 560 diazad doureier bennak o vont d’ar mor, eus 1 km2 - pe nebeutoc’h zoken - da ouzhpenn 1000 km2 o gorread. 197 diazad bihan-tre, nebeutoc’h evit 50 km2 o gorread, a ya 10% eus Breizh gante. Ar pep brasañ anezhe a vag stêrioù bihan tost d’an aod, koulz lâret adstêr ebet oute, hag a red war-eeun e-barzh ar mor. An diazadoù bras avat, ouzhpenn 1 000 km2 o gorread, n’eus nemet 5 dioute ha 55% eus tiriad Breizh a ya gante. Gant ar 94 diazad ouzhpenn 20 km2 o gorread e ya 95 % eus tiriad ar Vro.

Tresad ar 94 diazad doureier ouzhpenn 4 000 devezh-arat o gorread war foñsadoù-liv diouzh an uhelder. E gwenn emañ an diazadoù a-rez an aod hag an tachennoù a zo er-maez eus Breizh. (Aurousseau ha reoù all). ENSAR Roazhon
 

Perzhioù kaer pennañ stêrioù Breizh

Disheñvel-mat eo doareoù stêrioù Breizh, sujet da hin gerreizh ar meurvor, eus an eil penn eus ar Vro d’egile, ha ken disheñvel all eo red pep hini anezhe eus an eil koulz eus ar bloaz d’egile. Kreskiñ-digreskiñ a ra o red-etre war ar bloaz, betek teir gwech muioc’h eus an eil diazad d’egile, a reter da gornog, diouzh ma tostaont d’an aod, diouzh uhelder o mammenn ha diouzh ar c’hondon a doullont o naoz ennañ. Dre vras eo kreñvoc’h o red e kornog ar Vro, glepoc’h ha feskoc’h anezhi. Reoliekoc’h eo red an diazadoù greunvaen o c’hondon dre ma c’hell an dour en em silañ ha chom stanket ennañ. Diouzh an tu all e ya tost da hesk an diazadoù o c’hondon maen-glas o vont da bri hag o leur limous (evel ar stêr Seiche e diazad Roazhon) pa vezont en o izelañ ; ha kreskiñ a reont pell-mat en tu all d’o naoz pa vezont en o uhelañ, ha pa vefe a-nebeudoù. Alies e kresk dour stêrioù an aod abalamour d’al lanv ha d’ar reverzhioù bras muioc’h c’hoazh : ne c’hell ket ar stêrioù diskargañ o dour ken en o genou pe en aberioù d’an uhelvor pa vez digor-bras ar mor.

Mont en-dro diazadoù doureier Breizh

Dre vras e chom red an dour war c’horre dre m’emañ tost gorre an andonioù da hini an douar, dreist-holl en traonniennoù e-pad ar goañv. An dra-se zo kaoz eo pouezus-tre kement tra a c’hoarvez war c’horre, war daou seurt leurioù sañsupl paneveken : an tachennoù a zislonk dour, lec’hidoù ha danvezioù saotrus, evel ar parkeier bet laosket en noazh e-pad ar goañv ; hag an tachennoù reoliañ evel ar geunioù, an traoñiennoù hag ar foenneier gleb. Eus 15 da 20 % eus diazadoù doureier Breizh a ya gant ar re-mañ ha bras eo o ferzh war red ha kalite an dour. Abalamour da berzhioù dibar an takadoù gleb-se ha d’an darvoudoù kimiek a c’hoarvez enno vez kemmet elfennoù an dour ha krennet an danvezoù saotrus a vez ennañ. Ken pouezus all eo rouedad ar c’hleuzioù hag ar girzhier, evit a sell ouzh reoliañ an dour.

« O chom war un diazad doureier on-me »

Alies-mat e vez klevet kement-mañ e Breizh. Splann eo ken ez eo avat… pa n’haller ket bezañ o chom e lec’h all nemet ha war vor e vije. E Breizh avat e talvez kement-mañ muioc’h c’hoazh. Rak Breizh an hini a oa bet, er bloavezhioù 1970, ar rannvro gentañ e Bro-Frañs o stagañ gant merañ ha gwellaat ar pourvez-dour a ziazad da ziazad. Evel-se eo deuet an diazadoù doureier, rouedadoù naturel ar ruzellennoù, gwazhioù, rinieroù ha kement stêr zo-tout, da vezañ tiriadoù annezet ha meret diouzh palioù bet termenet dezhe (diazadoù doureier « Breizh he dour glan », « bezhin glas », endro a galite uhel hag all…). Diskouez a ra ar bomm-se eta engouestl ar Vretoned en tiriadoù dibar-se a vez graet diazadoù-doureier dioute.

Diazad al Liger-Izel. Stag eo rinieroù norzh al Liger-Atlantel da diazad ar Stêr Wilun. Diwar Coordination Estuaire

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Philippe Merot, « « O chom war un diazad doureier on-me » », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 22/01/2019.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/o-chom-war-un-diazad-doureier-on-me

Liens

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité