E 1030 e teuas abati Menez-Mikael e dalc'h duged an Normaned da vat ha da viken. Ur c'holl bras oa bet evit duged ar Vretoned o doa graet o lec'h beziañ eno.
Evit kempouezañ o defe priñsed a Vreizh lakaet o zevosion war sant Jord. Euzhadenn e voureviadur a are anezhañ un hanterour eus ar c'hentañ dirak Doue, gouest da vezañ par d'an arc'hael sant Mikael.
Abalamour d'an darvoudoù-se, hervez martezeadenn Stéphane Morin, e vefe bet savet abati Sant- Jord e Roazhon, war c'houlenn Alan III, dug ar Vretoned. Lakaat a reas e c'hoar, Adela, e penn an abati hag evel m'eo skrivet war akt savadur ar manati «an teñzor priziusañ a zo em c'herz er bed-mañ».