Ar revelatio – an diskuliadur- pe abeg krouidigezh Menez-Mikael
E diskuliadur iliz Menez-Mikael e tesker en doa eskob Avrañchez, Aubert, e 708, hunvreet en doa gwelet an arc'hael sant Mikael, hemañ a c'houlennas digantañ sevel ur manati el lec'h m'emañ bremañ an abati. Displegadennoù disheñvel a roer d'an danevell-mañ ha da skridoù all ivez. Evit lod e vefe bet eno ur gumuniezh chalonied a badas betek 966. Evit lod all e oa menec'h, beneadiz anezho, staliet aze war-dro 920 hag o defe kenvevet gant ar chalonied betek an Xvet kantved.
Menez-Mikael, ur manati dizalc'h kouezhet dindan domani prinsed a Vreizh
E 851, Erispoe priñs ar Vretoned, a vrasaas e rouantelezh gant douaroù Naoned ha Roazhon, ar pezh a lakaas Menez-Mikael war harzoù Breizh. War e lerc'h, Salomon a berc'hennas bro Avrañchez e 867 d'an diwezhatañ. Adalek neuze, emañ Menez-Mikael war douar Breizh dindan beli renerien ar vro.
Brud Menez-Mikael en IXvet kantved
D'ar mare-se, e oa Menez-Mikael ur manati hag ul lec'h pic'hirinded brudet bras. Rabert (sic) a vMelun a yeas di e 868 da geñver ur pic'hirinded a binijenn, ha Bernard, goude bezañ bet e Roma hag e Jeruzalem a echuas e droiad e 870 e Menez-Mikael a oa renet neuze gant un abad breizhat anvet Phinimontius. En tu-hont da se ez eo meneget e buhez skrid sant Maor e oa bet aet unan eus izili an abati da Italia e 861 evit kerc'hat dornskridoù buhezioù sent. Menez-Mikael a oa eta neuze ivez ur greizenn speredel.
Ur manati harzus ouzh ar Skandinaviz?
War-dro dibenn an IXvet kantved hag e penn kentañ an Xvet kantved e kuitaas al lodenn vrasañ eus ar venec'h o abati peogwir e oa mennet ar Skandinaviz d'aloubiñ gwalarn Bro-C'hall. Seblantout a ra koulskoude ne voe ket dilezet o manati gant menec'h Menez-Mikael. Marteze e oa dija ar Menez ul lec'h difenn pe neuze e oa gwarezet dre ma oa war un dachenn dindan levezon ar c'hont a Roazhon, Berenger, a vac'hatas un emglev gant ar Skandinaviz? Ar pezh a zo sur, Raoul ar c'hentañ, roue ar Franked, a roas e 933, diwar-goust ar Vretoned, Bro Avrañchez hag ar C'hotentin d'ar Skandinavad Gwilherm Kleze-Hir.
«Istor ofisiel» norman an abati
En ur skrid eus an XIvet kantved o tont eus Menez-Mikael e c'heller lenn istor an abati. Dalc'het e vije bet gant chalonied en Xvet kantved. Gwilherm Kleze-Hir († 942) en dije bet roet meur a wech donezonoù da Venez-Mikael. E vab Richard Iañ, en dije anvet Mainard Iañ da abad e 966 evit skarzhañ ar chalonied ha lakaat menec'h eus urzh sant Benead en o flas.
Un istor adwelet : levezon Breizh hag ar Mañs
An istor «ofisiel»-se a zo liammet gant ur skrid norman a c'hoantae diverkañ bezañs Breizh hag ar Mañs en abati en Xvet kantved. E gwirionez, pa studier a dostoc'h ar skridoù eo anat levezon priñsed a Vreizh. Deskiñ a reer e roe duged ar Vretoned hag o re donezoù d'an abati evit sevel prioldioù hag ez eo beziet Konan Iañ († 992) eno. Kaeroc'h 'zo, mab hemañ, Jafrez 1añ († 1008) a lakaas Mainard II da abad Menez-Mikael hag goude-se ivez e penn Redon.
Met levezon an abati a yae pelloc'h eget Breizh. E-touez tud all e oa Hugues, kont ar Maine, hag ar Rorgonided – kerentiezh gant kalz a c'halloud, diazezet er Maine a roe donezonoù puilh d'an abati. Anvioù tud veur ar C'hornôg kristen a gaver e levr an dud varv, ar pezh a ziskouez pegen pouezus e oa rouedad menec'h Menez-Mikael : Fulbert a Chartrez, Gauzlin a Fleury, Mayeul a gCluny.
Hag an abati aet dindan dalc'h an Normaned
An enkrog war Menez-Mikael gant an Normaned a grogas da vare minorelezh Alan III, dug ar Vretoned. Emañ hemañ dindan gwarez Richard II a Normandi, a zigarg Mainard II, an abad evit lakaat Hildebert. Kreñvoc'h c'hoazh oa ar wask e 1027-1030 da vare Roparzh an Diaoul, a breizhas an douaroù etre an div stêr : ar Selune hag ar C'houenon. Echuiñ a reas an traoù, e Menez-Mikael, gant sujidigezh Alan III da Dug an Normaned e 1030. Setu penaos eo bet staget da vat an abati d'an Normandi.
Troet diwar ar galleg gant : Kuzul Ar Brezhoneg (KAV)