Peizanted Breizh o sevel o mouezhioù : Brezel al laezh (1972)

(1972)
Aozer : Jean-Philippe Martin / Eost 2020
E miz Mae 1972 e voe izelaet a-galz priz prenañ al laezh gant ar stalioù-laezh pa oa kalz a venajerien o vevañ diwarnañ e Breizh abaoe 1960. Gervel d’ar stourm a reas neuze sindikalourien ar Beizanted-labourerien a oa e penn meur a sindikad departamant.

Da goulz Brezel al laezh e c’houlennas ar broduerien e vije lakaet kresk war priz prenañ al laezh gant ar stalioù. Distaol o labour an hini oa e kaoz ha goulenn « ur gopr » a voe graet gante neuze. (Vent d’Ouest, nenn 29, miz Even 1972, CHT, Naoned).

D’o meno e rankje priz al laezh bezañ termenet diwar goust e broduiñ ha bezañ gopr labour ar venajerien war un dro. Bras e oa bet an emsavadeg e Penn-ar-Bed, er Morbihan hag en ul lodenn eus al Liger-Atlantel. Adalek ar 14 a viz mae e voe miret gant ar beizanted ouzh degadoù a gamionadoù-laezh da vont gant o hent. D’ar 24 a viz Mae e voe stanket pep tra e Penn-ar-Bed e-pad un dek devezh bennak. Ar pep heverkañ eus an emsavadeg-se eo an niver bras a beizanted a gemeras ur perzh oberiant enni, o vont koulz d’ar c’hoperativoù ha d’ar stalioù-laezh prevez, o c’houlenn gopr d’o labour, kalz a verc’hed en o zouez, ha gante ur prezeg amprestet digant emsav ar vicherourien (patroned eo ar stalioù-laezh, harz-labour an hini zo graet gant ar beizanted evit ar gopr zo dleet dezhe). Lakaet e voe e kaoz mod-ober koperativoù a oa bet krouet gant lod dioute koulskoude ha mont a-benn d’o renerien a voe graet gant ar beizanted. Chom a reas departamantoù zo e-maez ar stourm avat, disrann a savas etre sindikalourien oa, tra ma ne oa skoazell ebet digant renerien ar sindikajoù gall. D’an 2 a viz Even 1972 e voe paouezet gant an harz-labour ha sinet un emglev hag a voe lakaet e kaoz nebeut amzer war-lerc’h.

Doareoù nevez gantañ ha kalz a beizanted o kemer perzh ennañ e toullas Brezel al laezh hent an disrann ivez e sindikajoù al labour-douar e Breizh.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Jean-Philippe Martin, « Peizanted Breizh o sevel o mouezhioù : Brezel al laezh (1972) », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 20/08/2020.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/peizanted-breizh-o-sevel-o-mouezhiou-brezel-al-laezh-1972

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité