Chapel Lokmaria zo anezhi hiziv ur savadur dezhañ ur plañ skouergornek reteriet, war-dro 16 metr a-hed ha 9,50 metr a-led, ennañ un nevgreiz war-dro 5 metr a-led ha div adnev. Moger ar pignon reter emañ skoret warni ar c’hloc’hdi plat, daou zigor ennañ war hantergelc’hwar hantergelc’h. Ar voger-se a zo enni teir bolz o gwaregoù-torr, a-steudad gant aozadur diabarzh ar chapel, ar pezh a brou ez eus bet krennet ul lodenn eus ar savadur. Leuniet eo ar bolzoù-se gant greunit-pastur bet adimplijet (ur piñsin zo e-touez ar vein-se) hag oberiet en ur feson disheñvel-krenn diouzh ar rest eus ar savadur. Etre bolz an nev hag an adnevioùadnevioù e tamweler c’hoazh diazezoù ar pileroù a veze skoret ganto bolzoù ar c’heur da zigentañ moarvat.
Pignon ar c’hornôg, er c’hontrel-fed, a zo unvan a-walc’h e stumm. Kreñvaet eo gant daou biler-harp tal a bep tu d’un nor div stalaf a zo a-us dezhi ur bolzadur graet gant gwaregoù-torr. A-us da gement-mañ holl ez eus c’hoazh div skoazgraet gant elfennoù kinklañ kizellet evit un adimplij. Pa weler an diazezañ hag ar porched kentoc’h asimetrek e soñjer ez eus bet graet aze ul labour dister a-walc’h, diwezhatoc’h eget ar saverezh orin. Kadarnaet eo ar soñj-se pa weler al lomber-kelc’hiek, pe kentoc’h e stumm ur vi, a zo a-us ar porched, ar pezh n’eo ket tamm ebet diouzh giz ar Grennamzer. Pa weler pegen unvan eo ar pignon-se, e-skoaz ar maenerezh rasket er c’hornôg d’ar voger su e c’hellfer martezeañ e voe adsavet honnezh penn-da-benn d’ur poent bennak n’haller ket e dermeniñ resis avat.
Ur chapel eus ar XIVvet kantved, diorroet abaoe
Toenn chapel Lokmaria a c’hellfe bezañ bet savet ar framm anezhi kerkent hag en eil hanterenn eus XIVvet kantved, diouzh e geñveriañ gant daou framm heñvel chomet betek ennomp ha deiziet adalek 1340 (en Anjev) betek war-dro 1380-1400 e Breizh. Peogwir n’eus tamm adver bras da welet war framm ar savadur evel m’emañ bremañ e ranker lakaat deroù e saverezh er bloavezhioù 1340-1380. Klotañ a ra pelloc’h an hevelep martezeadenn gant deiziad ar maen-bez a zo er chapel, hini Per Broereg, n’hell bezañ bet lakaet enni nemet goude 1340, bloaz marv an aotroù-se. Moarvat e ranker deiziadiñ heñvel ar pep muiañ eus an elfennoù savouriezh a c’heller gwelet c’hoazh. Anat eo diouzh o gwelet ez eo unvan a-walc’h ar bolzoù, an nev ha toenn honnezh, war-bouez al lambruskadur hag ar munuzeraj bet graet en XIXvet kantved, douetus, evel ma vez kont peurvuiañ. Koulz sichennoù an holl bileroù hag ar gwaregoù-torr harpet warno a zo dezho chafrenoù hag ur moulleüriñ heñvel-mik.
Dilezet e voe ar chapel meur a wezh hervez kont en dielloù istorel. E 1699 da skouer, eskob Gwened, o klevet « e oa rivinet chapel Lokmaria, e Pleñver », a c’houlenn ma vo graet kement a vo ezhomm evit adingaliñ anezhi. N’eo ket dibosupl e vije bet adsavet pignon ar c’hornôg d’ar c’houlz-se. Kement-mañ a c’heller soñjal goude sellet ouzh ar saverezh anezhi, ennañ mesk-ha-mesk elfennoù adimplijet hag ul lomber-kelc’hiek a-us ar porched. Distrujet e oa keuran iliz endeo en XIXvet kantved, anat eo diouzh gwelet ar pezh a chom anezhañ hiziv hag hervez an diell en hor c’herzh, padal er memes diell eus 1733 ez eus anv ivez eus ur sakristiri a ya ar beleg enni dre an nev. Martezeañ a c’heller e tigore honnezh war-zu ar c’heur eta, evel ma oa ar c’hiz, hag e voe distrujet d’ar c’houlz-se ivez. Poseve e voe dilezet ar chapel adarre da vare an Dispac’h Gall, da vihanañ evel savadur a liderezh kristen. Deskrivet eo gant ar velestradurezh e 1801-1802 evel ur chapel a vent bras a-walc’h evit degemer 500 a dud, sed kement hag an iliz-parrez, ha gwall zihailhet he gwerennoù pelloc’h. E-pad an Dispac’h Gall e oa bet graet anezhi ur c’hazarn hag un ti-gward. Ar c’heur, dismantret, a voe distrujet etre 1820 ha 1825.
Bet gwechall ur prioldi ospitalier
Unan eus ar roudoù kentañ o reiñ deomp da c’houzout e oa bet un ospital e Lokmaria gwechall a zo bet kavet warmammskridoù-gladroll ar c’hadastr napoleonat, meneget enno e 1845 div barsell dindan an anv Liorh En Hospital, sko er chapel er Su dezhi. Ar garta deroet gant aotrouien Trevegad da aotrouniezh Lokmaria dirak Kambr ar C’hontoù e Breizh a zo meneget enni div wech, e 1638 hag e 1653, un « dalc’h ar Spered-Santel », a c’hellfe klotañ darn anezhañ gant an tachennoù anvet Liorh En Hospital. Lenn a c’heller a-hend-all, war un akt eus ar bloaz 1709, e rank aotrou domani Lokmaria paeañ ul leve a edoù da gomandiri Spered-Santel an Alre.
Amsklaer da vat eo aktoù eskob Gwened a-zivout ar savadur a zo e Lokmaria, ouzhpenn se, pa vez graet anezhañ enno « chapel pe prioldi ». Da lavaret eo n’ouzer ket mui da betra e oa bet savet da zigentañ : pe e oa stag ouzh ur barrez, sed ur savadur a eil renk evit ar barrezianiz (chapel) pe e oa ur batis bihan evit ar venec’h, stag ouzh un abati (prioldi) ? Sklêrijenn a zeu war ar poent-se avat dre lenn ar skrid-prosez bet skrivet e 1733 da geñver kadoridigezh ur person nevez e Lokmaria, Vincent Lebreton. Hennezh, goude graet gantañ kement lid rekiz evit reiñ da c’houzout da dud ar vro e oa ar chapel en e zalc’h diwar neuze, en doa kuitaet al lec’h asambles gant meur a dest : « alese omp sortiet eus ar chapel-se hag aet a-gevred betek un ti kouezhet en e boull a zo bet lavaret deomp e veze anvet gwechall ti an ospital, stag ouzh ar prioldi, ul liorzh labouret bremañ a-dreñv dezhañ, kelc’hiet gant un nebeud mogerioù kozh, hag e kement lec’h meneget amañ hon eus lakaet hag induzet an Aotrou Lebreton en dalc’h hag er jouisañs gwir ha gwirion eus ar prioldi hag eus e chomachoù, pourprezioù, frouezh, hag ul leve a zo lavaret deomp ez eo un deog ag an unnekvedenn eus gonidegezh kement douar zo stag ouzh douaroù Lokmaria ». Splann eo eta, tra ken met diwar ar meneg-se, e oa ur prioldi ospitalier e Lokmaria, a c’heller liammañ ouzh Spered-Santel an Alre a-drugarez d’an testennoù meneget uheloc’h, hag e oa chapel Itron-Varia-an-Druez ar chapel prioliezh anezhañ. Dav eo lavaret ivez e oa Lokmaria ul lec’h strategel moarvat evit sevel un hevelep chapel, p’emañ war an hent a gas eus an Alre da Giberen.
Bet troet diwar ar galleg gant Stefan Moal