Prosez Jeanne Le Her-Seznec

Aozer : Bernez Rouz / Genver 2022

D’an 3 a viz Du 1948, Jeanne Seznec, merc’h Guillaume ha François Le Her, e vab kaer a sav chikan etreze ur wech ouzhpenn. Jeanne a zo o tamall d’he gwaz bezañ flatret tud e-pad ar brezel. François a glask krougañ anezhi met hi en em zifenn ha kemer ur bistolenn a oa war ur pezh arrebeuri. Tennañ a ra tri zaol en e benn. Dre voneur oa daou zen en o zi, daou zen test eus ar bec’h zo savet etre an daou bried a oa dimezet dibaoe trizek vloaz.

Dirak lez an Asizoù e Kemper d’an 20 a viz Gouere 1949 e vez klasket laou e penn Jeanne Le Her-Seznec gant Juliette Le Her merc’h François le Her. Houmañ a gav dezhi he dije lazhet he gwaz a-ratozh-kaer.

Guillaume Sezneg a damall François Le Her da vezañ bet feulz atav gant he merc’h Jeanne. N’eo ket anaoudek tamm ebet eus testeni François Le Her e-pad prosez 1924. « O klask didamallañ ac’hanon en deus graet muioc’h a zroug eget a vad » en deus diskleriet ar galeour kozh. Hemañ ‘ zo bet pedet d’en em zisplegañ diwar-benn an digitalin bet prenet gantañ un nebeut devezhioù en a-raok. Hag-eñ e oa evit ampoezoniñ François Le Her ? Gout a ouie an nen ne oa ket evit gouzañv anezhañ.

Eus un tu all ez eus bet klasket gouzout hag eñ Jeanne Seznec he doa en he fenn roiñ taol ar marv d’he gwaz ? Perak e oa ur bistolenn garget war al listrier ?

 

Personelezh Le Her, en doa bet afer meur a wech gant ar Justiz evit doareoù feulz pe doareoù amjestr gant ar merc’hed, en doa c’hoariet jeu ar gestapo e-pad ar brezel, mui doareoù feulz Juliette le Her o deus lakaet ar juri da dommañ ouzh doare Jeanne Le Her-Seznec. En ur ober teir munutenn o deus graet o soñj tud ar juri da zidamall anezhi.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Bernez Rouz, « Prosez Jeanne Le Her-Seznec », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 3/01/2022.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/prosez-jeanne-le-her-seznec

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité