Republik Sant-Maloù (1590-1594)

Aozer : Tudi Kernalegenn / C’hwevrer 2017
E-kreiz brezel ar Relijionoù, e fin ar XVIvet kantved e tapas kêr Sant-Maloù kaout frankiz diouzh galloud ar roue ha hini an noblañsoù, staliañ ensavadurioù politikel dezhi hec’h-unan ha diorren darempredoù kenwerzhel ha diplomatek gant hec’h amezeien.

Adalek 1562 e reas brezel ar relijionoù e reuz er rouantelezh c’hall etre ar gatoliked hag ar brotestanted. Disteroc’h e voe an drubuilh e Breizh avat dre ma oa nebeut a brotestanted enni. koulskoude ez eas an traoù war washaat e 1584 p’en em gavas Herri a Navarra, penn bras ar brotestanted, war ar renk kentañ da vezañ roue Bro Frañs, siwazh d’ar gatoliked. Ha Breizh, neuze, da vont tamm-ha-tamm a-du gant Kevre ar gatoliked, da heul an dug a Verkeur, he gouarnour.

Arsailh ar c’hastell

Pa welas tud Sant-Maloù e oa an traoù o vont war stegnaat e krogjont d’en em renkañ evit gwareziñ o interestoù armerzhel diouzh reuz ar brezel diabarzh. Ur marc’hallac’h bras, digor-frank war ar mor e oa Sant-Maloù neuze, ouzhpenn bezañ ur c’hreñvlec’h ha kêrbenn un eskopti hag en em lede betek Ploermael. Bras e oa deuet da vezañ perzh sokial ar vourc’hizien enni eta. E 1585 e voe dilennet gant ar gêriz ur c’huzul daouzek gouarnour, kalon republik Sant-Maloù da zont. Pa voe lazhet Herri III e nac’has ar Valouiz sujañ da Herri IV, ar roue nevez. Tapet e oa de Fontaines, gouarnour ar roue e kêr, etre an horzh hag ar genn. Ha hennezh neuze da embann e tigorje dorojoù kêr d’ar roue, pa oa Herri IV o tostaat da Sant-Maloù. N’halle ket an disrann bezañ splannoc’h. En em glevout a reas pennoù bras kêr evit aloubiñ ar c’hastell e lec’h ma oa ar gouarnour o chom. Gwareziñ kêr Sant-Maloù o tifenn he dorojoù a rae ar c’hastell-se koulz hag eveshaat anezhi. Diouzh an noz, etre an 11 hag an 12 a viz Meurzh 1590 e voe arsailhet ar c’hastell ha lazhet ar gouarnour. Ganet e oa republik Sant-Maloù.

Kerkent e tivizas ar C’huzul sevel kement tra ret d’ar gêr d’en em ren hec’h-unan betek ma teuje ur roue katolik da ren. Dilennet e voe gantañ ar prokulor boutin Jean Picot a Gêrjekel (de la Gicquelay) da « penn ha kadoriad ar c’huzul e gouarnamant kêr ha kastell » Sant-Maloù. Tamm-ha-tamm e savas kêr Sant-Maloù holl rikoù an dizalc’helezh, gouarnet gant ar C’huzul a dermene ur politikerezh dezhi hec’h-unan, koulz evit a selle ouzh he difenn hag he darempredoù diavaez, an arc’hantiñ, ar polis, ar justis hag ar c’henwerzh.

Kartenn pleg-mor Sant-Maloù hag ul lodenn eus stêr Dinan. Crédit : Bibliothèque nationale de France, département Cartes et plans, CPL GE SH 18 PF 44 DIV 3 P 3 D RES

Bezañ emren

Ur politikerezh diavaez emren a voe lakaet en he sav adalek fin miz Meurzh 1590 zoken. Berzet e voe ar c’henwerzh gant dalc’hidi ar roue. Hag er c’hontrefed e voe kaset da kêrioù Montroulez, Lannuon, Sant-Brieg ha Rosko ur c’hannad eus Sant-Maloù d’o c’helaouiñ diwar ar c’hemm politikel a oa bet eno ha da gadarnaat o darempredoù boas. Evit a sell ouzh an darempredoù etrevroadel avat e reas Sant-Maloù he seizh gwellañ evit mirout eskemmoù kenwerzhel eus ar gwellañ gant ar rouantelezh saoz, gant republik ar Broioù-Unanet ha gant Kevre an Hanse, o kelaouiñ anezhe koulz war ar cheñchamant politikel a oa bet e Sant-Maloù ha war he youl ma chomfe frank ar c’henwerzh war vor daoust d’an drailh relijiel.

Ha pa nac’has kêr Sant-Maloù sujañ da Herri IV, ne sujas ket d’an dug a Verkeur kennebeut all, ha biskoazh ne zigoras he dorojoù dezhañ.  Ha kuit a ‘n em gavout o daou droad er memes botez ma klaskje Merkeur tagañ anezhe e kasas ar Valouiz ur c’hannad d’an dug a Vaien, penn bras ar C’hevre e Bro-C’hall ha kement all da roue Bro-Spagn.

Ha pa gave gwelloc’h da gêr Sant-Maloù gwiskañ manegoù boulouz da c’hoari tuig ha talig, ne vire ket kement-mañ outi a gaout un nerzh armet eus ar c’hreñvañ, pa oa he flodad unan eus ar re wellañ d’ar c’houlz-se. Evel-se e tapas Sant-Maloù gwareziñ hec’h annezidi koulz ha gounidoù ar c’henwerzh meret gant ar familhoù bras a oa e penn ar C’huzul. En e varr e oa ar c’henwerzh eno neuze, ha pa oa enket ar peurrest eus Breizh. Ken brav ken e teuas republik  Sant-Maloù da vezañ ur vagazenn veur, enni mindrailh ha danvez-tan, armoù, lienoù, klinkailherez - hag orañjez zoken ! - o verniañ… pa oa ar peurrest eus ar vro en dienez vras.

Kartenn Sant-Maloù (XVIIIvet kantved) e saozneg. Wikipédia.

Feur-embann ar Sujañ

D’ar 25 a viz Gouere 1593 en em droas Herri IV da gatolik. Adal m’en doa touet ar C’huzul bezañ emren keit ha ne vije ket « bet roet gant Doue ur roue katolik d’ar Frañs » e oa fin gantañ. D’ar c’hentañ a viz Ebrel 1594 e kasas bodadeg ar gêriz ur strollad dileuridi da gendivizout gant ar roue war ar mod ma c’hallje kêr Sant-Maloù sujañ dezhañ. A bar da bar, pe dost, e tivizas ar Valouiz gant ar roue. A-benn mizioù a gendiviz ez asantas ar roue d’ar pep brasañ eus o c’hoantoù. Sinet ha siellet e voe feur-embann ar Sujañ gantañ d’ar 4 a viz Here 1594. Fin e oa gant republik Sant-Maloù.

A-hed brezel ar C’hevre, e oa chomet pennoù-bras Sant-Maloù mennet-bras da vezañ mestr en o c’hêr ha da gas o gounidoù war-raok o tifenn frankiz ar c’henwerzh diouzh taolioù chañs-dichañs ar politikerezh a-vras. O chom er-maez eus ar brezel diabarzh he doa ar republik roet ul lañs nevez d’ar marc’hallac’h meur a oa eus Sant-Maloù c’hoazh.

 

Troet gant Jean-Dominique Robin

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Tudi Kernalegenn, « Republik Sant-Maloù (1590-1594) », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 6/02/2017.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/republik-sant-malou-1590-1594

levrlennadur

  • FOUCQUERON Gilles, Malouin suis. Une république sous la Ligue, Combourg, ATIMCO, 1989.
  • HAMON Philippe, « La Ligue (1589-1598), entre guerre civile et guerre européenne », in Dominique Le Page, 11 questions d’histoire qui ont fait la Bretagne, Morlaix, Skol Vreizh, 2009.
  • KERNALEGENN Tudi, « La république de Saint-Malo », ArMen n° 200, mai-juin 2014, p. 32-39.
  • LE GOFF Hervé, La Ligue en Bretagne. Guerre civile et conflit international (1588-1598), Rennes, PUR, 2010.
  • JARNOUX Philippe, « Corsaires », in Collectif, Dictionnaire d’histoire de Bretagne, Morlaix, Skol Vreizh, 2008, p. 195-196

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù