Sérot/Janvier

Aozer : Michel Colleu / Eost 2020

Ur skeudenn eus sonerien ar XXIañ kantved eo ar c’houblad sonerien biniaou-bombard Mathieu Sérot ha Philippe Janvier, pa zalc’homp mat gant hengoun ar sonerien : muzisianed ha kasourien gouelioù int war un dro ha kavout a reont gwelloc’h soniñ e kreiz an dañs kuit a sono ebet.

Evel o c’hentidi e reont diouzh an traoù evel ma teuont, eus ar festoù-noz d’ar baleadennoù. Evel ur c’halz dioute ivez, e sonont a bep-seurt binvioù (talabard, fleüt-treuz koad gant Mathieu ; talabard, biniaou, saksofon, akordeoñs diatonek gant Philippe) ; Evelte e ouzont kalz a ganaouennoù a daolonteus an eil degouezh d’egile : kanaouennoù diouzh taol, kanaouennoù da c’hervel d’an dañs… Evel lod eus sonerien an XXvet kantved zo aet meur a genstrivadeg gante, kampionad Breizh ar sonerien e Gourin paneveken.

Sonerien a-vremañ int avat. Stummet int bet war ar sonerezh hengounel ha kelenn sonerezh a reont, er stajoù, e mirva an Oriant, e skol sonerezh Bro Gemperle, er skolioù… Perzh eo bet an daou gomper e taolioù arnod a bep seurt war dachenn ar sonerezh : e meur a goublad sonerien, e strolladoù (Fanfare à danser, Sérot-Janvier et la Groove Cie, SaharArmorik – bet Tammles gwechall, Katé-Mé…).

Dedennet int o-daou gant hengoun sonerezh a bep seurt kumuniezhioù o vevañ e Breizh, deuet eus ar bed a-bezh. Kejañ a reont gant sonerien oboe pobloù Europa, Azia hag Afrika da vagañ o mod-soniñ hag o freder sonerien, gant ar soñj diorren doareoù ar soniñ a-vremañ (jazz, « sonerezhioù a-vremañ », arzoù ar straedoù).

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité