Abaoe 1486 e kase ar brezel e reuz e Breizh, goude da roue Bro-C’hall bezañ kaset e armeoù betek enni. Seziset e oa bet Kêr Naoned. Krogadoù a oa ivez e kreiz ar Vro, e Gwengamp paneveken, ur c’hreñvlec’h hag a wareze Breizh-Izel, chomet leal d’an dug Frañsez II.
Feal d’ar roue gall Charlez VIII, ha c’hoant bras gantañ mont da dug Breizh, en doa ar beskont a Roc’han goulennet ouzh bourc’hizien ha gwarnizon Gwengamp daskoriñ kêr dezhañ, meur a wech hag en aner. Afer-se ne oa bet eus ar brezel e Bro-Dreger nemet krogadoù ha taolioù dister e 1486-1487.
E 1488 avat e voe stardet ar gwask war gêr Wengamp. Difennet e oa gant Merrien Chero, e penn milis kêr, bet savet e boltred gant an istorour Sigismond Ropartz evel-henn : « Bout ma oa hennezh kozh ha nammet e talme bravañ kalon zo er c’horf uzet-se ». Gounit anezhañ a glaskas ar beskont ober, dre hanterouriezh ar flouretour Gilles Rivault a Gêrizag, pe dre hoal ar gontez a Gintin… Leuskel a reas Merrien Chero ar vilin da valañ avat, ken seder ha dibleg, e-keit ma serre-eñ danvez-tan ha danvez-boued da c’hortoz ken e teuje soudarded an dug d’e harpañ.
Gwiked, ur c’habiten nerzh ennañ
Neuze e lakaas Frañsez II un den anvet Gwiked da gabiten ar plas. Digoll en doa hennezh da gaout digant ar Roc’haned, bet tapet Kêr Voñkoñtour gante pa oa-eñ e karg eus he difenn. Dihanet e voe ar brezel ur pennadig e Breizh-Izel goude trec’h ar roue war armeoù Breizh e Sant-Albin-an-Hiliber e miz Gouere 1488 ha marv an dug Frañsez II nebeut amzer goude-se. An dugez yaouank Anna avat a nac’he plegañ.
Setu ma adkrogas ar brezel e miz Kerzu 1488. Hag ar beskont a Roc’han hag e vreur da rivinañ bourk Pontrev, porzh Gwengamp anezhañ, ha da lakaat anezhi en arvar. D’an 9 a viz Genver 1489 e voe argaset toullerien-hent ar Roc’haned gant Gwiked hag ur bagad Gwengampiz yaouank. An deiz war-lerc’h avat e tapas penn a-raok arme ar Roc’haned en em silañ e rakkêr Moñbarailh ha Porzh-an-Ken ha plantañ tan enne.
Deroù ar Seziz
Trawalc’h e voe d’ar beskont a Roc’hañ rivinañ troioù-kêr Gwengamp en deizioù kentañ. Ha hennezh d’en em staliañ e abati Santekroe e su kêr. D’an 18 a viz Genver e voe lañset an argad ouzh kastellig Sant-Leonard gant teir c’houlerinenn o tennañ d’ar rak-difenn-se. Ha Gwiked, dispont, ha sailhañ er-maez gant ur bagad difennourien ha lazhañ boueterien an tan.
Dilezel ar plas a rankas ober avat, gronnet ma oa a bep tu. Hag eñ da zigraviañ a-benn-herr, ha da reiñ o lamm da regennadoù an enebourien. Enket adarre e kavas repu e Kouent ar Gorderien da c’hortoz ken e c’hallje souzañ betek dorojoù kêr. E-pad an noz e talas ouzh gwazed Roc’han. Da sav-heol e tapas antreal e kêr o terc’hel d’en em gannañ war-gil.
Dalc’het penn
Ha Roc’han da lakaat stlejañ e ganolioù neuze. Staliet e voe lod dioute war roz Moñbarailh evit tennañ e diabarzh kêr ha lod all e liorzh ar Jakobined evit tagañ ar mogerioù kreñv diouzh tu Maez-ar-Roue. Pa voe toullet un ode enne e roas Roc’han urzh an argad. Dalc’het e voe penn outañ gant ar Wengampiz avat. Dilec’hiet e voe ar c’hanolioù neuze, ha toullet un eil ode en norzh, etre dor Moñbarailh ha hini Landreger. Ha Roc’han da gas un eil argad… hag ar Wengampiz da zerc’hel penn adarre.
Tapet dre drubarderezh
Dihanet e voe ar c’hrogadoù. Neuze ez eas Gwilhom a v/Boisboessel, a oa e penn gwarnizon ar c’hastell pa ne oa ket ar gouarnour Olier a Goatmen eno, da varc’hatañ gant Pierre a Roc’han hep ober van eus ar Wengampiz hag eus o milis, gant ma vije graet brav d’e soudarded pa kuitajent kêr. Digoret e voe gantañ dor Roazhon da soudarded Roc’han pa oa-eñ sañset he difenn,. Hag ar re-se da winkal e kêr. Ne c’hellas an difennourien, bet tapet dre sourpren, ober seurt ebet. Tapout a reas Gwiked tec’hout kuit da Gêr ar Roc’h.
Preizhet e voe kêr neuze. « Evit ar pezh a reas ar C’hallaoued er gêr-mañ e-keit ma voent enni, preizhañ ha laerezh kement mad a gavent a voe graet gante, freuziñ koufroù, irc’hier, kevier, selieroù ha solieroù, ha gwallañ gwashañ m’hallent ». Hervez un enklask bet kaset d’ar c’houlz-se. Ouzhpenn ar gwalloberennoù-se e c’houlennas groñs Roc’han ma vije roet dek mil skoed aour dezhañ, ur sammad dreist muzul da meno bourc’hizien Gwengamp.
Digollet gant Anna Vreizh
Goude koll Gwengamp e voe trec’het ur bagad noblañsoù a Vro-Dreger, leal d’an dug, e Skiñvieg. An deiz war-lerc’h e tilestras e Bro-Oueloù mil pemp kant a Saozon, ha brezelourien iwerzhonat bet kaset da harpañ dug Breizh. Ha Gwiked da vont gante. Neuze e voe adtapet gant ar Vretoned hag ar Saozon kêr Wengamp, rivinet ha dilezet gant Roc’han hag e re.
Seziset hag aloubet e voe Gwengamp c’hoazh e 1491, gant un arme c’hall La Trémoille en he fenn. Pa voe deuet ar peoc’h en-dro ne voe ket ankouaet Gwengamp gant Anna, ha hi deuet da vezañ rouanez Bro-Frañs. Un digoll « kant lur arc’hant evit daou vloaz » e voe roet dezhi ganti e 1498 ha dont a reas ar rouanez da Wengamp e-kerzh he beaj war an ton bras e Breizh e 1505. Merket eo bet speredoù tud Breizh-Izel gant seziz Gwengamp ha dalc’het zo bet soñj dioutañ gante e-pad pell dre ar werz Seiziz Gwemgamp ha pa vije mesket enni eñvor seziz 1489 gant egile all da goulz brezel ar Gevreidi, ur c’hantved goude-se.