Tro Breizh war varc’h-houarn

Aozer : Yves-Marie Evanno / Ebrel 2022

D’ar 1a viz Mae 1967 e voe ganet Redadeg ar Greunit (Ruban Granitier Breton), lusket gant Jean Pantin, rener un embregerezh greunit e Louvigneg-an-Dezerzh. Un devezh hepken e pade ar redadeg da gentañ, lakaet da bal dezhi sachañ brud war ar mengleuzioù greunit evel ma weler splann diouzh hec’h anv. A-raok pell avat ez eus bet daou zevezh redadeg, ha goude-se ur sizhunvezh. Kement-mañ en deus roet tro dezhi da astenn he hentad penn-da-benn d’ar vro hag ivez, dre forzh, da gemer ar plas laosket goullo abaoe redadegoù bet gwall verrbad : Tro Breizh, aet da get e 1958, ha dreist-holl Tro ar C’hornôg, aet diwar wel e 1959.

N’eo ket bet pell Redadeg ar Greunit o kavout he flas war an deiziadur, pa oa anezhi unan eus ar redadegoù diwezhañ evit d’ar rederien en em lakaat peurbrest a-benn Redadeg ar Peoc’h. Hanterouriezh Albert Bouvet a zo bet prizius-tre d’ar redadeg-se, dreist pep tra, evit sachañ skipailhoù niverus da zont eus an estrenvro. Kement ha ken bihan ma ne zeu reder gall ebet a-benn da vezañ trec’h er renkadur hollek etre 1973 ha 1984. Tra ma weler war roll al loreidi rederien eus an Izelvroioù, Italia, Belgia pe Portugal, e teu buan-tre paotred broioù ar Reter d’ober eus Redadeg ar Greunit o « leur-gêr » dezho o-unan. Ur redadeg diouzh an dibab a oa anezhi, aet ar maout enni gant meur a reder bras e vrud, evel ar Gall Armand de Las Cuevas (e 1988) pe c’hoazh ar Rusian espar Evgueni Berzin (e 1992), a lako un echu daou vloaz goude da renad Indurain war Tro Italia. Dek vloaz goude, e 2002, eo Alberto Contador a ya gantañ ar plas kentañ war renk ar re yaouank.

Un nerzh nevez a zeu da Redadeg ar Greunit e miz Du 2005. Dre resev ur skoazell ofisiel gant Rannvro Breizh e cheñch anv war un dro hag e teu da vezañ Tro Breizh, ent-ofisiel. Cheñchet an anv, padal eo dicheñch ar raktres, hervez ar prezidant Christophe Fossani, sed « lakaat yaouankizoù da zispakañ an talant zo enno ». Bet eo eno o keveziñ Lars Boom, Julian Alaphilippe, John Degenkolb, Edvald Boasson Hagen peotramant Thomas Voeckler, hep dont a-benn dalc’hmat da lipat ar maout, avat. A zo kaeroc’h : evit un eil gwech eo deuet ar redadeg-se da vezañ etrebroadel, peogwir e weler bremañ er plasoù kentañ paotred eus Aostralia, ar Stadoù-Unanet ha Su-Afrika. Diwar neuze e teu da vezañ ur redadeg n’hell ket tremen hepti ar rederien a venn diskouez o barregezh d’ar skipailhoù o brud uhelañ.

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité