Ur skod-gwini nevez : melon breizh

Aozer : Guy Saindrenan / Genver 2017

E 1988 e oa bet plantet gant Pierre Viaud, gwiniegour el Landreau, ur winienn er c’hloz anvet Gauffriaud a zo war ar gumun-se. Melon Bourgogn anezhi, sed ar skod-gwini a ya d’ober muskadig. E 1995 en doa gwelet rezin du war ur blantenn eus ar winieg yaouank, ouzh unan eus an tri barr a oa d’ar blantenn-se, pa oa rezin gwenn ouzh an daou all. Ha kemend-all bep bloaz war-lerc’h.

E-tro ar bloaz 2000, goude ma vije bet e darempred gant ITV Naoned (ensavadur teknik ar gwin, deuet da vezañ hiziv Ensavadur Frañs ar gwini hag ar gwin, Kastell ar Frémoire, 44120 Vertou), e voe savet ur bodadig-labour, ennañ un dousen a dud : Viaud tad ha mab, un dornad gwiniegourien all, sindikad difenn AOK ar muskadig (SDAOC), Ensavadur Frañs ar gwini hag ar gwin (kreizenn Naoned) hag INRA Montpellier, kement ha bezañ asur e oa gwir ar c’hemmadur, deskrivañ anezhañ resis ha gwarantisañ paderezh ar gwini nevez.

Ur bod zo bet tennet diouzh ar blantenn orin evit he lakaat da neriñ ha gallout sevel plantadegoù. Diouzh e du, Jean-Luc Viaud, mab e dad ha susitour dezhañ, en deus plantet ur renkadoù bennak a « velon Breizh » ; e 2005 e voe ar vendem gentañ er winieg nevez, ha deuet 20 litrad gwin diwarni ; kresk a voe a vloaz da vloaz da c’houde war ar rezin dastumet er mendemoù, ken ma voe tapet kaout 100 litrad e 2008, ar pezh ne oa ket maread c’hoazh. Meur a zoare gwin zo bet klasket ober diwar ar mendemoùigoù-se, a-gevred gant an ITV. Daoust ma ranker kemer e kont ez eo nevez-flamm ar winieg-se ha dizingal kalite ar rezin dastumet enni, kremant rozek an hini eo ar gwin a zo disoc’het ar gwellañ diwarni.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Guy Saindrenan, « Ur skod-gwini nevez : melon breizh », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 19/01/2017.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/ur-skod-gwini-nevez-melon-breizh

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù