Ar gwini e breizh

Aozer : Guy Saindrenan / Genver 2017
Gwiniegi zo bet abaoe pell zo hag a-wel d’an holl, war douaroù ledenez Rewiz ha hini Gwenrann, war-dro Redon, war ribloù aber ar Renk, hag e lec’h-all c’hoazh, nemet gwech ha gwech-all hepken hag en ur mod dibad. Koulskoude pa vez anv eus Breizh ez eo ar chistr a zeu da soñj d’an dud kerkent. Ar gwin ivez sur, nebeutoc’h avat, ha dreist-holl pa vez kaoz eus kleñved ar boeson e Breizh. E vije bet gwini e Breizh, kement-se a vez kavet iskis hag amzere alies, nemet e Bro-Naoned ma ’z int chomet stank betek an deiz hiziv.

E bro ar Renk

E bro ar Renk, norshañ gwinieg zo bet biskoazh e Breizh, ne gaver ken a veneg eus gounit gwini adalek an XVIIIvet kantved. Sur a-walc’h e oa bet gwiniegi eno abaoe ar Grennamzer uhel, padal ez eo diwar an XIvet kantved ez int bet testeniekaet da vat en dielloù kozh, war-dro Dinan, en daou du d’ar stêr Renk betek ar mor, hag e Pou-Alet en e bezh. N’eo ket gwall sklaer tra-penn da betra e oant aet da get. Bezañ zo da grediñ avat ez eo an emporzhiañ gwin eus broioù Pariz, Bourdel ha Poatev, a oa gwelloc’h eget gwin ar vro, an hini a voe kaoz.

War-dro ar Mor-Bihan

E ledenez Rewiz ivez n’haller ket lakaat deiziad pe bloaziad resis war donedigezh ar gwini ; daoust ha dre berzh Sant Gweltaz e vije bet kaset di e mod pe vod ? Kenkoulz all ! Gwini a raer anv anezho en testenioù adal deroù an XVIvet kantved, ha gounezet e vint eno betek ar bloaz 1993, ma vo disklêriet an diwezhañ mendem ofisiel el ledenez. E fin an XIXvet kantved an hini e oa bet ar winieg en he barr, pa oa troet an dud d’ober kentoc’h gwin-ardant brudet bras ha priziet, evel « lagout Rewiz » paneveken. Ar cheñchamant-se a oa bet gallet ober peogwir e oa bet peurzisgwriet gwiniegi Cognac diwar-lerc’h ar filoksera, nemet e oa deuet ar c’hwenn-gwini da hadañ o reuz e gwiniegi Rewiz ivez da c’houde (1903). Pa oa bet klasket adsevel ar re-nes war-lerc’h ar Brezel Pevarzek e oant chomet dister, anezho plant hiron a oa tonket dezho bezañ tennet holl diwezhatoc’h.  

Boutailhadig lagout Rewiz. Mirdi an arzoù, ar micherioù hag ar c’henwerzh. Largevenn, Lokentaz. Philippe Lanoë
Gwinieg war ledenez Kiberen. D’ar mare ma oant en o brasañ (e-tro 1900) ez ae gwiniegi Rewiz pell mat en tu-hont d'o ledenez orin, betek Karnag ha ledenez Kiberen er C’hornôg - dastumad Guy Saindrenan

Traoñienn ar Gwilen izel

E Redon e oa chomet ar gwini e-touez trevadoù ar vro betek 1950, neoazh e deroù an XIXvet endeo ne ’z ae ket ar winieg eno gwall bell en tu-hont da 300 hektar. Redon, porzh mor ha rak-porzh da Roazhon, sed aze sur a-walc’h hag a zo bet perzhioù enep ar gounit gwini er vro-se, dre ma veze laosket gwin arallvro (eus Bourdel pa vo lavaret) da zont tre, hag eñ gwelloc’h eget gwin ar vro. Moarvat n’eo ket gaou soñjal e voe menec’h abati Sant-Salver (832) ar c’hentañ gwiniourien er vro-se, daoust ma ’z eus meneg dreist-holl e levr-dielloù an abati eus gwiniegoù pell ac’haleno, e ledenez Gwenrann pe e Bro-Raez.

Bro Gwenrann

Pelloc’h war-zu ar c’hreisteiz, e ledenez Gwenrann, ez eus bet gwiniegi abaoe ar Grennamzer. Gwin ar vro, koulz ha hini Bourdel degaset di gant batimantoù Gwenranniz, a vage ur c’henwerzh spletus, gant Bro-Saoz dreist-holl. Gwinieg ar vro-se a oa a hed-da-hed krap ar menez a-us bae an Treizh, penn-da-benn eus Penc’herieg d’ar Baol. Uhelennoù troet war-zu ar mervent, tachennoù war ziribin, sed aze perzhioù diouzh ar gwellañ evit gounit gwini en ur vro ken tost da harzoù norshañ ar plant-se, ma teu peurazv ar rezin dre gras kaer an hin nemetken. Lod klozioù (Kongor, Kloz Rignag) a oa bet tapet brud vat ganto dre ar c’horn-bro. Er bloaz 831 e kaver ar c’hoshañ meneg eus ur winieg bennak : un dachennad e Penc’herieg an hini eo, a oa abati Sant-Salver Redon perc’henn warni. War-dro 20 000 hektolitr a win a veze produet er c’horn-bro e fin ar Grennamzer. Plant gwini a orin eus Anjev - pineau an Aunis - a oa bet degaset da brioldi Skoubleg gant beneadiz abati Saint-Florent-le-Vieil. Gouennadoù gwini lies a oa er winieg-se, disheñvel diouzh ar gouennadoù boas, er c’hontrol d’ar gwiniegi all a zo bet e Breizh. Hag un efed e vefe eus an digor war ar mor ? Marteze. Aet e oa gwinieg Gwenrann da get avat, evel hec’h amezeien e Rewiz hag e Redon, war-dro fin an XXvet kantved, distrujet ma oa bet gant ar filoksera e-tro 1890 hag adsavet gant plant hiron ha ne vezent ket imboudet. Tamm-ha-tamm e oa bet berzet ar gounid hag an implij eus ar re-se.  

Bro-Naoned

He ment (war-dro 17 000 ha) an hini a lak kemm etre gwinieg Bro-Naoned hag ar re all meneget betek-hen, hag ar vrasentez-se zo kaoz ma ’z eo manet betek an deiz hiziv. A-benn bremañ ez eo gwin fin (AOK) a ya d’ober ouzhpenn an hanter eus ar gwin a vez produet eno, hag o sevel o c’hein en-dro emañ tud ar winieg-se goude meur a vloavezhiad diaes evit ar gwerzh. Adalek dibenn ar XVIvet kantved ha betek an Dispac’h e oa bet homañ ur winieg evit ar gwinardant, dindan wini gros-plant ar braz anezhi. A-raok ma teufe ar filoksera d’ober e reuz (1884) e oa bet produet neuze diwar ar winieg-se gwin-mañjer da vezañ evet war ar pemdeiz gant tud ar biojoù hag un tammig larkoc’h, penn-da-benn d’an arvor e Su Breizh hag e Norzh ar Vañde. Diwar ar bloazioù 1920 e voed krog d’ober muskadig ha gwinoù all a galite, ur c’halite hag a voe anzavet kerkent ha 1936 pa voe deroet un AOK d’ar muskadigoù. E 2011 e voe embannet an dekredoù diwar-benn ar c’hentañ anvadurioù dre gumunioù : « Clisson, Gorges, Le Pallet » ; un hanter zousen anezho a voe embannet war-lerc’h, ha kadarnet e-giz-se an 3de live a galite, ul live hag a dlefe muioc’h a brenerien bezañ sachet gantañ avat.

E kement broig zo bet meneget amañ e chom hiziv c’hoazh roudoù eus ar gwini e-barzh anvioù-lec’h ar c’hêriadennoù pe re an dachennaoueg, ha pa vije aet ar gwiniegi da netra abaoe.
Gwiniegoù zo a vez tiekaet gant tud ambisionet da vat d’ober gwin a galite, ha gwiniegourien zo en em denn gant gwinoù enorapl ha kalz gwelloc’h evit se zoken, ken ez eus bet souezhet meur a vlazataer kustumet.  

Daoust ha plantet e vo gwini en-dro e Breizh ? N’eo ket dibosubl, ha gwir eo dija en ur mod, dre berzh ar gwiniegi, meur a zegad anezho, bet savet kentoc’h evit ar glad abaoe ugent vloaz. Hep tamm spered marc’hadour enno, ez eo ar gwiniegi-se gwir liammoù sokial, e kement karter hag e kement kêriadenn ma ’z int bet plantet, peogwir e labour an dud war o zro a-stroll, ha fest ganto da heul, da goulz ar vendem dreist-holl.

 

Troet gant Stefan Moal

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Guy Saindrenan, « Ar gwini e breizh », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 19/01/2017.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/ar-gwini-e-breizh

levrlennadur

  • Guignard F., Étude sur le bail à devoir dans la Loire-Inférieure, V. Forest & E. Grimaud Éditeurs, Nantes, 1865.
  • Guyot Jules, La viticulture de l’ouest de la France, t. 2 et 3, Paris, Impr. Impériale, 1866.
  • Van Iseghem Henri, Introduction de nouveaux cépages dans le département de la Loire-Inférieure, Nantes, Mlle Meuret, 1874.
  • Camiran Joseph de, Le vignoble du pays nantais, Nantes, La presse de l’Ouest, 1937.
  • Poirier Alain, L’évolution du complant en France et particulièrement en Loire-Inférieure, Rennes, Imp. Provinciale de l’Ouest, 1940.
  • Huriez H., Le vignoble nantais (Muscadet de Sèvre-et-Maine), Paris, Dunod, 1949.
  • Villais Gabrielle et Guériff Fernand, La voilà la jolie vigne au pays de Guérande, Publication de l’Association préhistorique et historique de la région nazairienne, 1986 (réédition Revue Histoire et Patrimoine, hors série n° 1, 2013).
  • Midavaine François, Muscadet, Collection « Le grand Bernard des vins de France », Éd. Jacques Legrand, 1994.
  • Picoron Jean-Yves, Au pays du muscadet, Montreuil-Bellay, Éditions C.M.D., 1999.
  • Craneguy Marianick, Histoires de vignes en Rhuys, Sarzeau, Au vent de l’histoire, 2000.
  • Ouvrage collectif, La Madeleine, un petit pays, une longue histoire, Guérande, association La Madeleine d’hier et d’aujourd’hui, 2000
  • Delanoë Dominique et Pujol Robert, Voyage dans les grands muscadets à travers terroirs et saveurs, Brissac, Édition du Petit pavé, 2004.
  • Mainet-Delair Nicole, Vins et négociants d’Aquitaine vers la Bretagne finistérienne de 1660 à 1795, Nantes, Coiffard, 2007.
  • Schirmer Raphaël, Muscadet. Histoire et géographie du vignoble nantais, Presses universitaires de Bordeaux, 2010.
  • Saindrenan Guy, La vigne et le vin en Bretagne, Spézet, Coop Breizh, 2011.
  • Bourrigaud René, Rien que notre dû ! Le combat des vignerons au pays du muscadet (1891-1914), Nantes, Les éditions du Centre d’histoire du travail, 2013.
  • Itinéraires Bretagnele vin breton, une histoire de passionnés - France 3

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù