D’an10 a viz Mae 1855 e voe ganet e Rostren. Kentelier e skolajoù Breizh, ha goude-se e Lise Chaptal e Pariz e voe ar c’hentañ drouiz-meur a Vreizh, a-raok bezañ skridaozer e Prefeti ar Seine. Pezh a zedenne anezhañ da vat d’ar c’houlz-se a voe an arzvarnouriezh – kroniker e voe er gazetenn Journal des artistes – hag ar barzhoniezh : e dibenn ar bloavezhioù 1880 e renas ar gelaouenn lennegel La Pomme, hag e L’Hermine ec’h embannas e varzhonegoù. Pa lennas ar Barzaz Breiz ha skridoù kembraek e voe entanet da vat gant ar sevenadurioù breizhek ha keltiek, ha neuze e kemeras perzh en Unvaniezh Rannvroel Breizh (1898), hag eno e vo sekretour rann an Arzoù-kaer. Aozañ a reas degemer dileuridi Breizh en eisteddfod Kerdiz (e miz Gouere 1899) hag eno e voe anvet barzh Gorsedd Kembre, dindan an anv Iann ab Gwillerm. E 1900 e voe anvet drouiz-meur pa voe savet Goursez Breizh-vihan, ha gantañ e voe savet e statudoù hag e lidoù.
Ne voe ket evit bezañ e penn an emvodoù kentañ, hag eo e Brignogan, e 1903, e kasas un emvod en-dro evit ar wech kentañ, hag ar wech diwezhañ. E-doug un abadenn spiritourez e voe gounezet gant ar soñj e oa bet fiziet ennañ ur garg dreist-ordinal. Kemer a reas hiviziken an anv Lemenik hag e tilezas e garg er C’hoursez e 1904, evit prientiñ en e «retred barzhek», un addonedigezh a veze soñjet gantañ e vefe bet e silvidigezh. E darempred tost e chomas memestra gant an hini a zeuas war e lerc’h, Yves Berthou-Kaledvoulc’h. D ‘an 22 a viz Meurzh 1909 e voe skoet gant un taol-kalon a viras outañ dont en-dro.
Troet gant Sten Charbonneau