An nevez-drouizelezh Breizh

Aozer : Philippe Le Stum / Kerzu 2016
Er bed a-bezh e kaver bremañ luskad an nevez-drouizelezh, pa oa bet ganet e Breizh-Veur en XVIIIvet kantved. Deuet da heul an nevez-drouizelezh kembreat ez eo erru an nevez-drouizelezh e Breizh e penn-kentañ an XXvet kantved, en ur gemer ur perzh bras-tre e lañs an emsav. Daoust ma chom didrouz a-walc'h war an dachenn foran, ez eo ur vouezh dezhi he unan e bed an identelezh geltiek a-vremañ.

An orin kembreat

Ar romanekadur hag ar gristenidigezh eo o deus kaset an drouizelezh da get e bro-C'halia koulz hag en Enez Vreizh. A-drugarez ma oa bet treuz-skrivet, er Grennamzer, mojennoù hengounel bro-Iwerzhon ha bro-Gembre, e oa bet miret outo da vezañ ankounac'haet da viken. Nac'hañ a ra koulskoude arbennigourien ar sevenadur keltiek e vefe eus an nevez-drouizelezh - ul luskad deuet war an diwezhat en XVIIvet kantved- un adsav eus an drouizelezh istorel.

Evit gwir e teu tamm-pe-damm holl skourroù liesseurt an nevez-drouizelezh diwar Gorsedd Beirdd Ynys Brysain – Goursez – pe Bodadeg – Barzhed Enez Vreizh, bet savet e 1792 gant Edward Williams, Iolo Morgannwg diouzh e anv barzh (1747-1846). Gantañ e voe kemmesket skridoù apokrifel gant e skridoù lennegel ha barzhonegoù dezhañ, met savet e voe ivez gantañ reolennadur diabarzh ha lidoù e aozadur. Met n’eo ket dav lakaat war gont an nevez-drouizelezh ur reizhegezh istorel war veur a vil bloaz, evel ma vez graet a-wechoù, evit  priziañ e dalvoudegezh hag e zellidoù. Trawalc’h eo sellet outañ evel ul luskad filozofek, lennegel hag ideologel a-vremañ, prederiet gant an ezhomm da virout hêrezh prizius broioù, o yezhoù da skouer; alese e c’heller priziañ ar perzh en deus kemeret evit kadarnaat, difenn ha kas war-raok an danvez lennegel ha barzhoniel, hag an identelezh sevenadurel geltiek, e Kembre da gentañ, e Breizh goude-se.

Kentañ emgavioù gant ar vretoned

Nevez-drouizelezh ar Gorsedd a bakas ur plas ledan e metoù an intelektualed hag ar bolitikerien, ha betek ar veleien e Kembre, pa dapas nevez-drouizelezh ar c’horsedd ur renk a-zoare e azginivelezh broadel ha yezhoniel kembreat, diskouezet splann gant lañs an eisteddfodau, gouelioù sonerezh ha barzhoniezh deuet mat gant an dud hag a rae berzh bras.

Kentañ emgav etre keltiegourien Breizh hag izili ar Goursez a voe e-doug eisteddfod Aberganenny e miz Here 1838. Pemp anezho a voe eno, en o zouez Hersart Kervarker, (1815-1895), a oa tost da embann ar Barzaz Breiz. Pedet e voe, hervez lid ar Gorsedd, da zont tre er c'helc'h mein, hag eno e voe roet an titl a Varzh, evit ar wech kentañ ma voe roet d'ur Breizhat, dindan an anv a Varz Nizon.

Ganedigezh Goursez Breizh

Eisteddfod Kerdiz e 1899. Ar brosesion war-zu kelc’h ar c’horsedd. Kartenn-bost a vro-Gembre. An arc’hdrouiz Hwfa Môn eo an trede den adalek an tu-kleiz. Tro-kein, gant e zilhad giz Breizh, Fransez Jaffrennou. Kreizenn an Enklaskoù Breizhek ha Keltiek -SBI-Brest, Font Yves Berthou.

N'eo nemet e 1899 ma voe kaset ar bazenn da heul, pa voe esporzhiet an nevez drouizelezh eus a Gembre da Vreizh. Pedet e voe bet gant kuzul an eisteddfod un ugent bennak a Vretoned d’e vreujoù e Kerdiz. O paouez sevel an unvaniezh rannvroelour Kevredigez Broadus Breiz e Montroulez, e miz Eost 1898. Eno e oa skrivagnerien evel Anatol ar Bras ha Charlez ar Govig, ar barzh ha kelaouenner Fransez Jaffrennou, ar yezhoniour Fransez Vallée, an arzvarnour Yann ar Fusteg. Bamet e voent holl o welet gant peseurt ton e voe lidet an eisteddfod, hag ar plas tapet gant ar C’horsedd ennañ, pa voent degemeret ganto. Lod eus ar Vretoned-se, en o zouez ar Govig, Jafrennou ha Vallée, a zivizas raktal reiñ d’ar rannvroelouriezh o c’henel e Breizh, ur framm nevez­varzhel breizhek.

An arc’hdrouiz Hwfa Môn (Rowland Williams, 1823-1905) diwar ur gartenn-bost a vro-Gembre, tro 1890-1900. Kreizenn an Enklaskoù Breizhek ha Keltiek -SBI-Brest.

Ha d’ar c’hentañ a viz Gwengolo 1900 e voe bodet e Gwengamp kentañ Goursez Barzed Gourenez Breiz-Vihan, renet gant ar c’hentañ Drouiz-meur), Yann ar Fusteg.

Yann ar Fusteg (Iann Ab Gwillerm) o kas en-dro ar c’hentañ lid publik e Goursez Breizh Brignogan, d’an 10 a viz Gwengolo 1903. Kartenn-bost. Kreizenn an Enklaskoù Breizhek ha Keltiek -SBI-Brest, Font Yves Berthou.

Raktal e voe lakaet ar c’hentañ kevredigezh nevez-drouizel e Breizh dindan paeroniezh arc’hdrouiz Gorsedd Kembre, da heul al luskad bet loc’het gant Iolo Morgannwg.  Hiviziken, hag er prantad etre an daou vrezel, e voe ar C’hoursez ul lodenn a-bouez en emsav e Breizh ha penn a-raok an darempredoù etrekeltiek. En e benn o voe tro-ha tro, warlerc’h ar Fustek-Lemenik, Yves Berthou-Kaledvoulc’h (adalek 1904), ha goude-se, (etre 1933 ha 1956), Jaffrennou-Taldir  hag a roas ton d’an emvodoù nevezdrouizel foran (goursez digor), gant pompadoù damheñvel ouzh re an eisteddfodau e Kembre. 

 

Adalek 1945 betek an deiz hiriv

Nebeutoc’h a drouz tro-dro d’an emvodoù war-lerc’h an Eil Brezel Bed, pa zeuas war-c’horre un hentad filiozofel nevez-pagan. Gant an emdroadur-se e teuas war-wel disrannoù hag a roas bod da c’hevredigezhioù ezoterek a-walc’h, ar Gredenn Geltiek da skouer, adalek 1936, ha Kenvreuriezh Prederouriel an Drouized e 1975. Ar C’hoursez a voe renet tro-ha-tro gant an drouized meur Pierre Loisel (Eostig Sarzhaw, etre 1956 ha 1978), Gwenc’hlan ar Skouezeg (adalek 1980 ha betek e varv e 2008) ha Per Vari Kerloc’h. «Breudeuriezh Drouized, Barzhed hag Ovizion Breizh» eo e anv klok an deiz a-hiriv.


Lid Goursez Hañveg d'an 18 a viz Gouere 1999, dindan renerez an Drouiz-meur Gwenc’hlan. Lidet e voe neuze kantved deiz-ha-bloaz ganedigezh Goursez Vreizh. Luc'hskeudenn gant Philippe Le Stum.

 

Troet gant Sten Charbonneau

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Philippe Le Stum, « An nevez-drouizelezh Breizh », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 13/12/2016.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/an-nevez-drouizelezh-breizh

LEVRLENNADUR

  • Jigourel Thierry, Les Druides : modernité d’une tradition millénaire, Rennes, Coop-Breizh, 2002.
  • Le Scouézec Gwench’lan, Les Druides, Brasparts, Beltan, 2001, trois volumes.
  • Le Stum Philippe, Le Néo-druidisme en Bretagne. Origine, naissance et développement, Rennes, Ouest-France, coll. « De mémoire d’homme », 1998.
  • Raoult Michel, Les Druides, les sociétés initiatiques celtiques contemporaines, Monaco, éditions du Rocher, 1992.

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù