Yann Chouan

Aozer : Anne Rolland-Boulestrau / Du 2016

Enebiñ a ra an dud diwar ar maez adalek 1792 ouzh galvadeg ar soudarded a youl vat, a zeuio da vezañ galvadeg an 300 000 soudard ur bloaz war-lerc’h. Feulsoc’h feulsañ e teu da vezañ an darvoudoù en-dro da gCraon, Château-Gontier ha Laval. Hervez Roger Dupuy e teu war wel ar ger « chouan » e miz Here 1793 en Il-ha-Gwilen. Ar ger-se a implijed d’ar c’houlz-se evit komz eus ur vandennad emsavidi a « bemzek forbann eus Vande vihan, renet gant ar vreudeur Chouan » (dielloù departamant Il-ha-Gwilen). E gwirionez ez eus kaoz aze eus ar pevar breur Cottereau eus Saint-Ouen-les-Toits, a-orin eus ur familh merourien bihan er Mayenne. Anavezet ’oant evel falsholenerien a-raok an Dispac’h ha d’ar c’houlz-se o devoa gounezet un tamm skiant-prenet war ar brezeliñ. En o zouez e oa Yann Chouan, ar penn-bras, e benngarter a oa e koad Misedon.

Ar ger « chouan » a zegas da soñj e trouz ar penn-kazh o tasseniñ en noz, evel ar stourmerien a gav gwelloc’h tagañ e-pad an noz evit sourpren o enebourien. Tamm-ha-tamm e vez implijet ar ger « chouanerezh » evit ar guerrilla e norzh al Liger, a zeu da heul brezel Vande adalek an nevezamzer 1794. Ar chouanerezh kentañ-se zo lec’hiet en-dro da goadeier ar Mayenne, Il-ha-Gwilen ha kornôg ar Sarthe. Gant taolioù-strap ha drouklazhadegoù e spontont ar batrioted chomet er vro.

Evel evit stourmerien ar Vande ez echu fall an traoù ivez evit an darn vrasañ eus ar chouaned. Lazhet eo holl izili ar familh Cottereau da skouer : tapet eo Yann Chouan en ur pech e miz Gouere 1794, dibennet unan eus e vreudeur, gloazet unan all d’ar marv, fuzuilhet div eus e c’hoarezed evel spierezed, pa’z eo bet lazhet e vamm er Mans, e-pad brezeliadenn Gwalarn.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Anne Rolland-Boulestrau, « Yann Chouan », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 14/11/2016.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/yann-chouan