E Pleuvihan (Aodoù an Arvor) e vo ganet Berthou, d’an 4 a viz Gwengolo 1861.Heuliañ a reas ur stummadur teknikel evit bout mekaniker er Verdeadurezh, tresour en Havr Nevez hag is-ijinour e saverezh-bigi Rochefort. Perzh a gemeras en ur c’helc’hiad lennegel eus Rochefort hag e embannas e zastumad skridoù kentañ (Cœur breton, 1892 ; La Lande fleurie, 1894...). En Havr Nevez e savas ur gelaouenn viziek lennegel gatolik, La Trêve-Dieu (1896-1897), enni pezhioù skrivagnerien a galite (Frederig ar Gwiader, Georges Rodenbach, Francis Jammes, Paul Fort, Léon Bloy...). Redioù e labour a gaso anezhañ da vont da Bariz goude-se. Anaoudegezh a reas gant barzhonegoù Frañsez Jaffrennou, ha mignon e voe gant ar Fusteg. Kement-se a levezonas anezhañ betek ma voe kendrec’het d’en em ouestlañ d’an emsav. E-tal da Fusteg ha Jaffrennou e savas neuze Goursez Breizh (1900), dindan an anv Alc’houeder Treger. Ren a reas Ti Kaniri Breiz, ur gevredigezh a vruderezh rannvroel ha yezhoniel dre ar c’han. E 1902 ec’h embannas un dastumad barzhonegoù enebet meurbet ouzh bro-C’hall, Dre an delen hag c’horn-boud .
Dilennet e voe drouiz-meur e plas ar Fusteg (1904), ha Kaledvoulc’h, anv kleze Arzhur, a voe an anv barzh dibabet gantañ. Kas a reas en-dro emvodoù ar C’hoursez, e-keit ma kemere perzh a-dost e meur a lodenn eus an emsav, dre ma genlaboure gant ar c’helaouennoù rannvroelour paneveken.
E 1917 ez eas war e leve e Pleuvihan, met eno e vevas en dienez, ha rediet e voe da werzhañ betek e arrebeuri, e levraoueg, e di. Gant ar riv e varvas d’ar 27 a viz Genver 1933.
Troet gant Sten Charbonneau