1964 : Ar c’hlas-mor kentañ

Aozer : Malo Camus-Le Pape / Ebrel 2021

E miz mae 1964, e vevas skolidi CM2 skol paotred Lanredeg, div sizhunvezh dibar : ar c’hlas-mor kentañ an hini oa. Pa c’houlenner digant e aozourien petra a oa bet pennkaoz d’an ijinadenn-se e tisklêriont o devoa roet fed ne oa ket anavezet ar mor gant ur c’halz a Vrestiz vihan.

Eus familhoù dister e teue al lod brasañ eus ar 24 faotr a oa eno. E barakennoù savet e fin ar brezel e veve c’hoazh nav dioute. Ur bed dianav e oa eus ar mor evite, hag ar skol ul lec’h ennañ reolennoù ken estren all.

Oc’h adframmañ ar c’hlas en un endro nevez e voe lakaet un troc’h splann war-wel. Evit ar skolaer da chom mestr war e glasad, e veze sikouret gant studierien gante un testeni war o barregezh d’ober war-dro krennarded. Darempredoù nevez an hini a save neuze etre ar skolidi hag o mestr, o rannañ prantadoù pemdeziek en-dro d’ar c’heginañ, d’ar skaotañ listri ha war an dour, en tu all da darempredoù strizh ar c’helenn hag an deskiñ en ur sal-skol kloz-mat. Evel m’en tisplege Daniel, ur c’hrennard anezhañ : «  Da 7 eur hanter diouzh ar beure e teu ar mestr d’hon dihuniñ o kanañ ».

Ne oa ket reoliek an implij-amzer pemdeziek en tu all da prantadoù pennañ an devezh : skol diouzh ar beure, merenn a-stroll da greisteiz, bageal goude-merenn, c’hoarioù pe lennadeg d’an abardaez, nemet hag ur gantreadenn bennak a vije : da abati Landeveneg, da Ragenez Kraozon pe d’ur park sevel-istri.

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité