22-29 a viz Kerzu 1720 : emañ Roazhon o tangwallañ

Aozer : Gauthier Aubert / Mezheven 2023
« Un dizeur hep par en Europa » : setu penaos e komz an istorour David Garrioch, arbennikaet war an tanioù-gwall er c'hêrioù ragindustriel, diwar-benn ar gwalleur bet c'hoarvezet e Roazhon etre an 22 hag an 29 a viz Kerzu 1720. N'eus nemet embann un nebeud sifroù : distrujet en deus an tan 8 hektar diwar 45 a rae ar gêr gloz, da lavaret eo tost da 1000 ti. Tro-dro da 10 000 den (war-dro 20-25 % eus ar boblañs) a zo bet devet o zi. A-du-arall, n'eus ket bet lazhet den ebet pe dost, abalamour d'an tan bezañ goustadik a-walc'h.

Meur a abeg d'an tan

Krog eo an traoù e ti ur munuzer, da noz, etre an 22 hag an 23 a viz Kerzu, met ne ouzer ket mat petra en deus c'hwezet an tan-gwall. Ar pezh a ranker gouzout, avat, n'eo ket perak en deus kroget an tan - ken kustum ma oa - met perak eo deuet da vezañ ken bras. Hervez doare ez eus bet meur a abeg :

  • n’eo ket ken aketus na dibres an dud eget da gustum, rak ar Sul a zo, ha kalz a dud, e-touez ar bobl dreist-holl, a zo en ostalerioù oc'h evañ ;

  • ar skamp en deus kaset an amezeien da saveteiñ o madoù da gentañ, hag o faperioù peurgetket, pa vez anv eus ar saeioù du hag ar berc'henned vihan ;

  • n’ez eus na pomp na pomperien ha ne gred ket an dud e karg lakaat diskar tiez, rak spi en deus pep hini e vougfe an tan a-raok tizhout e zemeurañs ;

  • hervez ma kreder hiziv eo izel an dour er puñsoù, er feunteunioù hag er ster abalamour m’eo bet sec'h an nevezamzer ;

  • sec'h eo an amzer da vare ar gwalleur hag e-pad meur a zevezh en deus c'hwezhet un avel kreñv ha loariadek war ur gêr savet stank, gant koad peurgetket, ha leun he grignoloù a fagod.

Ar stourmerien

A-dammigoù e vez lakaet ar re gozh, ar maouezed, ar vugale hag un nebeud madoù er goudor, ha kregiñ a ra ar stourm. Emañ ar gilvizien hag an doerien war al linenn dan, evel atav. Didoañ a reont an tiez evit harzañ an tan, gant sikour soudarded a vo tamallet dezho war-lerc'h al laeroñsi niverus o deus graet war se. Aozet e vez chadennoù adalek ar puñsoù hag a-dreuz kouent an Aogustinezed zoken, o deus asantet e vefe treuzet o zi evit mont da gerc'hat dour ar Gwilen. Gant ar merour Feydeau de Brou, an eskob Turpin de Crissé de Sanzay hag un nebeud breujaouerien e vez aozet ar stourm amañ hag ahont. Met ouzhpenn aozañ a reont : gwelet eo bet an eskob, da skouer, o kalonekaat ar vicherourien hag o lakaat degas boued dezho, met o tougen sailhadoù dour ivez. Lod eus an nobled a c'halv o feizanted, a zered neuze eus ar maezioù. Gant lod all e vez lakaet diskar tiez, gant o arc'hant dezho hag hep goulenn an aotre. E mod-se e savetaont ur straed, ur c'harter, hag o demeurañs dezho ivez. N'eo ket seizhdaleetoc'h ar maouezed : seurezed ar C'halvar a gas ar stourm war-raok dirak o zi, ha pellikoc'h e servij un denjentilez, Ropperts hec'h anv, chistr d'ar stourmerien evit terriñ o sec'hed.

An emgann

Penaos harzañ seurt tan-gwall ? War-zu an hanternoz hag ar reter e vez kaset ar flammoù gant an avel ha d'ar 25, devezh an Nedeleg, int degouezhet dirak ar Breujoù. Flammijennoù a strink pell a-dreñv d'al linenn-dan : e toull ar straed anvet Sant-Maloù bremañ ez eus bet lazhet lod, a-hervez. Diskar pe didoañ tiez a reer ken pell hag ar pontoù annezet a gas da draoñ-kêr. D'ar 27 eo harzet araokaat an tan. A-drugarez d'an diskaroù bet graet gant dale eo, pe a-drugarez d'ar glav ? Rak glav a ra a-benn ar fin, hag ardevel a ra an avel. Deuet eo ar glav a-berzh Doue, a soñj da galz a dud d'an ampoent. Hervez annezidi karterioù an hanternoz he defe erbedet Itron-Varia ar C'heloù Mat evito dirak he Mab. Hervez Frañsezidi plasenn ar Palez e vefe kroaz o bered kozh he defe harzet an tan. Evelkent, n'ez a ket ken an tan-gwall war-raok. Etre an 29 hag an 30 e konter eo trec'h an dud war an tan. Er goueled eo chomet an tan a-sav e-kichen an iliz-veur hag er reter e-tal ar Breujoù hag iliz Sant-Jermen, daou garter ma kaver kouentoù enno ha dreist-holl ostelioù prevez bras o niver. E topografiezh ar gêr eo stankoc'h ar mogerioù mein, niverusoc'h al liorzhoù ha n'int ket ken strizh ar porzhioù. Setu pezh a zispleg ivez e vefe chomet an tan a-sav lec'h m'edo o chom muioc'h a dud levezonus a c'helle paeañ micherourien evit diskar tiez o amezeien.

Tres Roazhon a-raok tan-gwall bras 1720 bet savet gant Paul Banéat (1856 - 1942). Al lizherenn "A" a verk al lec'h m'eo kroget an tan ennañ. Mirdi Breizh : 2018.0000.1473.

D'an devezh war-lerc'h

Ne weler neuze nemet bernioù ludu, mein ha treustoù devet, hag en o mesk mogerennoù distabil, ouzhpenn tiez distank bet arboellet dre vurzhud. Gwir eo bet devet kreiz ar gêr, met gwir eo ivez n'eo ket hir roll ar monumantoù distrujet : ar befrez a oa ken tomm kalon ar Roazhoniz outañ, chapel ar verserien hag ul lodenn eus an iliz Sant-Salver, ouzhpenn un nebeud ostelioù prevez, setu ar savadurioù heverk nemeto bet devet. Kollet ez eus bet tiez koad heñvel ouzh ar re chomet en o sav e marzioù ar c'harterioù devet dreist-holl.

 

Troet diwar ar galleg gant Lena Catalan Marcos

 

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Gauthier Aubert, « 22-29 a viz Kerzu 1720 : emañ Roazhon o tangwallañ », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 6/06/2023.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/22-29-a-viz-kerzu-1720-eman-roazhon-o-tangwallan

LEVRLENNADUR :

  • Aubert Gauthier, Provost Georges (dir.), Rennes, 1720. L’incendie, Rennes, PUR, 2020 (avec en particulier deux contributions de David Garrioch sur l’incendie proprement dit).
  • Charil de Villanfray Michel, Reconstitution de la propriété urbaine après l’incendie de Rennes en 1720, Rennes, Presse de Bretagne, 1923.
  • Fillaut Raymond (dir.), Rennes, des combattants du feu aux techniciens du risque, Rennes, Amicale des sapeurs-pompiers de Rennes, 1999.
  • Le Boulch Matthieu, Rennes, fabrique et formes de la ville, 1420-1720, thèse de doctorat d’histoire, sous la direction de G. Aubert et P.-Y. Laffont, Université Rennes 2, 2020.
  • Leloup Daniel, Rennes. Une capitale en pan-de-bois, Morlaix, Skol Vreizh, 2017.
  • Nières Claude, La reconstruction d’une ville au XVIIIe siècle. Rennes 1720-1760. Rennes, Université de Haute-Bretagne, Institut armoricain de recherches historiques, vol. 13, 1972.
  • Rioult Jean-Jacques, « Hôtel de ville [de Rennes] » et « Demeures [de Rennes] », in Pérouse de Montclos Jean-Marie (dir.), Bretagne : dictionnaire/guide du patrimoine, Paris Monum-Éditions du patrimoine, 2002, p. 402, 407-409.
  • Richer Antoine, Le Grand Incendie. L’incendie de Rennes de 1720, mémoire de master 1 sous la direction de Aubert Gauthier, Université Rennes 2, 2018.

WEB-LENNADUR :

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù