818 ha reizhenn sant Benead

Aozer : Gael Briand / Gwengolo 2022

818 zo ur bloavezh a-bouez e-keñver an istor relijiel, ur wir drogorn evit buhez ar venec’h e Breizh. Ur wezh trec’het Morvan e teu abati Landevenneg da heuliañ reizhenn sant Benead, pa heuilhe betek neuze ar reizhenn skotek. Un diplom sinet gant dorn an impalaer Loeiz an Deol « a ro urzh » d’an abad Matmonok da zegemer reizhenn sant Benead. Ur mod eo evit ar c’hristen kredus-se a impalaer da unvaniñ e impalaerezh : relijion ha politikerezh a oa liammet a-dost evit Karolingiz. Aet e oa an abad da gaout an impalaer nebeudik a-raok e emgann a-enep ar roue Morvan, sed e oa bet sur a-walc’h al leaned o c’houlenn gantañ aesaat dezho o doktrin, hervez an istorour Erwan Chartier. O koll tachenn e oa reizhenn Iwerzhon d’ar mare-se, rak ouzhpenn ar mod da douzañ o blev pe da chikaniñ diwar-benn deiziadoù a oa en afer : kalz-kalz a veze goulennet ouzh he diskibien gant ar reizhenn-se !

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Gael Briand, « 818 ha reizhenn sant Benead », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 8/09/2022.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/818-ha-reizhenn-sant-benead

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité