Etrevroadel eo brud ar skritellour Alain Le Quernec, a vez o chom hag o labourat e Breizh, e Kemper. A-hed e vuhez micherel en deus labouret evit brudañ ur c’hraferezh a laz foran.
Goude e studi evit dont da vezañ kelenner war an arzoù plastek ha bezañ bet kelenner e-pad 6 vloaz, en doa bet ur yalc’had evit mont d’ober ur bloavezh studi, hag heuliañ kentelioù Henryk Tomaszewski e Akademiezh arzoù-kaer Varsovia, pezh a voe digarez evitañ da dapout skiant-prenet a-bouez. Pa zistroas e 1972 en em stalias e Breizh. Labourat a reas neuze evit strolladoù politikel hag ensavadurioù sevenadurel. Kenlabourat a reas kalzig da skouer gant ar strollad sokialour a oa e karg aferioù Penn-ar-Bed da neuze, gant Loeiz ar Peñseg, ha gant kannad ha maer Kemper da neuze, Bernard Poignant. M’eo merket e oberenn war an dachenn e Breizh e ranker lâret en deus pledet ivez gant sujedoù politikel, broadel hag etrevroadel : e-touez ar re vrudetañ e kaver ar skritell evit ar PSU gant Becassine oc’h embann al lugan «Didizout er gêr» (1981) pe an hini evit Amnesty International.
Ur gwir vengleuz eo e skritelloù evit ar semiologourien a-drugarez d’e c’hoarioù niverus war ar sinoù hag an arouezioù. Fent a vez enno forzh pegement, goapaerezh skañv a ro da gompren ez eo ar grafour un den leun a nerzh-spered ha dibleg.
Abaoe 1990 ez eo ezel eus an Aliañ Grafek Etrevroadel (AGE), ha perzh en deus kemeret e meur a zarvoud etrevroadel war ar c'hraferez, dre m’eo prezegenner, animatour atalieroù pe ezel ar juri. Ken entanet eo gant e vicher ma nac’h ma vefe graet «arzour» anezhañ, goulenn a ra groñs e vefe anavezet evel skritellour, ha pik echu !