Alfred Beau

Morlaix 1829 – Quimper 1907
Aozer : Bernard Verlingue / C’hwevrer 2017

War-dro 1873 e teuas Alfred Beau d’en em staliañ e Kemper. Ne ouier ket c’hoazh re vat petra oa kaoz d’e zonedigezh. Mont a reas e darempred gant an Ao. Fougeray, rener Feilhañserezh an Ti Meur ha sevel a reas meur a bezh eno. Pa oa bet nac’het outañ sinañ e oberennoù ez eas da glask fred e stal an intañvez Porquier a zegemeras anezhañ.

Disheñvel-mat e oa an teknik klinkañ a rae Beau gantañ, hañval awalc’h ouzh an dourlivadur, diouzh an hini a oa diouzh ar c’hiz e Kemper. Reiñ a ra kement-mañ da soñjal e oa bet prenet skiant gantañ c’hoazh. E 1872 en doa diskouezet e Sant-Brieg un daolenn dek livadenn war feilhañs. P’o c’heñverier gant an oberennoù bet savet e 1861 gant ar priajour Michel Bouquet e komprener gwelloc’h pelec’h e oa bet o klask ar skiant-se..

E 1876 e rae rentañ-kont diskouezadeg Kemper menneg eus klinkadur giz Japan ar rumm listri o louzaouennoù, bet krouet gant paotr Montroulez.

Koulz ha mestr-arzour eo bet Alfred Beau el labouradeg Porquier. Ouzhpenn krouiñ patromoù e soursie hennezh eus stummadur an implijidi, kement ha bezañ sur e vije kaset e raktresoù da vad. Diazezet mat e oa e labour war dielloù. Ar vuhez pemdeziek e Bro-Gerne a oa diazez pennañ e savadennoù, ha goût a ouie ober e vad eus e varregezh war al luc’hskeudenniñ. Aezet e  oa dezhañ, gant un ardinvik brasaat al luc’hskeudennoù, degas skeudenn un arvest da vent ur pezh ha da zoujañ strizh ouzh ar c’henfeur.

Gant donedigezh an hent-houarn e Kemper e 1863 e reas e glinkadennoù berzh e-touez an douristed pa roe dezhe, en ur serten mod, d’ober anaoudegezh gant Breizh.

Mont a reas Alfred Beau d’an Anaon d’an 11 a viz C’hwevrer 1907. Da viken e chomo e levezon war feilhañserezh Kemper, p’en doa digoret an hent d’an arzourien niverus a labouro er stalioù-se a-hed an XXvet kantved.

Plaque à décor d’une scène bretonne, pièce unique réalisée par Alfred Beau - Collection Musée de la Faïence Quimper, cliché Gilles Kervella

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù