Alphonse Arzel (1927-2014)

Aozer : Tudi Kernalegenn / Mezheven 2020

Alphonse Arzel, labourer-douar bet stummet er JAC (Yaouankizoù labourerien-douar kristen), a zo bet anvet da vaer Gwitalmeze e 1961. Maer eo bet e-pad daou-ugent vloaz. Bez eo ivez kuzulier-meur kanton Gwitalmeze eus 1967 da 1985, senedour Penn-ar-Bed eus 1980 da 1998 ha prezidant kevredigezh maered Penn-ar-Bed eus 1983 da 2001. E 1974, e voe anvet da brezidant Kambr labour-douar Penn-ar-Bed. Ekologour a-raok ar c'houlz, e labouras evit gwareziñ aodoù e gumun, dreist-holl tevinier Treompan.

Kumun Gwitalmeze a voe an hini skoet ar muiañ gant lanv du an Amoco Cadiz. Alphonse Arzel a voe an hini kentañ war ar barr evit merañ ar gwallreuz, met ivez evit goulenn digoll. A-drugarez d'e stourm a-enep da Standard Oil of Indiana, ar gompagnunezh perc'henn war an Amodo Cadiz, e teuas da vezañ unan eus tud vrudet Breizh. Ur skeudenn vreizhat eus emgann David a-enep Goliath. Un haroz er mediaoù e oa ha n'heller ket ankounac'haet e lañchenn, e daol-mouezh hag e neuz.

Gant Charles Josselin, prezidant kuzul-meur Aodoù-an-Hanternoz, e krouas e 1980 Sindikad kemmesk gwareziñ ha mirelezh aodoù Gwalarn Breizh. Dont a reas da vezañ prezidant hag e viras ar garg-se betek 2001, n'en deus ket bet diegi da dreuziñ an Atlantel meur a wech – pevarzek gwech e-doug pevarzek bloaz- evit kas da benn an teuliadoù ha heuilh ar prosez. E startijenn hag e youl, e varregezh da vont hebiou an disrannoù a zo bet a bouez bras evit ren ar stourm betek ar varnedigezh ziwezhañ e 1992.

 

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Tudi Kernalegenn, « Alphonse Arzel (1927-2014) », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 25/06/2020.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/alphonse-arzel-1927-2014

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité