An 50 ostaj eus Naoned ha Kastell-Briant (22 a viz Here 1941)

Aozer : Christian Bougeard / Gouere 2020
Kement ha distaoliañ marv ar beskoronal Karl Holtz, Feldkommandant Naoned, d’an 20 a viz Here 1941, e voe lazhet 50 ostaj (48 anezhe a-benn ar fin) gant an Alamaned. From a savas dre ar vro, evel ne oa ket bet c’hoazh, pa oa eus ar muntr-se kentañ lazhadeg a-vras e Bro-Frañs aloubet.

Ar  Strollad komunour o stagañ gant ar stourm armet

Da heul aboubidigezh an Unvaniezh Soviedel gant armeoù Hitler d’an 22 a viz Even 1941 e tivizas ar PCF kemer perzh da vat er Rezistañs o kregiñ e-barzh an armoù, kement ha boulc’hañ « un eil talbenn er C’hornôg » hervez urzhioù Stalin. E-tro Pariz an hini e voe skoet ofisourien alaman gant taolioù kentañ ar Rezistañs e-pad an hañv. E kreiz miz Here e voe kaset tri zriad emsaverien yaouank eus Bagadoù Yaouankiz an OS (Aozadur a-Ratozh) da Rouen, Naoned ha Bourdel, dezhe da lazhañ ofisourien alaman, anez d’ar gamaladed a roe bod dezhe goût pehini oa o c’hefridi. Spartaco Guisco (30 vloaz) bet er brigadoù etrebroadel, Gilbert Brustlein (22 vloaz) ha Gilbert Bourdarias (17 vloaz) a voe kaset da Naoned.

D’an 20 a viz Here, da 7h45 diouzh ar beure, pa oant war-nes ober kazeg (koulz ha re Rouen) ha prest da vont war o c’hiz da Bariz goude bezañ tarvet ul linenn-houarn, e remerkas Guisco ha Brustlein daou ofisour alaman e straed ar Roue Albert, damdost da iliz-veur an Naoned. Lazhañ a reas Bruslein Karl Holtz, anez goût dezhañ e oa hennezh Feldkomandant departamant al Liger-Izel. Ar c’habiten Sieger avat a dapas skampañ kuit dre ma oa chomet sac’het e arm gant Guisco. An ofisour uhelañ bet lazhet e Frañs abaoe an arsav-brezel e oa Holtz. Respont a reas Hitler o lakaat e pleustr dekred Keitel ar 16 a viz Gwengolo 1941 ha kod an ostajidi savet gant ar Wehrmacht an 28 a viz Gwengolo : fuzuilhet e vo etre 50 ha 100 ostaj, brudet evit bezañ kumunourien pe rezistanted anezhe, seul wech ma  vo bet lazhet ur soudard alaman.

Region00404 « Obidoù ar beskoronal Holtz e Naoned » © INA.

An 48 ostaj eus Naoned ha Kastell-Briant

Diouzhtu e voe taolet poliserien alaman ha gall (Polis al lezioù-barn, Bagadoù a-ratozh Prefeti polis Pariz) war roudoù ar rezistanted yaouank. Buan e voent anavezet ha p’o devoa tapet kuitaat Naoned. E-tro Pariz e voent harzet, war-bouez Gilbert Brustlein. Hitler avat, kement ha reiñ d’an holl da c’hoût pehini oa e youl ha terriñ kement c’hoant da sevel a-enep dezhañ en-dro, a roas urzh d’ar jeneral Otto von Stülpnagel, rener melestradurezh an armeoù e Bro Frañs, da lakaat fuzuilhañ 100 ostaj. Krennet e voe an niver-se da 48 avat rak un harz didermen a voe lakaet d’an eil fuzuilhadeg d’ar 27 a viz Here, diwar goulenn ministred Vichy (Darlan, Pucheu). Ar marichal Pétain, evitañ da vezañ bet kinniget en em lakaat da ostaj e-unan, ne oa ket aet pelloc’h evit e gomzoù avat. D’an 22 a viz Here e voe fuzuilhet c’hwezek ostaj e kamp-tennañ ar Bêle e Carquefou, e-kichen Naoned, pemp all er Mont-Valérien e Suresnes ha seizh all warn-ugent c’hoazh e mengleuz ar Sablière e Kastell-Briant.

1752-600x500.jpg. « Enoret eo pep hini eus 27 ostaj Kastell-Briant gant ur maen en e sav. Maengleuz ar re fuzuilhet » © Bro-Kastell-Briant

Dibabet e oa bet ostajidi Kastell-Briant e-touez ar brizonidi bolitikel serret e kamp Choisel abaoe nevez-hañv 1941. Sternidi ar Strollad komunour e oant-tout pe dost, bet harzet e-tro Pariz en diskar-amzer 1940 war-zigarez e vezent o kas propaganda. Dilennidi, sindikalourien ar CGT hag emsaverien evel Guy Môquet (17 vloaz hanter), mab un depute-bet a oa bet toullbac’het c’hoazh gant gouarnamant Vichy. E-touez ar verzherien e oa Pêr Gwegen ivez, maer ha kuzulier-meur Konkerne, bet torret e garg ha bet kac’haret gant Vichy, ha pa oa bet skarzhet eus ar Strollad goude bezañ dislavaret Emglev Alamagn-Unvaniezh Soviedel 1939. Gantañ e oa ivez e gamalad trotskour, ar skolaer Marc Bourc’hiz.

E-touez an 21 a ostajidi eus Naoned, a oa toullbac’het c’hoazh evit bezañ perzh eus ar Rezistañs, e oa koulz pennoù-bras kêr an Naoned, izili unan eus rouedadoù kentañ an titoura hag an divroañ, hini Marcel Hévin a voe fuzuilhet er Mont-Valérien (harzet goude bezañ bet trubardet e miz Ebrel 1941), ha rezistanted yaouank. Asambles gante e oa pemp brezelour-bet, izili ur C’huzul skoazell e Naoned, o doa sikouret prizonidi brezel da skampañ kuit, hag a oa bet harzet e miz Genver 1941. En o zouez e oa Léon Jost, prezidant ar c’huzul-se ha rener an embregerezh Lu, an avokad sokialour Alexandre Fourny, eilvaer ha kuzulier meur, hag Auguste Bouvron. Pevar rezistant katolik yaouank a oa gante ivez, Michel Dabat en o zouez, en doa savet an triliv a-us da iliz-veur an Naoned diouzh an noz etre an 10 hag an 11 a viz Du 1941. Dindan 21 bloaz e oa nav eus an 21 a Naonediz-se.

Ersavioù a-vras

Ken bras e voe ar sebez hag ar brouez a savas dre-holl er vro pa voe brudet fuzuilhadeg an ostajidi ken ne gredas ket ar PCF embann an taol kaer-se war e gont e-pad mizioù. E-pad pell amzer eta e redas e Naoned brud kozh kontoù etre an Alamaned o-unan pe hini ur gwalldaol gant ar Gestapo a-enep da Holtz. Un troc’h avat a voe freget gant ar fromm bras savet diwar an darvoud-se, etre ar boblañs ha renad Vichy pa veizas ur c’halz eus an dud ne oa gwarezet den ebet e mod ebet diouzh taolioù kriz an Alamaned gant politikerezh kenlabour ar Stad hag azpedennoù Pétain digant an alouberien. Pelloc’h c’hoazh e paeo ker Pierre Pucheu, ministr an diabarzh d’ar c’houlz-se, evit bezañ lakaet kemm roll kentañ an ostajidi, re a vrezelourien-bet ennañ d’e veno, da lakaat komunourien en o flas. D’an 20 a viz Meurzh 1944 e voe fuzuilhet hennezh en Aljer e lec’h ma oa skampet kuit goude bezañ bet kondaonet d’ar marv. An arme alaman avat a veizas e oa c’hoari gant an ostajidi ur gontell ruz hag a droc’he eus an daou du.

77-600x500 « Neved Kastell-Briant » © Bro Kastell-Briant

E Londrez e savas ar Jeneral de Gaulle e vouezh dre ar BBC kerkent hag an 23 a viz Here. Ha pa anzave e oa reizh kregiñ e-barzh an armoù e c’houlennas ne vije ket lazhet Alamaned « evit c’hoazh » abalamour d’ar re ger ma oa ar priz da baeañ pa ne oa ket deuet koulz ar seurt taolioù-se a-benn neuze. Koulz ha dislavarout brezel kuzh ar PCF er c’hêrioù e oa kement-mañ. Kadarnaet e voe e soñj d’ar 24 a viz Here pa voe fuzuilhet 50 ostaj ouzhpenn e Bourdel da heul taol-kaer Pierre Rebière.

D’ar 25 e voe klevet Churchill ha Roosevelt d’o zro. D’an 31 a viz Here avat e c’houlennas de Gaulle digant ar Frañsizien ehaniñ gant o labour e-pad pemp munud da 4 eur d’abardaez, da enoriñ ar verzherien. Evel-se e teuas kêr Naoned, d’an 11 a viz Du, da vezañ an hini gentañ eus ar pemp kêr a Vro Frañs bet lakaet war renk Kompagnuned an Dizalc’herezh. E 1946 e teuas Enez Sun d’he heul. D’ar 14 a viz Genver 1945 e teuas de Gaulle e Naoned da reiñ Kroaz an Dizalc’herezh d’ar maer sokialour, Clovis Constant. Da vare ar brezel yen e teuas eñvor an « 50 ostaj » da vezañ poanius ha bilimus pa glaskas ar PCF ober eus ar « 27 fuzuilhed a Gastell-Briant » un neved broadel, o kas ar verzherien all d’an ankounac’h, tre ma veze savet daou lid distag e Naoned, kazi enebet an eil ouzh egile.

 

Troet diwar ar galleg gant : Jean-Do Robin

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Christian Bougeard, « An 50 ostaj eus Naoned ha Kastell-Briant (22 a viz Here 1941) », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 28/07/2020.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/an-50-ostaj-eus-naoned-ha-kastell-briant-22-a-viz-here-1941

Levrlennadur :

Franck Liaigre, 22 octobre 1941. Le drame des 50 otages en 30 questions, La Crèche, Geste éditions, 2001.

Christian Bougeard, La Bretagne de l’Occupation à la Libération (1940-1945), Roazhon, PUR, 2014.

Obsèques à Nantes du lieutenant colonel Hotz - Ur film enlinenn dre lec’hienn an INA, e Ouest en Mémoire

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité

Dielloù e liamm war Bretania.bzh