Aet eo Pierre Quéméneur diwar-wel
Arc’hant kras o deus daspugnet Pierre Quéméneur ha Guillaume Seznec e-pad ar Brezel bras. An hini kentañ bet ganet en Trev Nevez en deus gwerzhet prenn d’an Amerikaned evit sevel kamp Pontanezen da dra ma rae e vleud egile all, paotr Ploudiern anezhañ, oc’h ober kouez evit an Amerikaned. An daou en em gav er bloavezhioù ugent war varc’had ar c’hoad e Penn ar Bed. Deuet zo dezhe ar mennoz da astenn o c’henwerzh war-zu ar c’hirri-dre-dan bet lezet war o lec’h gant an Amerikaned. Setu int da gemer penn hent Pariz d’ober marc’had gant un den anveet ganto dindan an anv Charlie.
Guillaume Seznec a zistro e unan eus ar veaj ha n’eus keloù ebet ken eus Pierre Quéméneur. An daou zen zo bet gwelet evit ar wech diwezhañ e Houdan, ugent lev deus Pariz.
D’an 13 a viz Even 1923, sed m’en em gav ur pellskrid eus an Havr-nevez sinet Quéméneur ha pelloc’h d’ar 25 e kaver en ur valizenn dilezet en ti gar an Havr ur baperenn o testeniañ gwerzh maner Plourivo da Seznec evit 30 000 dolar-aour hag hi sinet Quéméneur.
Splann eo d’ar polis eo faos ar promesa gwerzh, kavet vez ar vekanig skrivañ he deus servijet da vizskrivan ar baperenn e grignol Seznec e Montroulez. Setu laset an den ha fourret anezhañ en toull.
Prosez Seznec e lez varn Kemper (24/10/– 04/11/1924)
E-pad bloaz e klask ar barner Campion eus Montroulez ober e soñj war an afer. N’eo ket aes rak Seznec a nac’h pep tra. Met n’eo ket en e vleud anezhañ rak klask a ra tec’het kuit meur a wech hag ivez sevel testenioù faos evit didamall anezhañ. Presidant al lez varn an Ao. Dollin du Fresnel en deus war e daol ur mell teuliad gant 507 pezh ennañ. Pa ‘n em gav Seznec dirak ar jureed ez eo troet an dud a-enep dezhañ. 148 den a zo da dest en o zouez 43 poliser. Seznec a ray e benn kadarn a-hed ar prosez o kas tous an dud da sutal. Set ne oa ket aes d’ar re a zifenne anezhañ da vezan klevet ha komprenet, dreist holl ar re a ginnige bezañ gwelet Quéméneur war lec’h e vije aet diwar wel.
A-benn ar fin zo bet goulennet e vije kondaonet d’ar marv, kaer en deus bet e alvokad ober e seizh gwellañ evit diskouezh ne oa prouenn ebet e vije Seznec en dije graet an taol, kondaonet eo bet memestra, n’eo ket d’ar marv met d’ar galeoù.
Sabatuet krenn eo Seznec hag e familh rak e soñje dezhañ dre ma n’eus ket bet kavet korf Quéméneur ne oa riskl ebet dezhañ da vezañ kondaonet.
Setu ar familh o lakaat war an daol prouennoù nevez evit adsevel ar prosez. Blev ! Bac’het eo Seznec er gwashañ galeoù a oa d’ar mare-se er Guyane.
E-kerzh ar bloavezhioù 30 e vo e-leizh a dud o sevel o mouezh evit adwelet ar prosez. Met ne oant ket evit degas prouennoù splann eus digablusted Seznec. Bez e vo zoken ur gwerz savet war an afer gant François Rolland. Souplaet eo bet a-galz bac’hadur Seznec. N’eo nemet goude ar brezel bed diwezhañ eo bet berraet e amzer prizon gant Felix Gouin, prezidant ar gouarnamant berrbad e 1946.
Dont a ra Seznec en dro da Vreizh e miz Gouere 1947 hag e varvo e 1954.
An Afer Seznec
Diouzhtu e miz Du 1924, zo bet goulennet adwelet ar prosez. Nac’het eo bet gant Lez-varn an torridigezh, ha nac’het 14 gwech en ur c’hantved pad. N’eus ket bet kavet morse na korf Quéméneur, nag an arm en dije servijet da lazhañ anezhañ. Douetañs ‘zo bet war varc’had ar C’hadillac, n’eus ket bet enklask ebet war an taolioù pistolennoù bet klevet e Plourivo e miz Even 1923. Ouzhpenn unan eus ar boliserien anveet Bonny zo bet taolet maez eus ar polis hag en em gavet e-pad ar brezel bed e-touez fealañ lakizien ar Gestapo. Setu ma kred da dud zo en dije falsifiet an enklask war Seznec.
Bep taol pa zo bet goulennet adwelet ar prosez ez eus bet enklaskoù nevez. Nikun anezho o deus diskouezet e vije bet kuzhet un dra bennak a-bouez da jureed 1924. Setu n’eo ket bet adwelet ar prosez.
Er bloavezhioù 1990 en deus klasket mab bihan Seznec, Denis, gwennaat memor e dad kozh. Levrioù en deus avet, ouzhpenn 1000 prezegenn en deus distaget, ur film ‘zo bet graet hag ur pezh c’hoari. Deuet eo a-benn da gendrec’hiñ Marilyse le Branchu maerez Montroulez ha ministr ar Justiz da c’houlenn torriñ ar prosez. Netra d’ober, e 2005, lezvarn an Adwelidigezh he deus roet abegoù don evit non pas dont en dro war disentez ar jureed e 1924.
Dibaoe zo bet meur a levr a zo deuet er-maez, al lodenn vrasañ anezho o kinnig furchal war hentoù nevez da glask ar wirionez war an afer, en aner.