Ganet e Pluzunet e Bro Dreger, Charles-Victor Herve a lak e anv da vont er Marin a Vrezel e 1908. Met gloazet eo setu n’hell ket mont da ofiser e-giz en doa c’hoant. Cheñj micher a ra da vont war ar gwir. Advoue eo da gentañ e Gwitreg e-pad ar Brezel Bras, e 1919 eo bet anveet da Varner a beoc’h e Pontrev ha goude da varner-imbourc’her e Gwengamp adalek 1926. Merañ a ra en un doare digredus un afet justiz a denn eus ar bolitikerezh ha eus an ekonomiezh. Tennet e vez e garg digantañ gant melestradurezh al lezioù barn ha lakaet eo en ur bredospital da vezañ prederiet. Mouzet ouzh bed ar varnerien e ro e davañcher ha skrivañ ur flemmskrid enep ar Justiz.
Evit mont pelloc’h ganti e tiskoach un afer gozh : tennoù pistolenn bet klevet kostez Plourivo e-kichen maner Pêr Kemener. Evitañ eo bet lazhet Kemener e Plourivo, setu ma gomañs un dro Vreizh evit tamall ouzh ar Justiz bezañ barnet Seznec d’ar galeoù, e gaou. Mont a ra pell tre gant e damalloù setu vez douget klemm enep dezhañ gant familh Kemener. Ne teu ket Charles-Victor Herve da zisplegañ e « brouennoù » dirak ar Justiz, setu m’eo kondaonet. Tro-gwenn a rayo ha ne teuyo morse a-benn da lakaat ar Justiz da zigoriñ en dro prosez Seznec. Mervel a ra er bloaz 1950.