An demokratelezh kristen : un nerzh meur evit an tu kreiz e Breizh

Aozer : Christian Bougeard / Kerzu 2023
Betek ar bloavezhioù 1970 eo Breizh ur rannvro gatolik lec'h ma 'z a kalz a dud d'an iliz. Un nerzh politikel ha dilennel kreñv eo an tu kreiz demokrat-kristen eno neuze adalek an Dieubidigezh. Aozet eo an demokrated-kristen el Luskad republikan poblek (Mouvement Républicain Populaire), ur strollad bet krouet e 1944, a zeuio da vezañ an Tu kreiz demokratel (Centre Démocrate) e 1966. War-zu an tu dehoù ez a an nerzh politikel-mañ tamm-ha-tamm, pa 'z a da steuziañ en Unvaniezh evit demokratelezh Frañs (UDF) e 1978, hag en Unvaniezh evit ar muianiver prezidantel (UMP) war-lerc'h e 2002. Chom a ra ul lodenn eus e izili er Modem, ur strollad a adstag gant hêrezh an tu kreiz.

An MRP : an nerzh politikel pennañ da vare an Dieubidigezh

Krouet eo bet an MRP er Rezistañs. Da vare dilennadegoù 1945 ha 1946 e tiskouez bezañ ar strollad politikel kentañ e Breizh. E penn an MRP e weler tud bet oberiant er Rezistañs ha nevez en em gavet er vuhez politikel, evel Georges Bidault ha Maurice Schumann. Dilennourien gatolik ha plaen a vez desachet gant ar strollad, tud diwar ar maez ha maouezed – a zo o paouez kaout ar gwir da votiñ –, lod eus dilennourien an tu dehoù ivez rak divrudet eo bet o strolladoù da vare renad Vichy, ha tud troet war ar c'hudennoù sokial ivez, gant harp ur sindikad micherourien : ar CFTC (Kengevread gall al labourerien gristen). A-raok ar brezel en deus stourmet meur a benn eus an MRP er Strollad demokratel poblek (Parti Démocrate Populaire), ur strollad demokrat-kristen bihan en doa meur a gannad e Breizh.

Georges Lombard, Henri Fréville hag Alexis Méhaignerie e 1968. Poltred : S. Michalowsk. Mammenn : Dastumadoù Mirdi Breizh. Niverenn renabl : 986.0028.7498.2

Betek ar bloavezhioù 1960 e c'hell an MRP kontañ war Ouest-France ivez, ar gazetenn bemdeziek vrasañ e Frañs, a ro sklaer he harp d'an dud war ar renk evit ar strollad en dilennadegoù a bep seurt. E-touez diazezerien ha levierien an MRP evit Frañs a-bezh, e kaver kannaded bet dilennet e Breizh e 1945, a vo ministred dindan ar Pevare Republik : Pierre-Henri Teitgen, ministr e gouarnamant da c'hortoz ar jeneral de Gaulle, en Il-ha-Gwilen, hag André Colin, parlamantad Penn-ar-Bed ha prezidant ar c'huzul-meur etre 1964 ha 1978.

Da vare an Dieubidigezh eo an MRP hollc'halloudek en tu kreiz dehoù e Breizh. Bodañ a ra 36,4 % eus ar mouezhioù e miz Here 1945. Kreskiñ a ra ar sifr-mañ da 41,8 % e miz Mezheven 1946 (28,2 % e Frañs) ha da 39,8 % e miz Du1946. Gant ar mouezhiañ diouzh kenfeur en deus neuze c'hwezek, ugent ha war-lerc'h triwec'h kannad dre 39 sez. Gant ar berzh dic'hortoz-mañ e c'hell teir maouez bezañ dilennet e Breizh (9 MRP a zo dre an 33 maouez bet dilennet e Frañs e 1945), en o zouez Marie-Madeleine Dienesch en Aodoù-an-Hanternoz.

Marie-Madeleine Dienesch, bet rezistantez, dilennet da gannadez MRP Aodoù-an-Hanternoz e 1945. Kredad ar poltred : - © Assemblée nationale

E 1945 eo an MRP un nerzh kreñv er c'huzulioù-meur ivez (49 dilennad, 22,5 % eus ar mouezhioù), nemet e Liger-Atlantel, kement hag en tiez-kêr rak desachet eo maered nevez eus an tu kreiz hag an tu dehoù gantañ. Oberiant-tre eo ar c'hevreadoù MRP en Il-ha-Gwilen hag e Penn-ar-Bed neuze (4e ha 6vet e Frañs a-bezh). Kemer a ra perzh ar strollad el lodenn vrasañ eus gouarnamantoù ar 4re Republik, pezh a greñva e bouez dezhañ : emglev etre an tri strollad pennañ (1946-1947), Trede Nerzh (1947-1951), tu dehoù (1951-1954 ha 1957-1958).

En tu dehoù, kevezerezh RPF De Gaulle hag ar re zizalc'h

Sklaeroc'h eo plas an MRP en tu kreiz dehoù pa vez krouet Bodadeg pobl Frañs (Rassemblement du Peuple Français) gant De Gaulle e 1947, ha war-lerc'h pa zeu dizalc'hidi an tu dehoù da gaout ar galloud en-dro (1952) ha pa reont disoc'hoù mat-tre e dilennadegoù-kêr 1953. A-raok dilennadegoù-kêr 1947 eo ezel eus an MRP 40 % eus maered Penn-ar-Bed, 19,1 % eus re ar Mor-Bihan, 16,4 % eus maered Aodoù-an-Hanternoz, kalzig anezho en Il-ha-Gwilen, met kalz nebeutoc'h e Liger-Atlantel, rak mestr eo dizalc'hidi an tu dehoù war an departamant. Met difennet eo ouzh izili ar strollad demokrat-kristen kaout div gartenn ezel. Se a zo kaoz da veur a vaer hag a guzulier-kêr oc'h echuiñ o respet, tud eus an tu dehoù e gwirionez, da emezelañ en RPF De Gaulle evit dilennadegoù-kêr miz Here 1947. Gwanaet eo an MRP neuze, daoust ma talc'h un drederenn eus maered Penn-ar-Bed memes tra, heñvel er Mor-Bihan, met mont a ra war-gil en Aodoù-an-Hanternoz.

Da vare dilennadegoù kanton 1949 ha 1951 e kresk kalz ar votoù evit strollad De Gaulle, ha setu kollet gant an MRP an hanter eus e guzulierien-veur hag ar postoù a brezidant Penn-ar-Bed hag Il-ha-Gwilen. Delc'her gwelloc'h a ra e dilennadegoù kannaded 1951, rak unnek kannad a vez dalc'het gantañ (ur c'hard eus ar mouezhioù, div wech muioc'h eget e geidenn e Frañs a-bezh), ha kreskiñ a ra en-dro e 1956 zoken (trizek dilennad). Gant an tuoù dehoù e kemer perzh an demokrated-kristen en emsavioù bras evit ar skolioù prevez kristen ha mont a reont a-du gant ar brezelioù en trevadennoù. Ha neuze pa 'z a RPF De Gaulle d'ar strad, da vare dilennadegoù-kêr 1953 ma ra berzh dizalc'hidi an tu dehoù enno, eo mat a-walc'h disoc'hoù an MRP e Breizh. Gounit a ra tiez-kêr Roazhon, Brest, Kemper, Douarnenez, Sant-Brieg. Mont a ra ar strollad war-zu an tu dehoù, neuze, ha padal e felle d'e ziazezourien bezañ en tu kreiz kleiz da vare an Dieubidigezh. Lod eus an izili n'en em santont ket mat gant seurt cheñchamant ha krouiñ a reont strolladoù bihan a 'z aio war-zu an tu kleiz da heul Pierre Mendès-France hag ar sokialourien war-lerc'h, en Aodoù-an-Hanternoz hag e Penn-ar-Bed

Da heul ar jeneral de Gaulle a-raok mont a-enep dezhañ

Pa c'hoarvez enkadenn an 13 a viz Mae 1958 emañ Pierre Pflimlin (MRP) e penn ar gouarnamant, met buan a-walc'h ez a e strollad da heul ar jeneral de Gaulle, ha gervel a ra an dud da votiñ « ya » d'ar referendom diwar-benn ar Vonreizh nevez. Koulskoude e vez trec'het al lodenn vrasañ eus pennoù-bras an MRP gant tud De Gaulle e dilennadegoù kannaded 1958, rak e penn ar Stad int bet dindan ar 4re Republik. C'hoarvezout a ra kement-se d'ar vinistred kozh André Colin hag André Monteil e Penn-ar-Bed ha da bPierre-Henri Teitgen e Felger. Padal e talc'h mat re an tu kreiz e Breizh (un drederenn eus ar mouezhioù d'an dro 1añ) ha daouzek kannad dre 33 o deus c'hoazh. E Liger-Atlantel eo trec'het ar ministr radikal kozh eus Naoned, André Morice, gant Bernard Lambert, peizant yaouank ha sindikalour aet par d'an MRP. Da heul Édouard Moisan, a oa bet dilennet dindan ar 4re Republik, e vo kannad. Evit an MRP e kemer e greñv Nestor Rombeaut, micherour ha sindikalour (CFTC) war tri den all war ar renk en un dilennadeg a bevar e Sant-Nazer, ul lec'h-kreñv evit ar sokialourien. Mont a ra ar strollad a-du gant politikerezh De Gaulle en Aljeria, met votiñ a reont an disfiz da c'houarnamant Pompidou diwar-benn dilennadeg ar prezidant dre vouezhiañ hollek e 1962. Kastizet eo re an tu kreiz e miz Du neuze, ha ne zalc'hont nemet dek kannad er rannvro, seizh MRP en o zouez.

Sevel a ra an MRP a-enep da bolitikerezh diavaez ar jeneral de Gaulle (peogwir n'eo ket troet a-walc'h war-zu Europa nag ar Stadoù-Unanet hervezo), ha kuitaet en deus ar gouarnamant e 1962. Temptet eo ar strollad da dostaat ouzh an eneberezh sokialour e 1964. Met e miz Kerzu 1965 e kinnig e levier nevez, Jean Lecanuet, da zilennadegoù ar prezidant, ar pezh a sikour da harzañ ar jeneral de Gaulle da vezañ dilennet d'an dro gentañ. Tost da 20 % eus ar Vretoned a vot evit Lecanuet d'an dro 1añ, (4 % ouzhpenn d'e geidenn evit Frañs a-bezh). Krouiñ a ra an Tu kreiz demokratel (Centre Démocrate). E miz Meurzh 1967, abalamour da zisoc'hoù mat an tu kleiz (pemp dilennad) ha da zaou gannad aet par da strollad De Gaulle, n'en deus ket ken ar CD nemet pevar c'hannad dre an eizh bodet er strollad nevez Araokaat ha demokratelezh vodern (Progrès et démocratie moderne), ennañ radikaled, kannaded a-du gant René Pléven, ha dizalc'hidi a-enep da De Gaulle. Seizh diouzh an eizh kannad breizhat eus an tu kreiz a vot an disfiz da c'houarnamant Pompidou da vare enkadenn miz Mae 1968, ha setu trec'het al lodenn vrasañ anezho gant tud eus an UDR e miz Mezheven.

Evit dilennadegoù ar prezidant e 1969 en em rann an demokrated-kristen eus an tu kreiz : d'an eil tro ez a un nebeud anezho da harpañ Georges Pompidou, war ar renk evit an UDR a-enep da Alain Poher, eus an tu kreiz hag o tont eus an MRP. Menegomp un den yaouank en o zouez, Pierre Méhaignerie, dilennet da gannad Gwitreg e 1973, da heul e dad Alexis, bet dilennet adalek 1945 betek 1968.

Bilhed-vot evit Alphonse Arzel, war ar renk evit an dilennadegoù kannaded e 1973. Mammenn : dastumadoù Mirdi Breizh. Niverenn renabl : 973.0026.16.2

Chom a ra an demokrated-kristen en eneberezh ha mont a reont a-du gant Valéry Giscard d’Estaing (republikan dizalc'h) a-enep da Jacques Chaban-Delmas (UDR) evit dilennadegoù ar prezidant e 1974. Jean Lecanuet, ha Pierre Méhaignerie war e lerc'h, a deu da vezañ ministr. E 1976 en em gav kement rann eus an tu kreiz dehoù a zo er memes strollad, Tu kreiz an demokrated sokial (Centre des Démocrates Sociaux), bet diazezet e-pad ur c'hendalc'h aozet e Roazhon. E 1978 eo ar CDS unan eus rannoù an Unvaniezh evit demokratelezh Frañs (UDF) krouet gant Valéry Giscard d'Estaing, ur c'hengevread strolladoù ar muianiver a rankfe bezañ ur c'hempouez d'an RPR renet gant Jacques Chirac. Da zilennadegoù kannaded 1978, ar CDS en deus pevar dre an dek kannad UDF bet dilennet e Breizh, met ne zalc'h nemet daou anezho e 1981. An identelezh demokrat-kristen, he deus merket istor politikel Breizh, a zo aet da steuziañ en tu-dehoù klasel pa 'z int aet e-barzh UDF Giscard d'Estaing. He dibarded dezhi he deus kollet a vuzul ma 'z ae kuit eus ar vuhez politikel ar pennoù-bras a oa deuet da vezañ e-kreiz ar jeu da vare an Dieubidigezh, hag a vuzul ma teue enkadenn an Iliz katolik da dizhout Breizh (nebeutoc'h-nebeutañ a dud o vont d'an iliz). Da vare cheñchamantoù bras ar bloavezhioù 1968 eo aet neuze ul lodenn eus e zilennourien, tud yaouank, gopridi, o chom e kêr, war-zu ar sokialouriezh hag ar PS nevez.

 

Troet diwar ar galleg gant Lena Catalan Marcos

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Christian Bougeard, « An demokratelezh kristen : un nerzh meur evit an tu kreiz e Breizh », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 19/12/2023.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/an-demokratelezh-kristen-un-nerzh-meur-evit-an-tu-kreiz-e-breizh

LEVRLENNADUR

  • Bougeard Christian, Les forces politiques en Bretagne. Notables, élus et militants (1914-1946), Rennes, PUR, 2011.
  • Bougeard Christian, L’évolution des forces politiques en Bretagne. Comment la région est passée de la droite à la gauche (1946-2004), Rennes, PUR, 2022.
  • Nicolas Michel et Pihan Jean, Les Bretons et la politique 1958-1988. 30 ans de scrutins en Bretagne, Rennes, PUR, 1988.

 

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù