N’eus na mar na kistion ec’h eo an Nevez-amzer ar c’houlz ar muiañ gortozet gant al labourerien-douar. Gant sinadoù mizioù Meurzh hag Ebrel vez gouvezet emañ an natur o tihuniñ hag o tont da vezañ tommoc’h :
C’hoario Meurzh pezh a garo / Tu pe du deus ar c’hleuñ a dommo.
Arri eo ar poent evit al loened-stlej da zont er-maez eus dindan an douar :
Sul ar Bleunioù / A deu an naered ‘maez ar c’hleuñioù.
. Emañ ar c’houlz ivez ewit ar goukoug da zont da hañviñ en hor Bro. Dre he c’han ha diskan kreñv e kemenn emañ an amzer vrav oc’h arriout :
Ebrelig divaskell an hañv / A lak ar goukoug da ganañ.
. Etre Meurzh hag Ebrel an hini eo adarre e vez savet he neizh gant ar big ha dozvet he vioù :
Deiz gouel Sant-Matias / A glask ar big he flas.
Deiz Gwener ar groaz / E tev un u e-barzh.
Gouzout a oar diouzh an amzer ha se zo kaoz e savo he neizh uhel pe izel e-barzh brankoù ur wezenn-bupli da skouer ma oar hi en araok e vo nebeut pe galz avel e-kerzh ar bloaz :
Un neizh pig e bleñchenn ar wezenn / Amzer gaer krenn
Ha c'hoazh
Neizh ar big pa vo izel / Pad ar goañv vo avel.
Er memes koulz kazimant ec’h arri ar gwennilied a vagadoù, o tigas gante ivez amzer vat an Nevez-Hañv. Met diwallomp, brav eo gwelout anezhe o nijal hag o tarnijal en aer glas an oabl met ma ‘n em lakont da nijal a-rez an douar, prestik e raio glav. N’eo ket an evn nemetañ o kemenn amzer c’hleb, ar gazeg koad ivez he deus ar galloud -se dre he c’hriadenn skiltr evel vez lâret gant ar re gozh :
Klevet ‘vez ar gazeg-koad / Seblant dour zo moarvat.
Hervez ar vojenn ne deze ket droed da evañ dour nemet en ur dapout dre nij takadennoù glav. Se zo kaoz e seblant d’an dud e vez o krial ivez : Gleb, gleb gleb !
Evit pezh a sell an drask, n’eo ket eus amzer c’hleb vez kanet ganti met eus yenion :
Pa glevfet an drask o kanañ / Serret koad da dommañ.
Tud zo o deus troet he c’han e komzoù tud. Reiñ a ra hec’h ali d’ar menajer :
Arri eo an amzer griz / Kas keuneud d’an ti / skilhoù hir / skilhoù hir / skilhoù hir !
Ha koulskoude, e penn kentañ ar bloaz e c’hall ar voualc’h kemenn an amzer yen ivez evel a vez lâret gant al labourer-douar neuze :
Pa gan ar voualc’h araok an drask / An hini n’eus ket a geuneud c’hall mont da glask.
Evit echuiñ, hopadenn ar gaouenn e-kerzh an noz an hini eo a c’hall kemenn ar rev. Lâret vez gant tud ar vro :
Riv deus d’he zreid, c’hwezhañ ‘ra en hec’h ivinoù.
An neizhiad diktonioù-se a ziskouez splann penaos e ouie diouzh an amzer an dud o vevañ e kreizh an natur gant sikour al loened-pluñv.
Celui qui n’a pas de bois de chauffage peut aller en chercher.