Ar c’hentañ Breizhad trec’h er Giro

Aozer : Yves-Marie Evanno / Du 2021

D’ar 7 a viz Mezheven 1980 emañ Bernard Hinault o tibunañ fier-ruz dre straedoù Milano, gwisket gantañ ar chupenn roz. Deuet eo d’e 25 bloaz hag emañ o paouez gounit an hini ziwezhañ eus an Troioù Meur a vanke dezhañ c’hoazh, ar pezh a lak anezhañ da vezañ ar Breizhad kentañ a vije aet ar maout gantañ er redadeg italian. Kazeg a oa bet graet eno, araozañ, gant Lucien Petit-Breton, Jean Robic ha Louison Bobet, hennezh war-bouez 19 eilenn e 1957 pa hañvale ar maout bezañ kazi war e chouk dija, koulskoude. Siwazh dezhañ avat, er bloaz-se, Louison Bobet bet trec’h teir gwech e Tro Frañs en doa bet da c’houzañv « gizioù fall » italian. Rak-kar ar Giro zo fallvrudet abaoe ma oa bet krouet e 1909 : diouzh un tu ez a an tifosi betek skoilhañ ar rederien estren, ha diouzh an tu all ne vez ket gwall jenet an aozerien pa gar dezho cheñch an hentad, eus an eil devezh d’egile, e ken kaz e ve tra pe dra kontrol d’un Italian en tennad-mañ-tennad…

Gouzout a oar re vat Cyrille Guimard penaos e vez kont, setu e nac’h lakaat anv e gampion war ar roll evit Tro Italia, daoust d’an aozerien pediñ hag aspediñ anezhañ d’ober. Dezrevellet en deus ar c’hazetenner Pierre Carrey, en e levr diwar-benn ar Giro, pegen dreistkred eo bet an emglev marc’hataet gant ar rener sportel e 1980. Roet zo bet dezhañ « ur gont vrav » a wenneien evel « arc’hant-kred » da vezañ dalc’het gantañ goude, « ma kav d’ar Frañsizien ez eus bet graet troioù-kamm dezho e-kerzh ar redadeg ». Bernard Hinault, diouzh e du, en deus kemeret amzer da zeiz ar prolog evit mont da stouiñ dirak bez Fausto Coppi, ha setu an tifosi tommet o c’halonoù outañ diouzhtu. Bremañ, pa n’eus tamm gwask ebet ken war e chouk, e lak « Bernarino » e holl nerzh e-barzh ar redadeg, ha trec’h eo teir sizhun war-lerc’h.

Trec’h eo adarre e 1982, ha kemer a ra perzh er Giro e 1985 c’hoazh evit ar wech ziwezhañ. Kalz tennoc’h eo ar jeu ar wech-mañ avat, rak er bloaz a-raok ez eus bet e-leizh a zireizhderioù mezhus, kement m’en deus kollet Laurent Fignon ha m’en deus gounezet en e lec’h paotr ar vro, Francesco Moser. An emgann-daou etre ar Breizhad hag an hini bet « trec’h » bloaz a-raok a zalc’h an Italianed berranalet betek an tennad diwezhañ, ur redadeg a-benn d’an eur. War al linenn-loc’hañ e teu an tifosi da isañ ar « Broc’h » dre vountañ dirak e zaoulagad poltredoù bras eus Francesco Moser. Da-c’houde, a-hed an hent, n’eus ken met taolioù-teod ha kinnig taolioù-dorn a-enep dezhañ. Disfiziout a ra skipailh ar Breizhad, setu ma kas unan eus e baotred da heul e gevezer italian, kement ha bezañ asur ne vo graet tro-gamm ebet da aesaat e jeu da hennezh. Sioul-sibouron e chom Bernard Hinault daoust d’an tennder bras, un eston. Ur wech erru, laouen-bras anezhañ, e tisklêr kement-mañ hep lâret hiroc’h : « Plaen eo aet an traou, pe dost, pa vo lavaret… Un dornadig tachoù-meud taolet dirazon hanter-hent d’ar fin, ha goude-se ur voutailh c’houllo bannet warnon ha stoket ouzh ma ilin. » En ur drec’hiñ er Giro, digren-kaer, en deus graet ar bazenn gentañ eus an distro digredus a raio diwar neuze, betek adtapout al live etrebroadel uhelañ eus e sport.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Yves-Marie Evanno, « Ar c’hentañ Breizhad trec’h er Giro », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 2/11/2021.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/ar-c-hentan-breizhad-trec-h-er-giro

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité