E-kerzh an Henamzer e teu ar c’hezeg doñv war wel e Breizh. Er Grennamzer e talc’her da sevel anezho, alies-mat er c’hoadeier a zo d’ar c’henvreuriezhoù relijiel pe d’an noblañsoù. E-keit-se, dre brezelioù niverus evel Brezel hêrezh Breizh, e erru e Breizh kezeg all nevez-deuet. Kresket o niver hag o implijoù, ar c’hezeg a zo diwar neuze lodek e buhez pemdeziek an dud, betek gounit tachennoù ar relijion hag ar folklor.
Adalek an Azginivelezh e saver kezeg kentoc’h el lanneier hag er parkeier eget er c’hoadeier. Un nebeud perc’henned muioc’h en o aes o deus marchosioù peotramant, war ar maez, staolioù ma vez lakaet mesk-ha-mesk ar c’hezeg hag al loened-korn. D’ar c’houlz-se e chom c’hoazh an ejened al loened a vez kavet gwell evit labourat er parkeier, e-barzh un darn vras eus Breizh. Setu penaos e chom kezeg Breizh bihan o ment peurvuiañ (tamm-pe-damm a vent gant ur poney en deiz hiziv), met nerzhek a-walc’h evit dougen marc’hegerien ha marc’hadourezh. Meur a abeg zo d’ar saverien kezeg da gavout gwell loened krenn o ment : nebeutoc’h a voued a ya ganto, sed ne goust ket kement-se o magañ ; mont a reont aes ivez e-barzh batisoù izel an dorioù enno ; n’eus ket ezhomm anezho evit an arme rak « tezad » ur marc’h (muzul an draen-marc’h) implijet enni a rank bezañ en tu-hont da 1,46 metr evit an dragoned ha da 1,54 metr evit ar marc’hegerezh ponner. En un nebeud kornioù-bro hepken, evel Bro-Leon, Bro-Dreger pe Bro Sant-Brieg, e vez savet loened-kezeg barrek da zougen ar marc’hegerezh ponner pe da sachañ kargoù ponner (bevañs evit ar soudarded, kanolioù, ha kement zo).
Er XVIIvet kantved e teu un nerzh nevez d’ar c’henwerzh e Breizh. Lien ha krec’hen eus Breizh-Izel, edoù ha produioù-mor eus Breizh-Uhel a vez ezporzhiet dre Europa a-bezh, betek an Indez hag ar Bed Nevez zoken. Pinvidikaet eo al ledenez ha diorren a ra ar sevel-kezeg, p’emañ diazezet war al loened-se transport ar bouedoù hag an dud. Klask a ra ar Stad, personelaet gant Colbert hag e warlerc’hidi, lakaat he c’hrog war ar c’henwerzh-se dre grouiñ greoù pe harasoù roueel. Kreskiñ ar gouennañ ha ment ar c’hezeg eo pal ar velestradurezh-se. A-raok pell avat e teu Breizhiz a-benn da vezañ mistri war arc’hantaouiñ ha merañ anezhi.
War-dro ul loen-kezeg dre 10 den en XVIIIvet kantved
En XVIIIvet kantved en em lak Breizhiz da sevel muioc’h-mui a gezeg : etre 1733 ha 1754 e sav an niver a gezeg e Breizh eus 164 038 da 201 868, diouzh ar stadegoù deuet betek ennomp evit pemp departamant ar vro. Peogwir e oa daou vilion bennak a dud o chom er broviñs d’ar c’houlz-se, e kresk eta an niver a gezeg eus ur jav dre daouzek den da ur jav dre dek den, dindan un nebeud dekvloaziadoù. Da vare an Dispac’h e tigresk a galz an niver a roñsed, tra-penn zo bet rekizisionet lod, marvet lod all er brezelioù, hag aet ar greoù da get, serret ma ’z int bet e 1790. E 1794 ez eus e Breizh un niver ofisiel a 116 744 a gezeg. N’emañ ket roñsed ar Mor-Bihan e-barzh ar gont avat : stourm ar Chouanted zo kaoz ma ’z eus mankoù e stadegoù gouarnamant an Dispac’h evit an departamant-se. E 1811 e sav an niver a loened-kezeg da 254 370, en ur gontañ ar wezh-mañ roñsed ar Mor-Bihan, a chom disterik an niver anezho neoazh. Adalek dibenn an XVIIIvet kantved ha deroù an XIXvet kantved ez a ar sevel-kezeg war vodernaat, aliesoc’h e vez dalc’het an anevaled er marchosi. Mestr eo ar saverien-kezeg war ar gouennañ evel-se, hag ivez war magadur o loened a-fet kementad ha kalite, war embregerezh o c’horf ha kement zo.
Anevaled a gaver dre-holl e sevenadur ar Vretoned
Ar brasañ implij a vez graet eus ar c’hezeg gant ar bobl zo evit an transportoù da gentañ penn. Emsavoc’h e vez kavet al loened-se eget ar re all, baset evit kas marc’hadourezh skañv, met fretet ivez evit sachañ kirri, ha c’hoazh evit kas tud. Ral a wech ez eer pelloc’h eget 15 pe 20 kilometr war-dro ar vourc’h, nemet ha ma ve anv da vont d’ur foar vras bennak peotramant d’ur gouel kristen, evel ar pardonioù. A-benn neuze ya, ez eus digarez d’ar varc’hadourien, d’o familh ha d’o c’hezeg da dreuziñ Breizh ken aes ha tra. E-giz-se e vez pourvezet ar porzhioù gant produioù eus an argoat, ha kenwerzhourien an argoat a gas di ganto en-dro produioù enporzhiet.
Koulskoude ne vije ket gwall spletus magañ kezeg evit an implij-se nemetken : se zo kaoz e vezont implijet ivez gant ar beizanted evit labourat er parkeier. N’eo ket evit solierañ an eost hepken e vezont lakaet da boaniañ gant al labourerien-douar, met ivez evit temzañ an douaroù, charreat bezhin (evit strujusaat an douaroù) ha maerl (traezh razek, diwar ur spesad bezhin). Sternet e vez al loen-kezeg ambilh dirak an ejened, pe e-unan e broioù zo, da skouer bro Roazhon ha Penn-ar-Bed. Strujusaat a reont an douar dre dilouzaouiñ ha dre tennañ an arar (unan koad peurvuiañ gwezhall, dezhañ ur beg houarn hepken, neket ur c’hlev-houarn daoubennek « brabant » evel bremañ). Kaoc’hkezeka a vez graet evit ober teil da zrusaat an douaroù, ouzhpenn-se. Labourat a ra ar c’hezeg estreget er parkeier ivez : diboullañ er c’hoadeier ; en arvor, kas an holen eus lagadoù ar palud betek ar marc’had ; lakaat presouerioù ha milinoù da dreiñ. Er goañv e vez tommet ganto o zi d’ar re baourañ. Tre-ha-tre evel ar beizanted e labour al loened betek o marv, ha neuze e vez tapet o reun evit bourrañ kadorioù hag azezennoù all, o c’hroc’hen evit ober lêr, o stirennoù evit fardañ binviji sonerezh, o eskern evit sevel mudurunoù dorioù pe perlez chapeledoù, hag o c’harnioù evit aozañ peg.
Marc’hegiezh ar Grennamzer zo deuet da vezañ tra ken met un eñvorenn gozh, evel-just, koulskoude eo chomet pennoù-bras an noblañs tomm ouzh o c’hezeg : familhoù zo, evel ar re Dugage, Kerouartz ha Ploëuc a ya o mibien da ren ar greoù roueel. Ouzhpenn an implijoù eus ar c’hezeg a zo boutin etre renkadoù ar bobl hag ar pennoù-bras, ez eus ivez gant ar re-se un implij a live arouezel. Embreger war varc’h a gemer da vat ur plas eus ar brasañ tout e-touez an diverrañsoù o devez evit kas o amzer, pa ’z eo berzet outo — dre o renk a dudjentiled — kement ober arc’hantus. Goude an Azginivelezh e teu ar varc’hegouriezh, deuet eus hengoun an armeoù, da vezañ soutiloc’h ha kempennoc’h, betek tapout ul live teknikel uhel-tre, ar pezh a ro d’ar varc’hegerien aotrouniezh ha neuz-kaer. En XVIIIvet kantved e vez kaset o c’hrennbaotred gant familhoù uhelidi eus Breizh d’ar gwellañ akademiezhioù da zeskiñ arzoù ar marc’hegañ ; skol floc’hed (pe pajed) Versailles an hini eo a zedenn ar muiañ anezho. Un Akademiezh roueel a zo e Roazhon ivez avat, ha d’ar mare-se n’eus ket unan e pep proviñs ; ur privilaj eo eta. Deuet eo ar c’hezeg da vezañ perzh eus buhez an holl e kevredigezh Breizh, kement ha ken bihan ma ’z eus anezho, evit Breizhiz, kalz muioc’h eget skoazellerien dezho hepken. En XIXvet kantved, zoken, e teu ar c’hezeg da vezañ ur wir arouez a Vreizhadelezh eus ar c’hentañ troc’h. Stud-book, ar ouenn kezeg-poster Breizh, a zo krouet e 1912.