Bleuenn Leroux
Bleuenn Leroux zo oc’h ober un dezenn doktorelezh e skol-veur Caen diwar-benn an implij a zo bet graet eus ar c’hezeg e Breizh adalek fin an XVIIvet betek deroù an XIXvet kantved. Tik eo ar glaskerez-mañ, a zo o chom er Mor-Bihan, gant ar c’hultur war-dro ar c’hezeg. Ezel oberiant eo eus ar gevredigezh Cheval et sciences humaines et sociales, a zo he fal brudañ ha kas war-raok plas ar c’hezeg e-barzh hor c’hevredigezh, dre ar c’hlaskerezh war an tachennoù-se.