Ar Front populaire etre pour ha trichin e Penn-ar-Bed (1934-1936)

Aozer : Jean-Paul Sénéchal / Gouere 2021
Petra en deus talvezet ur gouarnamant ken divoas ha hini Talbenn ar Bobl e departamant Penn-ar-Bed, ken pounner pouez ar relijion war e istor ? Mont don e kalon ur gevredigezh frailhet gant an tabutoù politikel, ekonomikel ha sokial a ranker ober evit klask respont ouzh ar goulenn-mañ. Mont a-enep ar sonjoù graet-ha-tout war ar prantad-se a ranker ober ivez avat. Un tamm a-raok deroù Talbenn ar Bobl e tisklêrias prefed Penn-ar-Bed, evel pa komzje diwar un amzer bet, e chome sonn « la vieille formule bleu contre blanc » en departamant, er c’hontrefed eus departamantoù all Breizh. Gant an Iliz ha gant sindikad Landerne al labour-douar e oa dalc’het ar maezioù d’ar c’houlz-se, gwir eo. Ken gwir ken ne oa bet tost manifestadeg ebet er straedoù abaoe 1924 estroc’h evit ar re bet savet gante. E 1934 avat e voe pennboezellet an urzh didorr-se gant manifestadegoù all.

Petra en deus talvezet ur gouarnamant ken divoas ha hini Talbenn ar Bobl e departamant Penn-ar-Bed, ken pounner pouez ar relijion war e istor ? Mont don e kalon ur gevredigezh frailhet gant an tabutoù politikel, ekonomikel ha sokial a ranker ober evit klask respont ouzh ar goulenn-mañ. Mont a-enep ar sonjoù graet-ha-tout war ar prantad-se a ranker ober ivez avat. Un tamm a-raok deroù Talbenn ar Bobl e tisklêrias prefed Penn-ar-Bed, evel pa komzje diwar un amzer bet, e chome sonn « la vieille formule bleu contre blanc » en departamant, er c’hontrefed eus departamantoù all Breizh. Gant an Iliz ha gant sindikad Landerne al labour-douar e oa dalc’het ar maezioù d’ar c’houlz-se, gwir eo. Ken gwir ken ne oa bet tost manifestadeg ebet er straedoù abaoe 1924 estroc’h evit ar re bet savet gante. E 1934 avat e voe pennboezellet an urzh didorr-se gant manifestadegoù all.

A-unan a-enep ar faskouriezh

Cheñchet e voe penn d’ar vazh pa savas a-unan strolladoù ha sindikadoù an tu kleiz, savet o c’halonoù da heul an afer Stavisky. D’ar 6 a viz c’hwevrer e kasas ar c’hevreoù irienniñ o reuz e straedoù Pariz. D’an 12 a viz c’hwevrer 1934 avat e voe kaset brav an dorzh d’ar gêr gant ar manifestadegoù enep-faskour, evel hini Brest, eus 6 000 da 12 000 a-dud enni

Penn a-raok manifestadeg Brest d’an 12 a viz c’hwevrer 1934. Ul luc’hskeudenn bet embannet e La Dépêche de Brest.Komiteoù enep-faskour a voe savet neuze e kêrioù bras Penn-ar-Bed, debrerien-beleien ar pep brasañ anezhe kement hag ober evel ma oa dleet e Penn-ar-Bed. Diwar lusk an unvaniezh-se e kreskas an emskiant politikel, kement ha ken bihan ken e reas ar sindikadoù CGT ha CGTU o soñj adunaniñ d’an 8 a viz kerzu 1935. Hag ar strolladoù politikel da vont da heul ar memes lusk d’o zro. Cheñch penn d’e vazh a reas ar PCF neuze, o paouez da dagañ « sokio-faskourien » an SFIO. D’ar 14 a viz gouere 1935 e bodadeg veur an unvaniezh a voe dalc’het war dachenn sport Buffalo e Pariz e savas Josette Korneg he mouezh - ur skolaerez eus Penn-ar-Bed anezhi – e anv Bretoned an Talbenn, o reiñ koad da « gozh kreñvlec’h ar veleien ».

Bresk an unvaniezh eus an eil lec’h d’egile

Digompez e oa hent Talbenn ar Bobl e Penn-ar-Bed avat, kerkent ha savet, abalamour d’an interestoù personnel pe lec’hel. Plaenoc’h e oa an traoù e Bro-Dreger dindan renerezh Tangi Prigent, stourmer sokialour Sant-Yann ar Biz, hag e Bro Gonkerne, en-dro da Bêr Gwegen, ur c’humunour unanour anezhañ. Berzh a reas an eil hag egile, paotred an tu kleiz digor o speredoù anezhe, pa voent dilennet e 1934 ha 1935 da guzulierien departamant ha da vaerioù, an eil e Sant-Yann ar Biz hag egile e Konkerne.

Ar c’hontrefed-rik e oa evit sokialourien Brest bodet en-dro da Émile Goude, depute-maer, ken don o enebiezh ouzh ar gumunouriezh ken ne oa kaoz ebet a unvaniezh. Kement ha ken bihan ken e voe skarzhet E. Goude eus an SFIO e 1935 zoken. Diaes e oa an unvaniezh er vro vigoudenn ivez, gant Alain Signor, sekretour ar PCF e Breizh. Evit ar Strollad radikal-sokialour (PRS) e voe unanour keit ha ma kavas e gont en unvaniezh, ar pezh ne badas ket gwall bell eus an eil dilennadeg d’eben. Rak ar PCF hag an SFIO an hini a dennas gounid eus an dilennadegoù war goust ar PRS, koulz e 1934 e kuzul an departamant hag e 1935 er c’huzulioù-kêr, fumet radikaled Montroulez ha Kemper bet lakaet diaes gant an disoc’hoù-se.

C’hwitadenn an tu kleiz war dilennadeg ar gannaded

Kadarnet e voe an emlusk-se ar bloaz war-lerc’h da goulz dilennadeg an deputeed. Dont a reas Tangi Prigent da vezañ depute yaouankañ ar vro. Pêr Gwegen avat, ha pa ziskoueze sifroù an dro gentañ e oa-eñ da vezañ trec’h, a voe koll en eil tro abalamour ma tivizas ar PRS chom war ar renk. Kement all e Kemperle e lec’h e chomas paotr ar PRS oc’h enebiñ ouzh ur radikal all, emren anezhañ, ma voe dilennet kannad ar foñserien a-benn ar fin.plaisa

Disoc’hoù eil tro dilennadeg an deputeed e 1936, embannet gant La Dépêche de Brest.A-benn ar fin hag en desped d’an disoc’hoù e Bro-Frañs en he fezh,  e voe an dilennadeg-se ur c’hwitadenn vras evit an tu kleiz e Penn-ar-Bed, pa goazhas ar mouezhioù serret gantañ eus 81 916 er bloavezh 1932 da 66 788 e 1936, tra ma tape enebourien Talbenn ar Bobl rastellat 99 901 vouezh. Disunvaniezh an tu kleiz an hini a oa bet kaoz a gement-mañ, dres pa dapas an tu dehou lakaat un den war ar renk e pep sirkoñskripsion, ar pezh n’en doa ket tapet ober e  1932.

Stegnet ar stourm sokial gant an enkadenn

Kaletaet e voe an darempredoù sokial gant an enkadenn ekonomik e deroù ar bloavezhioù tregont. Birvilh a oa war ar maez adalek 1935. Leuskel a rae foñserien vras Ofis kreiz Landerne, sindikad nemetañ al labourerien-douar e Penn-ar-Bed, ar faskouriezh da baotañ e-mesk ar beizanted war atiz « Rochedoù glas » Dorgères, gwarded o urzh war ar maez.

Er c’hêrioù e c’houzañve ar c’hopridi hag ar gargidi vihan abalamour da bolitikerezh didalvoudekaat an arc’hant bet kaset e 1935, krennet-bras o galloud-prenañ gant dekredoù-diwar-urzh Pierre Laval. E miz eost ec’h eas pobl Brest e breskenn meur a zevezh-pad, ken taer ken e voe gloazet degadoù a dud ha lazhet tri den zoken. Nebeutoc’h evit ur bloaz war-lerc’h ar  mod-se da « varc’hatañ a-stroll dre ar reuz hag ar freuz » e savas ul lanvad harzoù labour evel ne oa bet biskoazh.

Lanvad an harzoù-labour

Kerkent ha ma oa bet trec’h Talbenn ar Bobl e dilennadegoù miz even 1936, ha betek miz du 1938, ne chomas ket ar vicherourien etre daou kent herzel gant o labour hag ac’hubiñ o labouradeg a-wechoù, betek sachañ gante gounidoù sokial a-seurt ne oa bet biskoazh (kresk war ar goproù, gwirioù war ar sindikadoù, koñjeioù arc’hantet…). Difarlinkañ a reas lanvad kentañ an harzoù-labour e donnoù war ar c’hêrioù pennañ en nevez-amzer hag en hañv 1936. Ur c’halz a gouchoù-micher ne voent ket tizhet gantañ evit afer-se rak trawalc’h e oa d’ur stal chom a sav gant he fred evit ma plegfe patroned stalioù all an hevelep obererezh betek goût. Kalz a izili nevez a voe enrollet ivez gant ar CGT, ha gant ar CFTC un tamm nebeutoc’h, abalamour d’ar birvilh sokial a rene war ar gevredigezh neuze.

Foto eñvoriñ trec’h an harz-labour e labouradeg botoù-sokoù RospordenEn arsanailhoù hag er servijoù publik avat ne c’halvas ket ar CGT d’an disterañ harz-labour, aon ganti lakaat diaes gouarnamant Talbenn ar Bobl, war-bouez devezh an 30 a viz du 1938. Gant an anarkourien nemetken e voe aozet un diskrog-labour e arsanailh Brest e miz du 1936, kondaonet raktal gant ar c’humunour Ernest Miry, eil-sekretour ar CGT en departamant. A-benn ar fin, dre ma ne glaskas ket talañ e rankas ar CGT anzav, e 1939, e oa bet koll war goproù kargidi ar Stad e-keñver reoù ar stalioù prevez.

An dichal

Adalek deroù ar bloavezh 1937 e voe aozet en embregerezhioù - gant asant kengevread ar CGT en devo keuz pa vo re ziwezhat – ur reizhiad kompezañ an interestoù, luziet-tre e reolennoù, a viras ouzh al labourerien a aozañ harzoù-labour. Ar batroned an hini a dennas ar brasañ gounid eus ar reizhad digempouez-se, hag ac’h eas an tu kreñv gante pa droas avel ar galloud politikel eus o zu.

Leon Blum, enkorfadur Talbenn ar Bobl. Kartenn bost (lodenn). Dastumad prevez

E miz even 1937 e voe fin gant « taol arnod Blum ». Strivañ a reas an daou c’houarnamant Chautemps a zeuas war e lerc’h da cheñch penn d’ar vazh en aner. Goude da Leon Blum bezañ klasket reformiñ ur wech c’hoazh ur gouarnamant na badas ket pelloc’h e tapas Daladier kaout asant Kambr an deputeed d’an 8 a viz ebrel 1938 da lakaat un termen da brantad Talbenn ar Bobl.

D’an 20 a viz eost ec’h embannas hennezh e oa fin gant an daou-ugent eurvezh labour ar sizhun. Gervel a reas ar CGT d’an harz labour d’an 30 a viz du 1938. Ur c’hwitadenn vras e voe e pep lec’h, hag e Penn-ar-Bed kement-all. Ac’hubet e voe ar c’hêrioù gant an arme ; Kaset e voe ar gargidi d’o labour dre reked. Skarzhet diouzh o labour e voe renerien ar sindikad e leizh, en o zouez e sekretour Charles Berthelot hag e eil-sekretour Ernest Miry. Dibennet e oa emsav ar vicherourien.

Bruzhunet e voe tamm-ha-tamm ar gounidoù sokial. Ar skiant bet prenet neuze ne voe ket kollet evit afer-se. Kerkent hag echu an eil brezel bed e voe kaset araokadennoù sokial nevez : devezhioù kaeroc’h a oa da vezañ c’hoazh, a-drugarez d’an harz-labourerien.

 

Bet troet diwar ar galleg gant Jean-Do Robin

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Jean-Paul Sénéchal, « Ar Front populaire etre pour ha trichin e Penn-ar-Bed (1934-1936) », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 26/07/2021.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/ar-front-populaire-etre-pour-ha-trichin-e-penn-ar-bed-1934-1936

Levrlennadur : 

 

  • Sénéchal Jean-Paul, Finistère du Front populaire, lutte pour l’hégémonie et logique de blocs, Rennes, Presses universitaires de Rennes, 2018.
  • Le Gall Erwan et Prigent François (dir.), C’était 1936, le Front populaire vu de Bretagne, Rennes, Éditions Goater, 2016.
  • Vigreux Jean, Histoire du Front populaire. L’échappée belle, Paris, Tallandier, 2016.

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité