Ar gallaoueg. Yezh romanek Breizh a-gozh hag a-nevez

Aozer : Léandre Mandard / C’hwevrer 2024
Yezh hengounel Breizh-Uhel eo ar gallaoueg, a vez renablet e familh ar yezhoù oil evel ar galleg, an normaneg, ar pikardeg pe c'hoazh ar poateveg. Ar gallaoueg a ziskouez eo lies sevenadur Breizh, adalek ar c'hoshañ roudoù skrivet er Grennamzer betek ma oa bet anavezet evel « yezh Breizh » asambles gant ar brezhoneg.

Un emdroadur lec'hel eus al latin poblek bet degaset da C'halia gant al legionoù roman eo ar gallaoueg. Dont a ra ar ger « gallo » eus ar brezhoneg gall, a dalvez estrañjour, an hini na gomz ket brezhoneg. Adalek ar 14vet kantved e vez anv, en aktaoù gant an duged a Vreizh hag e kronikennoù, eus « Bretaigne galou » pe eus « Bretaigne gallot » evit envel an dachenn n'eo ket « Bretaigne bretonnant ». N'eo ket un dra nevez e vefe graet gant ar ger « gallo » evit envel ar yezh : testeniekaet eo dreist pep tra gant un diell eus ar font Coquebert de Montbret, a vet miret e Levraoueg vroadel Frañs (BNF). Dindan an Impalaeriezh gentañ, p'emañ ar c'hargiad o kas un enklask diwar-benn an trefoedajoù, e kas unan eus e ditourerien keloù dezhañ diwar-benn « ar gregach-se eus bro Piermel (Ploermael), a vez graet Gallau anezhañ ». E-touez an dud diwar ar maez ne veze graet gant ar ger-se nemet el lec'hioù tost da Vreizh-Izel, met adalek an 19vet kantved e vez implijet gant tud desket alies, evel Paul Féval pe Paul Sébillot, evit diskouez parlant Breizh-Uhel a-bezh.

Tachenn ar gallaoueg

Hiziv e komzer gallaoueg e reter un harz yezhel a z a eus Sant-Brieg da Wened, dre vras, hag en deus fiñvet e-doug ar c'hantvedoù. Pobladoù a oa predenek (keltiek) o yezh o deus treuzet Mor Breizh hag en em gavet int nepell eus Roazhon ha Naoned tro-dro an 9vet kantved. Er c'hantvedoù war-lerc'h n'en deus graet ar brezhoneg nemet kilañ war-zu ar c'hornôg, o lakaat neuze tachenn ar gallaoueg da greskiñ. E gallaoueg an takadoù-se e kaver un nebeud elfennoù geriaoueg, fonetik, ha yezhadur zoken (daoust ma vez tabutet ar poent-mañ) a zo nes da re ar brezhoneg.

Anat eo an harz yezhel etre gallaoueg ha brezhoneg en deiz a hiziv c'hoazh : roadennoù an enklask TMO Régions e 2018 a ziskuilh emañ war-dro 90 % eus ar re a embann bezañ gallaouegerien o chom e bro c'hallo, ha 82 % eus ar vrezhonegerien e Breizh-Izel. En takadoù war ar maez eo e vez kavet an niver hag ar feur brasañ a c'hallaouegerien (betek 27 % eus ar boblañs e gevred Aodoù-an-Arvor).

E Breizh-Uhel a-bezh – ha muioc'h c'hoazh er reter – e kenglot perzhioù 'zo eus ar gallaoueg gant parlantoù oil a gaver e Maen, en Anjev, ha nebeutoc'h e Normandi hag e Poatev. N'eo ket souezhus e mod ebet : ral eo an torroù sonn en undalc'h bras ar yezhoù latin. Setu n'eo ket bro c'hallo un takad unvan na kempoell da vat, ha ret eo anzav en deus bet ijin ar rannvroelourien e berzh evit oberiañ un identelezh yezhel a zo bet savet, evit ul lodenn vras anezhi, o sellet ouzh Breizh-Izel evel en ur melezour. Perzhioù dezhi hec'h-unan he deus Breizh-Uhel evelato : gerioù boutin (mézë « hiviziken », broût « iliav », guerouer « reviñ », la grôe « ar rev ») hag un nebeud stummoù verb (evel metatezenn an l e displegadennoù 'zo : « je subele » eus ar verb subller « sutal »).

Ober dre gomz ha roudoù skrivet

Perzhioù fonetikel a zegas soñj eus ar gallaoueg a-vremañ, hag a zo disheñvel-mat eus peurrest an takad oil, a lenner ken abred ha kreiz ar Grennamzer e testennoù evel Le Livre des Manières gant Étienne de Fougères (12vet kantved) pe La Chanson d’Aiquin (13vet kantved). Pa skriv Chrétien de Troyes avoir ha nuit, e skriv Étienne de Fougères aveir ha neit er memes kantved. Met betek an 19vet kantved e chom ar gallaoueg ur yezh dre gomz nemetken, en ur gevredigezh war ar maez lec'h ma 'z eus analfabeteien eus al lodenn vrasañ eus an dud. Dont a ra meur a anv-lec'h eus ar gallaoueg (le Carrouge « ar c'hroashent », le Douet « ar poull-kannañ », la Janais, al lec'h ma 'z eus jan, da lavaret eo lann ennañ…), ha diskouez a reont deomp e veze graet gantañ gant an holl war ar maez er marevezh modern.

Er c'hêrioù eo, evelato, eo bet daspugnet hag embannet ar geriaouegoù kentañ, e Naoned pe e Gwitreg er bloavezhioù 1820 ha 1830. Eno e veze renablet al « lavarennoù sius » implijet gant ar bobl hag a oa neuze da vezañ « reizhet ».

Kartenn-bost embannet war-dro 1930, dastumad prevez.

Kroazhentoù eo kêrioù Breizh-Uhel, desachet ha mesket enno tud ar maezioù tro-war-dro. Setu ma tiskouez an diell e vez klevet kalzig a c'hallaoueg e Naoned etre an daou vrezel, e-touez tud ar bobl da nebeutañ, ken a deu ar yezh da vezañ arouez ar gêr.

Setu ar seblantoù iskis a veze gwelet pa grogas dastum ar yezh e dibenn an 19vet kantved, p’o doa merzet ar folklorourien dija e z ae an ober ganti war ziskar. Stag a ra tud desket eus ar vro gant saveteiñ ar glad-se eus an disoñj, oc'h embann o dastumoù a « c'herioù trefoedach » e kelaouennoù gouiziek. Enklask bras Georges Dottin, harpet war skolaerien Breizh-Uhel, a vo kaset e barr al luskad-se. Kinnig a ra e zisoc'hoù e digoradur e levr diwar-benn gallaoueg Plegastell, Glossaire du parler de Pléchâtel (1901), a verko ur bazenn grenn e studi yezhoniel ar gallaoueg. A-hent all, ar skolaerien-se a gelaou Dottin war barlant o skolidi a zo anezho luskerien ar moustrerezh a vez gouzañvet gant ar gallaoueg er skol. Adalek al lezennoù Ferry e klask ar skol dilemel kement parlant ne vefe ket ar galleg, pezh a greñva an dismegañs evit an « trefoedaj » hag an diskar anezhañ. Met diaes eo dispartiañ an tu-mañ diouzh ul lusk ledanoc'h a z aio da zisteraat talvoudegezh ar sevenadurioù pobl diwar ar maez tamm-ha-tamm, a-vuzul ma teuio ar vodernelezh da vezañ trec'h eno.

Padal e krog ar gallaoueg da vezañ skrivet er c'hazetennoù d'ar mare-se. Kavet en deus Michel Chalopin un ugent bennak a gazetennoù eus ar vro a embanne pennadoù gallaouek alies etre ar bloavezhioù 1870 hag an eil Brezel Bed. Farsus eo ton ar skridoù-se alies, met gallout a reont mont da bolitikel a-wechoù. E gallaoueg eo e vez krozet an dug de Rohan, monarkour war ar renk evit dilennadegoù kannaded 1898 en arondisamant Ploermael, e pajennoù ar Réveil ploërmelais ha war skritelloù. Sur eo avat eo dister an niver a destenioù skrivet e-keñver pinvidigezh an ober gant ar gallaoueg dre gomz (lavaroù, kontadennoù, menteries, ribourtadennoù, soutilded ar c'heriaoueg pleustrek hag hini al labour-douar…).

Eus an trefoedaj d'ar yezh

Bleuñviñ a ra ar c'hrouiñ lennegel hag arzel gallaouek en 20vet kantved, dezhañ ur stil diwar ar maez gwechoù 'zo, (evel pezh-c'hoari Amand Dagn̈et, La Fille de la Brunelas, bet embannet e 1901), rakwardour a-wechoù all (evel kontadenn ar Seizh breur, bet dastumet, skrivet ha skeudennaouet gant Jeanne Malivel e 1923). Er bloavezhioù 1930 eo e krog, e-touez izili ar strolladoù folklorel, ar volontez da virout ar yezh. Ha setu krouet e miz Genver 1939 ur c'helc'h rannvroelour anvet « Les Compagnons de Merlin », e bal aozañ « dihun sevenadurel Breizh-Uhel ».

Ul lañs nevez-tout en deus ar vuhez sevenadurel gallaouek e mareoù strafuilhet ar bloavezhioù brezel, dindan efedoù kroaziet ar pouez roet d'ar proviñsoù gant renad Vichy ha pleg mat an alouber evit an emsav breton. E teatr Roazhon (an opera en deiz a hiziv) ha war ar maez e vez c'hoariet abadennoù gallaouek. War wagennoù Radio Rennes Bretagne, radio bet lakaet dindan warez an Alamaned, e klever gallaoueg ouzhpenn brezhoneg. Klask unvaniñ doare-skrivañ ar gallaoueg, diwar skouer al labour a oa bet kroget evit ar brezhoneg e 1941, a ra Joël de Villers, un den nobl eus al Liger-Izel hag ezel eus ar Parti national breton, evit ar wech kentañ. Mont a ra luskad ar gallaoueg da netra d'an Dieubidigezh, evel an Emsav en e bezh, abalamour da zrougemglevioù ul lodenn vras eus e izili.

An abadenn « Mon village chante et danse » o vezañ c'hoariet gant strollad Simone Morand (en dalenn gentañ, a-zehoù), ar « Groupe Gallo-Breton », e Magoer (35) e 1941. Dastumadoù Mirdi Breizh. Niv. renabl : 2021.0026.157.

Ar pezh-c'hoari-mañ e « trefoedaj » a zo dastroc'het gant kanaouennoù eus Bro-Roazhon bet dastumet gant Simone Morand. Krouet eo bet e 1938 ha c'hoariet meur a wech en Il-ha-Gwilen e-pad ar brezel. C'hoari a ra neuze ar strollad evit ar Secours national, un aozadur ofisiel a sikour ar brizonidi en Alamagn, met a zo deuet da vezañ un ostilh ivez evit renad Vichy d'ober e bropaganda. Hervez Simone Morand e nac'h ar strollad ober un abadenn ispisial evit bagadoù an ac'huberezh memes tra.

Un eil luskad gallaouek a zeu da wir er bloavezhioù goude miz Mae 1968, en ur gevredigezh nevez hec'h ideologiezh hag he sevenadur. Krouet eo Kevredigezh mignoned ar gallaoueg (Association des Amis du parler gallo, « Bertègn Galèzz » hiziv) e 1976. Dindan un nebeud bloavezhioù e teu da vezañ ur c'hevread oberiant-tre lusket gant ur c'helenner yaouank war an istor, Gilles Morin e anv. A-drugarez da festivalioù sevenadur bobl nevez-krouet (« Bogue d’Or » e Redon e 1975, « fête gallèse » Mousterfil e 1976, « Assemblées Gallèses » e 1979) e vez desachet muioc'h a dud war-zu ul luskad yezhel nerzh dezhañ a deuio a-benn da gaout un opsion gallaoueg er vachelouriezh e 1984. E pennadoù ar gelaouenn Le Lian, hag er pezhioù-c'hoari niverus a zo krouet er bloavezhioù-se, e servij ar yezh da lakaat goulennoù sokial ar mare war-wel.

Golo niv. 9 (goañv 1980-1981) Le Lian, kelaouenn Kevredigezh mignoned ar gallaoueg (Association des Amis du parler gallo).

E 1984 e teu ar gallaoueg da vezañ ar yezh oil gentañ he deus un opsion er vachelouriezh. Bresk-kenañ e chom kelenn ar gallaoueg en eil derez hiziv pa n'eus ket kalz a harp evitañ. Lañs en deus an tañva er skolioù kentañ derez er c'hontrol abaoe un nebeud bloavezhioù.

War un anaoudegezh welloc'h eus ar yezh eo harpet an amzer nevez-mañ, a-drugarez da embannadur labourioù dave evel div levrenn gentañ an ALBRAM (Atlas linguistique de la Bretagne romane, de l’Anjou et du Maine) gant an tad Gabriel Guillaume ha Jean-Paul Chauveau, embannet gant ar CNRS e 1975 hag e 1982. Goude oadvezh aour ar bloavezhioù 1970-1980 e vo dizunvanet ar stourmerien war doare-skrivañ ar gallaoueg er bloavezhioù 1990 ha 2000. Padal eo puilh an oberoù nevez d'ar mare-se (diorren an embann, geriadurioù ha yezhadurioù peurgetket, dastum, produiñ er radio gant Plum’ FM, krouiñ sonerezh…).

Mareoù nevez an adaozañ

E 2004, evel yezh Breizh eo anavezet ar gallaoueg gant ar C'huzul Rannvro, asambles gant ar brezhoneg. Kregiñ a ra neuze ur politikerezh yezh asuroc'h, merket gant ur bazenn a-bouez : ganedigezh an Institut du Galo (ensavadur ar gallaoueg), e 2017. Gant ar garta « Du Galo, Dam Yan Dam Vèr » e klask an ensavadur lakaat kumunioù, kevredigezhioù hag embregerezhioù an tiriad da gemer perzh e brudañ ar yezh, o skritellañ toponimiezh ar vro, da skouer. Hiziv emañ an aozadur-mañ e-barzh ur rouedad stank a gevredigezhioù (CAC Sud-22, Academiy du Galo, Chubri, Qerouézée, la Granjagoul…) ha lakaat a ra ar c'helenn e-kreiz e labour, asambles gant ar gevredigezh Cllâssiers, ken ez int deuet da vezañ unan e miz Here 2023. War sioulaat eo aet tabut an doareoù-skrivañ tamm-ha-tamm abaoe m'eo bet lakaet spis an doare-skrivañ ABCD e 2007 (diouzh anvioù e grouerien : Auffray-Bienvenu-Le Coq-Deriano). Deuet eo da vezañ ur stern da zaveiñ dezhañ dre ret, daoust d’an traoù bezañ gwevnoc'h alies en ober dre skrid, pa vez anv eus tostaat ar muiañ posupl ouzh distagadur al lec'h-mañ-lec'h.

Skritelloù a ra gant ar gallaoueg : div skouer a-nevez.

Gervel a ra an hini gentañ da vanifestiñ evit goulenn e vefe muioc'h a c'hallaoueg er mediaoù (miz Du 2022). Pediñ a ra an eil da gemer perzh en ur vanifestadeg aozet gant strollad Les Soulèvements de la Terre a-enep d'an eztennañ traezh en ur mod industriel e Liger-Atlantel (miz Mezheven 2023). Gant ar skritelloù e vez lakaet ar yezh war wel, pa ne vez ket gwelet kalz, dre vras, el lec'hioù foran.

Hervez enklask 2018 e vefe war-dro 196 000 gallaoueger, hag int kozh ha diwar ar maez evit al lodenn vrasañ anezho. Setu renablet ar gallaoueg gant an Unesco evel « yezh en arvar bras » abaoe 2009. Hiziv e teu rummadoù nevez a yezherien, a ra goap eus an dismegañs a zo bet evit an « trefoedaj » e-pad pell. An implij nevesaet anezhañ, daoust dezhañ da chom bresk atav, a lak doareoù da lavar ha da envel ar bed da beurbadout, don o liamm dezho gant ar c'hornioù-bro, o istor hag o endro.

 

Bet troet diwar ar galleg gant Lena Catalan Marcos

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Léandre Mandard, « Ar gallaoueg. Yezh romanek Breizh a-gozh hag a-nevez », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 5/02/2024.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/ar-gallaoueg-yezh-romanek-breizh-a-gozh-hag-a-nevez

LEVRLENNADUR

  • Chalopin Michel, « Le gallo dans la presse de Haute-Bretagne avant la Seconde Guerre mondiale », in Mémoires de la Société historique et archéologique de Bretagne, Tome CI, Livre 2, 2023, pp. 555-578.
  • Éalet Jacky, article « Morin, Gilles » de l’Encyclopédie de Brocéliande, en ligne : https://broceliande.brecilien.org/Morin-Gilles
  • Mandard Léandre, Une politique du patois ? Parlers populaires et militantisme en Haute-Bretagne, de l’entre-deux-guerres aux années 1980, mémoire d’histoire, Sciences-Po Paris, 2017.
  • Morin Gilles, « Langue, culture et littérature gallèses au XXe siècle », in Balcou Jean, Le Gallo Yves (dir.), Histoire littéraire et culturelle de la Bretagne, Paris-Genève, Champion-Slatkine, 1987, Tome III, pp. 253-263.

 

 

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù