Orin ar gouren ?
Adalek ar Grennamzer e kaver roudoù eus ar gouren – (gwelit labourioù Gwenole ar Menn, 1994 ; Gi Jaouen, 2005) – ha kinniget eo gant e heulierien e-giz un hêrezh keltiek. Evito e vefe un doare c'hoari emgann en defe treuzet ar c'hantvedoù en ur gemm nebeut, met en ur virout lod eus e berzhioù dibar : un hengoun bev eo. Pinvidigezh ar gouren a vefe neuze en e varregezh da welet e lidoù, hag e voazioù, o vont war-raok betek an XXvet kantved (Épron, 2008). Neuze ez eo ar gouren estreget « pezh a zalc'her soñj, [...] an hengoun e-unan, met e labourva » (Nora P., 1984, p. X).
Gant e oberourien e vez embannet splann martezeadenn ar c'hemmesk etre daou hengoun, degouezhet da vare divroañ pobloù mervent Breizh-veur (Kernev ha Devon) da Vreizh Vihan. Diouzh un tu pezh a oa bet degaset gant Bretoned Breizh-veur, o tec'hout dirak Saksoned, Angled ha Juted oc'h aloubiñ o bro, ha diouzh un tu all, un doare gouren a vefe bet gant an Arvoriz er Grennamzer uhelañ, daoust ma n'eus ket bet kavet prouenn ebet evit c'hoazh eus ar c'hemmesk-se.
Mard eo kar ar gourenoù keltiek ez eo dre ma chom ar c'hourenerien en o sav -ne gendalc'her ket ar stourm pa vezer war al leur- hag ivez dre ma vez tapet krog e gouriz e enebour, kregiñ a reer a-us an dargreiz nemetken adalek ar gouriz, hag e vezont c'hoariet e broioù keltiek all estreget Breizh. Gouren Kerne Veur a zo heñvel a-walc'h da skouer.
Emdroadur brud ar c'hoarioù emgann en istor
En Europa gozh ar Grennamzer e vezed gwrac'h gant ar gourenoù. Ul lodenn eus prientadur ar soudarded war droad, pe hini ar varc'heien, ouzh an emgannoù krog-ha-krog. Hag er xvivet kantved e oa unan eus ar pleustradegoù korf a veze e lezioù ar rouaned hag an aotrouien, c'hoarioù prientiñ ar stourmadegoù hag an tournamantoù. Pa erruas an armoù-tan ha doareoù modern da vrezeliñ e teuas ar gourenoù da vout tamm-pe-damm er-maez ar c'hiz e-touez an aotrouien hag ar juloded. Miret eo bet an hengoun e-touez ar bobl koulskoude, deuet da vezañ c'hoarioù nemetken, er broioù keltiek dreist-holl. Ha neuze, adalek an Dispac'h Gall, pa oa kaset d'ar blotoù doareoù ar Renad kozh, eo an dud a renk izel a weled o vont d'ar gourenoù. Ur mod da bakañ brud ha lorc'h, met un doare da c'hounit ur gwenneg pe ur priz bennak ivez. Kavout a reer neuze ar gourenoù e kalon ar gouelioù hag al lidoù, relijiel pe get : ganedigezhioù, euredoù, eostoù, lidoù-deskoni, gouelioù mare-bloaz, ha kement 'zo... (Épron A. & Jaouen G., 2010).
Nevezadur an xxvet kantved
Cheñchet e vo penn d'ar vazh etre an daou vrezel. Evit talañ ouzh ur skeudenn disprizus a veze roet eus ar Vretoned, hag eus ar vuhez war ar maezioù dre vras, e klaskas Charlez Kotonneg enoriñ ar gourenoù, dre lakaat anezho diouzh an amzer a-vremañ. Medisin e Kemperle e oa Charlez Kotonneg (1876-1935), ha barzh e Goursez Breizh Vihan. E 1930 e savas ar Falsab (Kevredad Mignoned Gouren ha Sportoù Breizh), ha lakaat war-sav ur mont‑en-dro awenet bras gant luskad ar sportoù modern. Adalek dibenn an xixvet kantved en em led al luskad-se war vro-C'hall a-bezh (Holt R., 2011). Ha Kotonneg da labourat war an unvaniñ ar gouren : padelezh ar c'hrogadoù, disoc'hoù hanterek evit ma c'hellfed kaout ur c'hoarier trec'h e dibenn ar prantad rekis (gwechall e c'helle ar c'hrogad padout betek al lamm, an disoc'h direbech), un dachenn a c'hell digreskiñ riskloù ar c'hloazadurioù (un dachenn brenn-heskenn), ha kement 'zo. Gant ar Falsab neuze eo bet lakaet e pleustr lezennadur ar reolennoù (eus reolennoù dre gomz disheñvel hervez ar broioù, d'ar reolennoù skrivet ha heñvel evit an holl), ul «lec'hiadur» (tachennoù gouestlet d'ar gouren), un «amzeriadur» (deiziataer ar gourenadegoù) : tremen a ra ar c'hoari hengounel d'ar sport a-vremañ (Guttman A., 1978 ; Elias N., Dunning E., 1990).
Emdroadurioù ez eus bet abaoe. Deuet eo ar gouren da vout ur sport da vat, kevredet e Kevredad ar Gouren adalek 1980 -ar Falsab, ur c'hevredad kevredigezhioù c'hoarioù ha sportoù Breizh – d'ar C'hevredad bro-Frañs ar c'hoarioù emgann e 1995. Klask a rae perzhidi ar gouren lakat da glotañ hêrezh ha sport a-vremañ.
Abaoe 1930 ez eus daou zoare d'ar gouren a-vremañ, hini an hañv hag hini ar goañv. Er goañv e kaver ar gourenadegoù e-barzh salioù, war un tapis. E-pad ar gouelioù hañv e tremenont kentoc'h en diavaez, war an un dachenn brenn-heskenn.
Abaoe ar bloavezhioù 1960 e weler ivez ar c'hourenerien o sevel un dael, evel ma rae o hendadoù : «mod kozh», en ur reiñ un taol war skoaz e geveler. Kenderc'hel a ra neuze ar c'hrogadoù betek ma vefe gounezet teir gwech gant unan eus ar c'hourenerien. Hag evit reiñ ar stokad diwezhañ dezho e ra tro an dachenn en ur zougen ar maout war e zivskoaz. Abaoe fin ar bloavezhioù 1990 e vez gwisket an holl c'hourenerien gant ar bragoù (du) hag ar roched (gwenn), kemment ha degas da soñj eus dilhad peizanted Kernev en xviiivet et xixvet kantved, hag o kas da soñj ivez eus liv banniel Breizh an deiz a hiriv.
Ar gouren an deiz a-hiriv
En tu all da1 600 ezel aotreet a gaver e Kevredad ar gouren, (mererezh emren ar pleustriñ). A‑hed ar bloaz e c'hell an izili pleustriñ e 40 skol pe kleub a gaver war Vreizh a-bezh, an hanter eus outo e Penn-ar-Bed. E pevar c'horn Rannvro Breizh e kaver ar skolioù, met lod eus outo a gaver el Liger Atlantel pe zoken e korn-bro Pariz.
Tamm-ha-tamm eo bet digoret ar gouren da dud all : merc'hed a gaver abaoe ar bloavezhioù 1970, met ivez ar re vihanañ, adalek 4 bloaz (babigouren), an embregerien evit o zudi, ha kement 'zo. Ur c'hizidikaat d'ar gouren a vez kinniget da vilieroù a skolidi ha skolajidi bep bloaz, kaset en-dro gant tud a-vicher er c'hevredad pe er c'homiteoù departamant. Un arnodenn diret, da dalvezout evit ar vachelouriezh, ez eo ivez abaoe 1998.
Un hengoun bev ha digor war ar bed
Perzh boutin holl c'hourenoù a bed a zo ma vefe krogadoù etre daou zen o klask reiñ lamm d'o c'heveler war-bouez nerzh o daouarn. Meur a gant doare a gaver er bed a-bezh, gant doareoù stourm disheñvel, ha teknikoù liesseurt hervez an hengoun sevenadurel. Anavezet eo an deiz a hiriv pinvidigezh an holl doareoù-se gant Kevredad etrevroadel ar gourenoù (Fila).
Eskemmoù etrevroadel a gaver ivez a-drugarez d' ar C'hevredad european ar gourenoù keltiek hengounel (Filc) bet savet er bloaz 1985 war intrudu izili Kevredad ar gouren. Alese ez eus bet savet kampionadoù european ar gourenoù keltiek evit rummadoù ar re henidi, diwanidi ha merc'hed, met aozet o bet ivez kenstrivadegoù «digor» en ur mod bennak resis, pe c'hoazh stajoù etrevroadel, stummadurioù evit an dredeoged, ha kement 'zo.
Emgavioù all zo bet, er-maez eus ar Filc, evel an hini gant gourenerien an Niger e 2007 ha reoù bro-Dunizia e 2009.
Abaoe ar penn-kentañ e talc'h ar Filc d'ar ger-stur : ar gwir gant pep hini da c'houren gant spered e sevenadur a-orin, met en ur anavezout ha doujañ ivez ouzh perzhioù ar gourenoù all. Un hent bet dibabet rak diazezet eo war an eskemmoù ha kenlodennañ ar sevenadurioù hag o doareoù-ober, ha dre-se pellaat eus an unvanadur a c'heller stadan e meur a sport all.
Le ar c'hourenerien a zo bet troet en holl yezhoù ar c'hevredadoù emezelet er Filc (gouezeleg, kembraeg, spagnoleg, izelvroeg, frizeg, svedeg, sardeg, islandeg, aotrichianeg), gant ar spered enframmañ a oa an hini bet degaset gant Charlez Kotonneg e 1930.
Alese e c'heller gwelet ez eo ar gouren perzh eus ar stourm fetis hag arouezel, evit ma vefe anavezet un identelezh sevenadurel ha ne vefe ket un distro warnañ e-unan, met da vat un digor war ar bed.
Troet gant Sten Charbonneau