Petra eo ar gwerzioù?
Hervez Fañch an Uhel, bet dastumer-meur eil lodenn an XIXvet kantved, e oa ar gwerzioù kanoù harozel pa oa ar sonioù kanoù lourennek (kanaouennoù a garantez, kanaouennoù flemmganus pe farsus, kanaouennoù da luskellat pe kanaouennoù eured, h.a.). Setu pezh a skrive diwar-benn ar gwerzioù: «[...] kanoù teñval, moliac'hus, skrijus int, lec'h ma konter gweledigezhioù dreist-natur, lazhadennoù bugale, tud marv en duvelloù, treitouriezhioù, skrapadegoù hag a bep seurt darvoudoù feulz: doareoù feodel hag hanter varbar hag a zegas soñjoù eus an daouzekvet ha trizekvet kantvedoù, met a oa chomet bev betek an triwec'hvet kantvet e Breizh».
![Fañch an Uhel. E Plouared e oa bet ganet Fañch an Uhel er bloavezh 1821. Unan eus an dastumerien folklor pouezusañ eo bet en eil lodenn an XIXvet kantved. Redet en deus bet maezioù Bro Dreger a-benn dastum kanaouennoù, gwerzioù, sonioù, kontadennoù, mojennoù... Embannet int bet gantañ e dastumadoù ha kazetennoù betek e varv e 1895. Mammenn: Wikimedia. Fañch an Uhel. E Plouared e oa bet ganet Fañch an Uhel er bloavezh 1821. Unan eus an dastumerien folklor pouezusañ eo bet en eil lodenn an XIXvet kantved. Redet en deus bet maezioù Bro Dreger a-benn dastum kanaouennoù, gwerzioù, sonioù, kontadennoù, mojennoù... Embannet int bet gantañ e dastumadoù ha kazetennoù betek e varv e 1895. Mammenn: Wikimedia.](/becedia/sites/default/files/medias/dossiers-thematiques/les-gwerzio%C3%B9/FM_Luzel%20%20%28wikim%C3%A9dia%29.jpg)
Gwerzioù hag istor
Adalek penn kentañ an naontekvet kantvet e oa bet dedennet an dastumerien hag ar c'hevredigezhioù tud ouiziek gant ar gwerzioù. Kervarker en doa embannet un niver vras anezho er Barzaz-Breiz, deuet er-maez evit ar wech kentañ e 1839. Kinnig a rae ar c'hanoù o klask adkavout gant peseurt fedoù istorel e oa bet awenet an dud o doa kompozet anezho. Leun a faltazi e oa e zoare da zielfennañ a-wechoù, ha se zo kaoz e savas ur rendael adalek eil lodenn an naontekvet kantved. Daoust da se eo bet bras tregern an oberenn e Frañs hag en Europa.
Abaoe an amzer-se eo aet war-raok ar glaskerien war al labour keñveriañ ar c'hanoù o doa dastumet gant dielloù dre skrid, reoù ar justis peurgetket, kement ha gant hengounioù dre gomz pobloù all er bed. Embannet eo bet meur a studiadenn, o fall adkavout peur e oa bet c'hoarvezet an darvoudoù kontet er gwerzioù. Dav eo menegiñ en o zouez labourioù heverk Donatien Laurent, klasker er CNRS, ha dreist-holl e enklaskoù diwar-benn gwerz Loeiz ar Ravalleg pe gwerz Skolvan.
![Yann ar Sonioù, ar c'haner gwerzioù breton. Dastumad Cartolis. Yann ar Sonioù, ar c'haner gwerzioù breton. Dastumad Cartolis.](/becedia/sites/default/files/medias/dossiers-thematiques/les-gwerzio%C3%B9/L%27aveugle%20Yann%20ar%20Soniou.jpg)
Karg sokial ar gwerzioù
E kevredigezh hengounel maezioù Breizh-Izel e tremene al lodenn vrasañ eus ar sevenadur dre ar gomz – ma n'eo ket an holl anezhañ. Lavarout ar wirionez, kontañ istorioù gwir a oa neuze karg ar gwerzioù. E mod-se e soñje kement ar ganerien hag ar re a selaoue anezho, ha meur a wech, goude kanañ ur werz e konte ar c'haner un toullad hengounioù komzet, addisplegadennoù e komzoù plaen, resisadurioù war al lec'hioù, ar fedoù hag an dud meneget.
Ar ganerien gwerzioù, dec'h hag hiziv
![Delwenn Marc'harid Fulup e Plûned. Marc'harid Fulup (1837-1909) a oa ur ganerez hag ur varvailherez eus Plûned (22). Anavezout a rae un niver souezhus a gontadennoù, gwerzioù, kanaouennoù a garantez, hengounioù a bep seurt, se zo kaoz e teuas tout dastumerien folklor dibenn an XIXvet kantved (Fañch an Uhel, Anatol ar Braz, Maurice Duhamel, Frañsez Vallée...) da weled anezhi. Savet eo bet un delwenn dezhi war blasenn bourc'h Plûned. Delwenn Marc'harid Fulup e Plûned. Marc'harid Fulup (1837-1909) a oa ur ganerez hag ur varvailherez eus Plûned (22). Anavezout a rae un niver souezhus a gontadennoù, gwerzioù, kanaouennoù a garantez, hengounioù a bep seurt, se zo kaoz e teuas tout dastumerien folklor dibenn an XIXvet kantved (Fañch an Uhel, Anatol ar Braz, Maurice Duhamel, Frañsez Vallée...) da weled anezhi. Savet eo bet un delwenn dezhi war blasenn bourc'h Plûned.](/becedia/sites/default/files/medias/dossiers-thematiques/les-gwerzio%C3%B9/Marcharit-Fulup-Pluzunet.jpg)
Niverus eo ar ganerien heverk o deus kanet ha treuzkaset ar gwerzioù betek bremañ. E-touez ar re vrudetañ e kaver Marc'harid Fulup, kanerez eus a Blûned e Bro Dreger, he doa treuzkaset 200 kan da Fañch an Uhel etre 1865 ha 1895, 40 gwerz en o zouez. Frañsez Vallée a enrollas he mouezh war rolloù koar e Gwengamp e 1900. An dielloù-se, kanoù kentañ bet enrollet e brezhoneg, a zo e-touez an dielloù dre gomz miret gant Dastum.
Tostoc'h ouzhomp e voe diskuilhet talant bras Marie-Josèphe Bertrand, kanerez ha botaouerez eus Kanuhel (22) marv e 1970, gras da labour Claudine Mazéas he doa enrollet anezhi o kanañ gwerzioù e 1959. Kanerezed gwerzioù a-bouez e oa bet ar c'hoarezed Goadeg ivez. Deuet e oant da vezañ brudet da heul Alan Stivell e penn-kentañ ar bloavezhioù 1970 ha sikouret o doa da lakaat ar c'hanoù-se da vezañ deuet-mat war ar gwagennoù ha war leurennoù ar festivalioù kentañ.
Tud vrudet a zo bet, met arabat deomp disoñjal eo bet treuzkaset ar gwerzioù gant mareadoù kanerien dizanv. E-pad pevar pe pemp kantved, hag ouzhpenn a-wechoù, eo bet treuzkaset ar gwerzioù a rummad da rummad, hep bezañ kemmet an disterañ evit lod anezho. War lec'hienn dielloù dre gomz Dastum e c'heller selaou ouzh skouerioù anezho: gwerzioù e-leizh bet dastumet en amzer-vremañ e Breizh-Izel a-bezh.
Troet gant Lena Catalan-Marcos