Marie-Josèphe Bertrand (1886-1970)

Aozer : Ifig Troadec / Genver 2017

Ganet e oa bet Marie-Josèphe Martail er bloavezh 1886 e parrez Plounevez-Kintin (22), ha savet e oa bet en ur familh devezhourien lec'h ma veze kanet kalz. D'an oad a 16 vloaz, er bloavezh 1902, e timezas gant Mataô Bertrand, botaouer eus Sant-Nikolaz-ar-Pelem ha kuitaat a reas he familh da vont da chom gantañ e foukennoù ar votaouerien e Plusulian, Korle ha Kanuhel. Eno e oa ganet o c'hwec'h bugel. Bevañ a reas neuze buhez taer ar votaouerien a-raok ma vije graet o zemeurañs gant ar familh e Kanuhel.

Er bloavezh 1958 e kanas er festoù-noz kentañ bet aozet e Larruen ha Sant-Nikolaz-ar-Pelem hag aet e oa ar maout ganti e konkourioù kanañ. Krog e oa da vezañ anavezet ha prizet gant adsaverien ar festoù-noz. E 1959 ez eas ar sonerien Jorj Kadoudal hag Étienne Rivoalan betek he zi e Kanuhel, asambles gant Claudine Mazéas. Peder abadenn enrollañ a reas hi gant ar ganerez war-lerc'h. Dielloù prizius hag oberoù da zaveiñ dezho dre ret int bremañ evit ar c'han e brezhoneg.

War an enrolladennoù e vez klevet Marie-Josèphe Bertrand o kanañ Skolvan, Al lez-vamm, Iwan Gamus, Kimiad paotred Plouilio, Galvadenn bugel, An intañv, Ar bonom kozh, Igenane, Distro ar martolod..., un dastumad marvailhus a werzioù hir, a c'halvoù bugulien, a ganaouennoù da zañsal...

Madame Bertrand gant he mab-bihan, Guy, war he barlenn, e Kanuhel e 1935. Dastumad Simon Bertrand (Fiz Dastum 2014-529-25)

Marv eo e Kanuhel e 1970 d'an oad a 84 bloaz, pemp bloaz a-raok 'vije embannet Kahier Dastum n°5 hag ar bladenn gouestlet da Vro Fañch, warni nav c'han kanet ganti ha skignet evit ar wech kentañ.

Marie-Josèphe Bertrand he deus awenet tout rummad nevez ar ganerien. Espar a oa talant ar ganerez, ha brav he c'hanoù, emezo. Ur vouezh a galite, un doare-kanañ kreñv ha kizidig, a ziskouezont ivez, asambles gant he zalant evit ar variezon ha frankiz burzhudus he mod personel da ganañ.

Emañ ar ganerez e-touez ar re o deus graet ar muiañ evit kas ar rummadoù yaouank da ganañ gwerzioù en-dro.

Kevredigezh Dastum he deus gouestlet ur bladenn hag ul levrig da vMarie-Josèphe Bertrand en he dastumad «Grands interprètes de Bretagne».

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù