Ar pez a lavar ar statistikou

Aozer : Fañch Broudic / Du 2023

An 310 parrez a zo en Eskopti Kemper ha Leon a zo 94 % anezo hag a zo parreziou diwar ar mêz, ma vez prezeget enno e brezoneg nemetken pe dreist-oll. 6 % a zo kêriou, hag e vez prezeget enno e galleg. Ma n’eus deuz ar re-mañ nemed eun ugent parrez bennag, ez eus 24 % euz poblañs an departamant o veva enno, diwar 772 000 a dud. Sed ez eus 76 % euz ar Finisterianed o veva en eur barrez ma klever sarmoniou brezoneg.

Is-prefed Brest, daoust da ze, ne glot ket re e dregantajou gand re an eskopti. Hervezañ, e kompren galleg kaji an oll e Brest. E 69 parrez, e-touez an dud deuet,  ez eus nebeutoh evid 50 % o kompren galleg, pa zav an dregantad da 50 % pe vuioh e 12 parrez all. Evid 55 euz ar parreziou-ze, e tispleg en eun doare all “e kompren an dud deuet eun tamm galleg hag eo kalz gwelloh dezo ober gand ar brezoneg.”

 

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Fañch Broudic, « Ar pez a lavar ar statistikou », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 30/11/2023.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/ar-pez-a-lavar-ar-statistikou

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù