Komz brezoneg e penn kenta an XXved kantved

Daou enklask pa oa pa oa en riskl an traou da darza e 1902
Aozer : Fañch Broudic / Du 2023
En XXved kantved eo bet cheñchet penn-da-benn stad ar brezoneg e Breiz-Izel. Nebeud-ha-nebeud eo bet êet niver an dud hag a ouie brezoneg nemetken war zisteraad, ken ne oa ken nemeur deuz outo e-kreiz ar hantved. Hirio e oar an oll vrezonegerien diou yez, galleg ha brezoneg. E departamant Penn-ar-Bed dreist-oll ez eus bet kaset da benn daou enklask e 1902, hag a ziskouez ervad e veze greet gand ar brezoneg d'ar houlz-ze gand an darnvuia euz an dud e Breiz-Izel.

Pa oa bet berziet ar zarmoniou brezoneg e 1902

E miz ebrel 1902 e oa bet votadegou da zibab an deputeed, en eur marevez ma oa reuz muioh evid biskoaz etre an Iliz katolik hag ar Stad. D'an 29 a viz gwengolo, Émile Combes, prezidant nevez Kuzul ar vinistred, e vez diskoachet gantañ ur helhlizer hag a zivenne ouz ar veleien prezegenni brezoneg en ilizou Breiz-Izel nag ober katekiz kennebeud d'ar vugale e brezoneg.

Émile Combes, prezidant Kuzul ar vinistred etre miz even 1902 ha miz genver 1905. E Kambr an deputeed e laker ar gaoz d'ar 16 a viz genver 1903 war e gelhlizer hag a verzie ar zarmoniou koulz hag ar hatekiz e brezoneg. « Lavaret e vefe e gwirionez, emezañ, e vezer du-hont [e Breiz] Bretoned a-raog beza Frañsizien. » Ne oa tamm riskl eved e vefe bet diskaret ar gouarnamant avad. Disklêria a ra an deputeed emaint a-du gand Combes gand 339 mouez a-eneb 185. Maered kanton Plabenneg a respont dezañ e fell dezo "beza Frañsizien ha komz brezoneg". Poltred Émile Combes, tennet gand Basnary, Diellou niverelaet Eskopti Kemper ha Leon, https://bibliotheque.diocese-quimper.fr/items/show/9437.

Dao eo gouzoud e veze gopret an dud a iliz d'an ampoent gand ar Stad evel an oll re a oa dindan ar gouarnamant. E tri bloaz, eo 127 a dud a iliz (87 anezo deuz Penn-ar-Bed, da lavared eo 14 % euz ar re a veze gopret gand ar Stad en departamant) eo bet tennet o fê diganto war zigarez ma reent eur « gwall-implij » euz ar brezoneg en o ilizou.

Kartenn an dud a iliz bet dihopret en tri departamant a Vreiz-Izel e 1902-1905. Ar veleien na resevent ket o fê ken p’o-devoa bet greet “beteg re” gand ar brezoneg a oa 87 anezo e Penn-ar-Bed, 30 en Aojou-an-Hanternoz ha 10 er Morbihan. Kartenn orin treset gand Louis Elard. Bet livet gand Gwenola Derrien.

Bet 'zo bet kerkent eur pez cholori dre ar vro. Padal, na penn ar gouarnamant, nag e zervijou, na zoken eskopti Kemper ha Leon, den na ouie re vat e gwirionez penaoz e oa kont e-keñver yez war an dachenn. Setu ma houlenn eskob Kemper, an Ao. Dubillard, digand e bersoned kas kelou dezañ ar primma ma helljent diwar-benn ar yez a reent ganti evid sarmon hag evid ober katekiz. Deuz e du e houlenn Émile Combes digand prefed Penn-ar-Bed, Henri Collignon, kas da benn e enklask dezañ. Biskoaz n'eus bet aozet eur studi ken ledan all, an eil o tislared egile ouspenn ze, da glask kleved pehini an implij euz ar yezou a veze komzet neuze e Breiz-Izel, koulz hag ar gont a dud a ree gand an eil pe gand eben hag an degoueziou ma reent ganto.

Ar brezoneg, yez an dud deuet, n'eo ket e peb leh avad

En o respont d'an Ao. 'n Eskob, e sav ar veleien eun daolenn e penn kenta an XXved kantved deuz stad ar yez a oa boaz da gomz an dud deuet hag a heulie ar zarmoniou. Er parreziou diwar ar mêz, e vezent distaget e brezoneg nemetken ha dalhmad, ha « jamez e galleg ». Evid Ao. Person Ploneiz hag evid kalz euz e geneiled, « ne oa tamm tu ebed da veza intentet diwar ar gador-brezeg  ma ne veze ket ar zarmon e brezoneg”. E kêr ne veze ket klevet kement a vrezoneg avad. E Kastell-Paol evel e Gwaien, e veze greet gand an eil yez hag eben e-kerz an overennou-sul : e galleg en unan anezo, e brezoneg en diou all. E galleg e veze ar zarmoniou peurliesa er hêriou “braz” evel Kemper, Brest pe Konk-Kerne.

Daou dra z o da weled evelkent. Daoust ha ne ouie ket ar vrezonegerien a halleg ?  Hag ar re a ouie anezañ, daoust ha ne ouient tamm brezoneg ebed ? Derhel kont a ra ar bersoned euz an traou evel m’emaint. Ar pez a gont ar muia evito eo pehini ar yez a gaoze ar muia an dud. En eur barrez diwar ar mêz, pa gav dezo e vez komprenet brezoneg « gand an oll selaouerien » war veteg unan bennag, e vez ar zarmon e brezoneg. “Daoust hag-eñ ‘kav deoh e karfe ar veleien komz eur yez na vefe ket komprenet gand o selaouerien ?”, eme person Tredarzeg, e bro-Dreger.

Se zo ive hervez rumm sosial an dud fidel. E Kemper hag e Brest, an overenn-vintin a vez darempredet gand an devezerien hag ar mitizien deuet diwar ar mêz da labourad e kêr : int-i a vez prezeget dezo e brezoneg. E Kêrber, e-tal Brest, eo micherourien ar porz a houlenn ma vefe dalhet da brezeg dezo e brezoneg ive. Pa vez muioh-muia a douristed er vro ha pa vez sêzonerien, e vez klevet galleg er gador-brezeg. E galleg e kaoze person Plouganou « en hañv pa vez neuñvierien » koulz ha person Penmarh da boent peskerez ar zardin hag e-pad ar vakañsou.

Le breton, langue des adultes, mais pas partout

 

Kartennou yez ar prezegerez hag ar hatekiz e Penn ar Bed. Rei a ra an diou gartenn da weled dija penaoz em droio an implij a reer euz an eil yez hag eben. Evid pez a zell ar hatekiz o-deus greet eun drederenn euz ar parreziou eun dibab yez disheñvel deuz an hini a zalhont dezañ evid ar prezegerez. Teir gwech niverusoh eo ar re ma reer katekiz e galleg d’eun toullad bugale da nebeuta evid ar re ma vez klevet sarmoniou e galleg gwech ha gwech all. Kartenn orin : Louis Élard. Bet livet gand Gwenola Derrien ha Fañch Broudic. Karta grafik BCD : Mikaël Le Bihannic.

Testeni ar skolaerien bublik

Etre daou zoñj ema Émile Combes pa zispleg dezañ prefed Penn ar Bed eo ar brezoneg e 1902 ar yez nemeti hag a oar ar wazed ouspenn 40 vloaz, hag e houlenn digantañ beza sklêrijennet kerkent diwar ar 123 gumum ha “ne fell ket dezo” ober gand ar galleg en ilizou. Ne deu ket a-benn an archerien da houzoud kalz tra pa ‘z eont war droad pe war varh en eur barrez. Dre ma vezont digemeret fall a-walh gand an dud, strafuillet ma vezont ouspenn-ze, e skriv is-prefed Montroulez d’ar skolaerien da houlenn diganto penaoz e welont an traou.

Lavar-dislavar int. Eun afer rummad eo hervezo, hag anzao a ra meur a hini “e kompren gwelloh an darnvuia euz an dud euz a galz ar brezoneg evid ar galleg.” Hervez lod all, “e hell tud ar barrez komz galleg pe intent anezañ”, pez na zinifi tamm ebed ne gaozeont ket brezoneg. Hervez eur skolaer, “ar vugale pa vez fin dezo mond d’ar skol, ar zoudarded eur wech distro war-lerh o amzer ne gomzont ken nemed brezoneg hag e vez ankouêt buan ganto an nebeued [a halleg] o-devez bet desket”. Diouz ma lar unan all, « ez eus [ive] amañ tud ha ne gomprenont ket an disterra ger brezoneg ».

Taolenn ar yezou o kemm e Breiz-Izel e 1902

Ma vez laket an eveziadennou a zo bet kaset gand ar bersoned d’o eskob koulz hag ar re a zo bet dastumet war houlenn ar prefed hag e zervijou e Penn ar Bed da dalvezoud evid Breiz-Izel a-bez e penn kenta an XXved kantved, e heller taolenni an implij a ra Breiz-Izeliz euz an eil yez hag eben dre berz an dregantajou da heul, nemed n’eus ket tu da lakad an eil rumm ouspenn egile :

  • Eun hanter deuz ar boblañs ne ouzont nemed brezoneg. Pez a dalv ez eus cheñchamañchou en hent abaoe an XIXved kantved, ha n’eo ket se nemetken : an dregantad a vugale a vez greet katekiz dezo dija en galleg a zo eur zin all
  • An tri-hard a oar brezoneg hag a zo boaz da gomz anezañ, hag ar yez-mañ nemetken
  • Eur hard a ouife an diou yez
  • Eun hanter euz ar boblañs a hell intent ar galleg
  • Eur hard a hell en em zisplega e galleg, hag a zo ar yez nemeti evid lod ha n’ouzont ket brezoneg, ar re all ne gaozeont anezañ nemed gwech ha gwech all.

War an dresadenn, an implij a vez greet deuz an eil yez hag eben gand ar boblañs e Breiz-Izel e penn kenta an XIXved kantved (1902-1905). N’eus ket tu da lakad an eil rumm ouspenn egile.

A-hend-all, e cheñch an implij a reer euz eur yez pe unan all hervez an demografiez hag an douaroniez. Galleg e oar gwelloh ar rummajou yaouanka evid na ra ar re gosa. War ar mêz e ra kazimant an oll gand ar brezoneg : hen anzao a ra servijou ar Stad end-eeun. E kêr eo ar hontrol : mestr eo ar galleg, daoust ma zo forzig tud hag a oar brezoneg ive er hêriou. War ar mêz eur krog d’ober ive gand ar galleg, nemed eo unan euz an traou a dabuter ar muia diwarnañ. 

 

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Fañch Broudic, « Komz brezoneg e penn kenta an XXved kantved », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 30/11/2023.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/komz-brezoneg-e-penn-kenta-an-xxved-kantved

LEORLENNADUR

  • Broudic Fañch, La pratique du breton de l’Ancien Régime à nos jours, Rennes, Presses universitaires de Rennes, 1995.
  • Broudic Fañch, L’interdiction du breton en 1902. La IIIe République contre les langues régionales, Spézet, Coop Breizh, 1997.
  • Broudic Fañch, Combes a-eneb ar brezoneg, Brest, Brud Nevez, 1998.
  • Ford Caroline, Galliou Patrick (trad.), De la province à la nation. Religion et identité politique en Bretagne, Presses universitaires de Rennes, 2018.
  • Le Gallo Yves, « La Bretagne bretonnante. Le combisme anti-bretonnant. », dans Balcou Jean, et Le Gallo Yves (dir.), Histoire littéraire et culturelle de la Bretagne, tome II, Paris-Genève, Champion, 1987.

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù