Jean-Michel Le Boulanger
Jean-Michel Le Boulanger a zo Doktor war al lizhiri ha mestr-prezegenner war ar geografiezh e Skol-veur Breizh-Su en Oriant. Prezidant gouelioù ar mor e Douarnenez eo bet etre 2000 ha 2010 ha dilennet eo bet e Meurzh 2010 er c’huzul rannvro evel bez-prezidant e karg eus ar sevenadur. Perzh en deus kemeret en embannadurioù niverus, oberennoù a-stroll, kendivizoù, pennadoù kelaouennoù war an istor, ar geografiezh pe ar bolitikerezh sevenadurel.