Ar romantoù arzhuriek diwezhat : arz an adaozañ ?

Aozer : Patricia Victorin / Mae 2023
Kalz e vez skrivet c'hoazh diwar-benn avanturioù ar roue Arzhur e dibenn ar Grennamzer. An haroz mojennel bet ganet en hengoun brezhon e deroù ar Grennamzer o devezh plijadur lennerien nobl ha gouiziek an Europa a-bezh gantañ, hag e lez Breizh ivez. Evit nevesaat an danvez lennegel, ne baouez ket an oberourien da zigeriñ tachennoù nevez. Tamm-ha-tamm e teu ar roue Arzhur, na oa anavezet nemet d'an noblañs, da blijout da renkadoù sokial all.

« (C’était) Le temps de l’amour, le temps des copains et de l’aventure »

Françoise Hardy

Er 14vet hag er 15vet kantved, a vez graet « diskar-amzer ar Grennamzer » anezho gant an istorour Johan Huizinga, ne baouez ket romantoù an hengoun arzhuriek d'ober berzh, daoust ma ne reont ket kement e Frañs d'ar mare-se. Padal e oant bet ganet en 12vet kantved dindan pluenn Chrétien de Troyes. Mil blijet e vez al lennerien hag al lennerezed c'hoazh gant avanturioù Arzhur, an denjentilezed ha marc'heien an Daol Grenn, a vez skrivet e komzoù-plaen adalek an 13vet kantved, ha fonnus alies o zestennoù (evel e kelc'hiad al Lancelot-Graal). Gwir a-walc'h eo gloazet ha marvet Arzhur oc'h en em gannañ gant Mordred, e vab-insest, ha marv eo ar varc'heien vrudet pa n'int ket en em dennet da benitioù. Goueledet eo bet hollved Arzhur da vat. Echu eo avanturioù ar Graal. Petra a c'heller kontañ neuze ? Padal e kendalc'h ar faltazi da lakaat Arzhur hag e lez da vevañ en-dro en Europa a-bezh. Perak eo bet ket bras e verzh ha penaos kendalc'h da skrivañ danevelloù arzhuriek bremañ m'eo echu rouantelezh Arzhur ?

Kas an avantur war-raok pe tennañ gounit eus berzh Arzhur

Guiron o lazhañ ar Ramz. Mammenn : BnF, Arsenal 3477 fol. 328

Bev-birvidik eo c'hoazh an hengoun arzhuriek e dibenn ar Grennamzer. Ur gwir vammenn a demoù, a dresoù, a dudennoù hag a frammoù a gaver ennañ evit plijout d'al lenner, hag aesaat labour an daneveller. Rummad lennegel sokial ma 'z eus, diskouez a ra ar romantoù arzhuriek kemmoù ideologel ha sevenadurel o amzer evel ma rafe ur melezour. Gouzout a reont kemm gant o amzer ivez : ar sell war ar garantez kourtes peurgetket, a oa gwelet a dra sur evel diamzeret ha faos, a c'hell bezañ lakaet en arvar didruez d'ar mare-se.

Kalz o deus pouezet ar vurutellerien war ar fed n'o doa ket kalz a zanvez d'ober gantañ ken an oberourien, dizanv evit al lodenn vrasañ anezho, e fin ar Grennamzer. Ne chome nemet an toulloù a oa bet laosket e-barzh ar c'helc'hiadoù bras - toulloù pe frailhoù ne oant ket brasoc'h eget kontañ bugaleaj an harozed, anez e vefe kontañ avanturioù tadoù an harozed pe diskennidi an harozed. Evit gwir emañ an danevellerien e-tal ur bras a ziaezamant : penaos « kontañ Arzhur » pa 'z eo marv ? Ret eo anzav e vez al ledanaat un doare aes da dennañ gounit eus ar berzh graet gant skridoù koshoc'h, o plasañ an danevell nevez en ur c'helc'hiad bras bet skrivet dija, dindan stumm un avantur nevez, met o sellet war-giz.

Meur a zibab o devez ar skrivagnerien : an doare bet dibabet gant oberour Guiron le Courtois a zo an hini ampletusañ. Emañ e zanevell en ur mare a-raok Arzhur, e rummad an « tadoù ». Ar romant-mañ, bet skrivet e 1235-1240, a leurenn tadoù Arzhur, Tristan, Érec, hag all hag all, tro-dro d'an haroz a ro e anv d'ar romant. Kontañ istor bugale an harozed arzhuriek a c'heller ivez, evel en Ysaïe le Triste a gont avanturioù mab Tristan hag Izold – e anv-bihan, Ysaïe, o plezhañ anvioù e dad hag e vamm – a-raok danevelliñ avanturioù e vab, bet anvet Marc, souezhusañ tra, evel eontr Tristan ha gwaz Izold.

Un hent all a vo kemeret gant ar Perceforest, bet kompozet etre 1337 ha 1344. Diskouez a ra deroù an hollved arzhuriek hag ur mell etre marc'hegiezh pagan Aleksandr ha marc'hegiezh kristen Arzhur.

Guiron le Courtois. Enlivadur eus ar 14vet kantved. Milano, NAF 5243

E danevelloù 'zo e vez empennet doareoù all. Evel-se emañ en ur romant dizanv kurius bet skrivet er 15vet kantved. Le Conte du Papegau a c'hoarvez a-raok romantoù Arzhur, daoust ma 'z eo bet skrivet kalz war o lerc'h. Tostaat a ra en-dro ouzh romantoù Chrétien de Troyes, daoust ma 'z eo skrivet e komzoù plaen. Distreiñ a ra war-zu orin ar romantoù arzhuriek o kontañ taolioù-kaer kentañ Arzhur. Er romant berr-mañ, tost da vezañ un diverradenn eus an danvez kourtes hag arzhuriek, Arzhur, marc'heg yaouank nevez-armet hag o paouez bezañ kurunet, en deus kompagnunezh ur papegau (ur peroked enkorfet ennañ an traoù bet lavaret dija hag an adlavar) en e avanturioù. Gantañ e anavezont ur bed lennegel a zo deuet kozh dija. D'e dro e vev ar roue yaouank kement avantur bet bevet gant marc'heien an Daol Grenn dindan pluenn Chrétien de Troyes, met dilec'hiet anezho oc'h ober al lu pe oc'h ober fent.

Adaozañ, diboultrennañ pe skuriañ : penaos sevel traoù nevez diwar traoù kozh pe traoù kozh diwar traoù nevez

N'eo ket a-walc'h d'an danevellerien adaozañ. Diboultrennañ pe skuriañ ar romantoù kozh a reont evit ma vefent diouzh ar c'hiz nevez, o c'houlennata ar ger-ardamez a armoù hag a garantez a oa bet graet gantañ betek-hen evit plijadur al lennerien hag al lennerezed.

Karantez hag he lez. 15vet kantved. Mammenn : BnF français 12476, fol. 6 v.

An diboultrennañ, pa n'eo ket skuriañ, a ya gant meur a hent : diverkañ an traoù bet ouzhpennet a vuzul d'an amzer, pezh a dalvez mont war-zu ar vammenn en-dro, war-zu orin ar garantez kourtes. Met talvezout a ra mont hebiou anezhi ivez, oc'h ober al lu outi. Pa vefe goulennataet e tabutoù-luadenniñ, pa vefe leurennet oc'h ober gant doareoù ar c'hoariva, ar ger-ardamez a armoù hag a garantez a ro dizehan peadra da gontañ, da skrivañ, da welet er romantoù arzhuriek diwezhat.

Lakaat ar bed e stumm ur romant

Kurius eo pegen heñvel eo lennegezh arzhuriek dibenn ar Grennamzer ouzh ar pezh a ra an istorour Michel Pastoureau « enromancement » anezhañ : lakaat ar bed gwirion e stumm ur romant. E lez ar Bourgogn, evel e lez Breizh, e c'hoari an noblañsoù arvestoù-marc'heg bet kavet ganto er romantoù. Arvestoù krog ha pas d'armes a vez c'hoariet gant kalz a soutilder, ur soutilder a ziskouez eo peurvat an anaoudegezh o deus eus al lennegezh arzhuriek.

Porus o lazhañ ar Paun. Un hengoun kourtes boutin a oa er 15vet kantved ober gouestloù war ul loen marv (ur paun, ur fazan...) e-pad ul lid. Da vare ur banvez e veze graet gouestl d'ober un dra bennak, en anv Doue, o kemer al loen da dest. Diwar-benn un obererezh marc'heg e veze graet ar bromesa. Mammenn : Fol. 55v : Porus tue le paon - Le banquet des Vœux du Paon Jean Wauquelin, Les faits et conquêtes d'Alexandre le Grand Flandre, atelier de Mons, 1448-1449.

An abadennoù-mañ, a deu da vezañ lidoù leurennet, a zo niverusoc'h-niverusañ e lez ar Bourgogn. Diskouez a reont kengred renkad an noblañsoù hag ar varc'heien. Tamm-ha-tamm e vint gwelet e lec'hioù all, dirak arvesterien all ivez. Muioc'h liesseurt e teuio an arvesterien da vezañ a vuzul d'an amzer, ha muioc'h a gêriz a vo kavet en o zouez ivez. Da vare Brezel Kant Vloaz e embann rouaned Breizh-Veur eo arzhuriek o orin dezho, pa n'eo ket hini Bro-C'hall. Setu penaos e teu Arzhur da vezañ « brezhonoc'h » en ur mod, daoust ma plij d'an dud en Europa a-bezh. Met e Breizh Vihan e vez talvoudekaet mojenn Arzhur c'hoazh a-benn harpañ aotrouniezh an dug a Vreizh. E mod-se e klask an duged a Vreizh, hêred dinastiezh ar Voñforzhed, diazezañ o reizhegezh a-gozh hep atahinañ roue Bro-C'hall. Arzhur a daol gwaskedenn, daoust ma ne vefe ket lavaret splann.

En em silet eo Arzhur e faltazi an Europa a-bezh, pezh a weler gant giz an anvioù arzhuriek (Arzhur, Lañselod, Tristan), en noblañs da gentañ, e-touez ar vourc'hizien ken abred hag an 13vet kantved, a-raok ma teufe betek ar beizanted pinvidik. Setu penaos eo deuet al lennegezh arzhuriek d'en em silañ er vuhez pemdez. Teuziñ a ra ar vevenn etre ar bed gwirion hag ar bed a faltazi, gant testennoù o vont hag o tont etre an droug-hirnez hag al lu.

Troet gant Lena Catalan Marcos

 

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Patricia Victorin, « Ar romantoù arzhuriek diwezhat : arz an adaozañ ? », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 9/05/2023.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/ar-romantou-arzhuriek-diwezhat-arz-an-adaozan

LEVRLENNADUR

  • Ferlampin-Acher Christine (dir.), La matière arthurienne tardive en Europe (1270-1530). Late Arthurian Tradition in Europe, Rennes, Presses universitaires de Rennes, 2020.
  • Huizinga Johan, L’Automne du Moyen Âge, (trad. français en 1919), Paris, Payot, 1993.
  • Pastoureau Michel, « L’enromancement du nom. Étude sur la diffusion des noms de héros arthuriens à la fin du Moyen Âge », Couleurs, Images, Symboles, Paris, Le Léopard d’or, 1986.
  • Stanesco Michel, Jeux d’errance du chevalier médiéval. Aspects ludiques de la fonction guerrière dans la littérature du Moyen Âge flamboyant, Leyde, Brill, 1988.
  • Le Conte du Papegau, éd. bilingue, H. Charpentier et P. Victorin, Paris, Champion, Classiques du Moyen Âge, 2004.

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù