Ar Sklerijennoù, oadvezh aour chalonied Breizh ?

Aozer : Olivier Charles / Genver 2021

Ur skouer vat eus ar chalonied a save reuz a oa hini Landreger, Jacques Le Dot. E 1703 e oa bet barnet en ofisialded (lez an Iliz) abalamour «m’en doa bet darempredoù er-maez reolenn gant femelezed, dimezet ha dizimez ». Ouzhpenn da-se emañ o vevañ gant ur vaouez, ha bet en doa ur bugel ganti. Suspentet e oa bet, ha kastizet da chom er c’hloerdi, daoust da-se e oa o chom ganti c’hoazh e 1713. Met ma oa ur blegenn ha ne oa ket ken ral-se er XVIIvet kantved, e oa nebeutoc’h outo goude‑se, ha gant ar reolennoù lakaet da dalvezout hag an amzer, ne gaver ket kement a skouerioù emzalc’hioù direol en eil lodenn an XVIIIvet kantved e-barzh rolloù kuzuliadennoù ar chabistroù.

N’eo ket bet ken splann an emdroadur e-touez ar golisted, ha pa rankfed pazenniñ hervez an ilizoù-meur. E Gwened da skouer, etre 1700 ha 1703, e kaver ar chabistr krog‑ha‑krog gant unan eus e ganerien, Jean Richin, ha ne baouez ket da sevel reuz ha d’ober an heg, pa veze o ren «ur vuhez diroll», o krozal « da bep koulz ha war pep hini… pe e vefe e-doug al lidoù, er chantele, e-pad ar sonerezh », pa n’en deus doujañs ebet ouzh ar chalonied, mouzh mestr ar sonerezh, pa zebr kig da Wener ha da Sadorn. Ouzhpenn da‑se e ro «taolioù troad d’ar vugale dre a-dreñv» pa vez mezv e-pad an ofisoù, betek mont da glask gwallañ gwreg e lojer. E dibenn ar c’hantved, er bloaz 1785, eo gwall dreboulet buhez kor Sant-Pêr Gwened. Charles Launay a oa ul laik, eil is-kiniad en iliz-veur, zo bet kastizet garv er chabistr evit bezañ bet disoñjet «dougen ar chap e-doug ar gousperoù ». Hag e‑keit m’emañ Léonard de Douhet, kiniad ar chabistr, o kas da soñj dezhañ en-dro e zever ez eo savet krog e vreur, an arc’hbeleg Jacques Adrien Launay, ha« kement a reuz a voe savet gant an eil koulz ha gant egile, gant o c’homzoù distaget war un ton dichek, ken ma voe ret serriñ dor ar sekretiri evit mirout ouzh an dud da vezañ ofañset ».

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Olivier Charles, « Ar Sklerijennoù, oadvezh aour chalonied Breizh ? », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 21/01/2021.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/ar-sklerijennou-oadvezh-aour-chalonied-breizh

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité