An du : “liv” ar Vretoned
N'eus tamm prouenn avat e vije bet eus ur banniel gwenn e groaz du da vare ar C'hroaziadegoù. Sevel a ra kentoc'h, evel ar reoù all savet war ar memes patrom (kroaz ruz ar Saozon, kroaz wenn ar Frañsizien...) da vare ar Brezel Kant Vloaz. Kavet e vo diwezhatoc'h evel banniel-mor, gant brizhennoù erminig.
An aerouant hag ar ruz
A bep seurt traoù a ro da c'houzout dimp e veze graet gant an aerouant ruz gant pennoù bras ar Vrezhoned, koulz reoù an Douar-bras ha reoù an Enez, da vare ar Grennamzer uhel. Er penn kentañ e oa ur seurt mañch-aer danvez, gant ur genoù metal, a veze gwintet e penn ur vazh hir. Tres an aerouant ruz war ur banniel bras a voe eeunaet en ur bandenn ruz war ur foñs gwenn. Gwelet a reer ivez e kaver bandennoù ruz war ardamezioù an tiegezhioù nobl a lavar diskenn eus roueed Breizh.
An erminig : deuet eus an arallvro
En heraldik eo an erminig ur feur stilekaet, gwenn-holl eo (liv e feur e-pad ar goañv) gant beg lost al loen (du-pod) staget a-engroaz. Deuet eo an erminig en istor Breizh gant Pêr Dreux, lesanvet ar Brizhkloareg, anezhañ ur priñs kapesian deuet da vezañ pried Aliz, hêrez an dugelezh e 1214. Ar priñs kenseurt-se a rae gant ardamezioù e diegezh (echedaouet en aour hag en glazur).
Evit dishañvalout diouzh tud all e diegezh e ra gant ur diforc'h, a zo ur c'hrennbalefarzh evitañ. Unan eus e ziskennidi, Yann III (1321-1341), eo a zivizas lakaat ar c'hrennbalefarzh-se da dalvezout evit ar skoed a-bezh, ar pezh a vez graet erminig plaen. Gant an dibab-se e kord livioù an dug, ar gwenn hag an du, gant al livioù a seblante bezañ reoù Vreizh c'hoazh. Diwar an amzer-se e teuas an erminig da vezañ unan eus an doareoù da gas war-raok brud politikerezh pennoù meur Breizh.
Un taol politikel e seblant bezañ. Tres ar brizhennoù war ur foñs plaen a laka duged Breizh da vezañ war ar memes live ha roueed Frañs gant o skoed en glazur e flourdiliz en aour. War ar memes tro e tilezont al livioù glas ha melen, reoù roue ar Frañs eta, evit diskouez ez int digabestr a-grenn.
Mojennoù a voe savet, ha kronikourien ’zo a embannas e voe degemeret arouez an erminig adalek penn kentañ istor Breizh. Tamm-ha-tamm e voe degemeret an arouez-se gant an dud, ha dont a reas an erminig, koulz an ardamezioù hag al loenig, da vezañ arouez pennañ Breizh.
Ar geltiegezh o tont war-wel
E-kerzh an XIXvet kantved e kav Breizh en-dro he gwriziennoù keltiek ha liammoù a vez graet gant ar broioù keltiek all, e-sigur emsav an drouized da gentañ penn.
An triskell
Dont a ra ar ger triskell eus ar gresianeg triskelês (teir esker pe teir gar). Un arouez eo hag a vez kavet dre ar bed. Dre ma vez kavet kalz hag ingal en arz La Têne eo lakaet da vezañ arouez pennañ ar Gelted. Abalamour da gement-se e voe adkemeret gant arzourien Breizh etre an daou vrezel. Brud a dapo buan a-drugarez da luskad arzourien ar Seizh Breur, o doa lakaet da bal reneveziñ arz pobl Vreizh. Ul lusk nevez a dapo e dibenn ar bloavezhioù 1960 gant berzh ar sonerezh keltiek giz nevez e Breizh.
Ur c'han hollgeltiek
“Bro Gozh ma Zadoù, diwar Hen Wlad fy Nhadau, savet e 1856, a zo kan broadel Kembre. E-tro ar bloaz 1897 e voe savet an doare brezhonek gant ar barzh Taldir (Frañsez Jaffrennou, 1879-1956), a zeuy diwezhatoc’h da vezañ Drouiz Meur Breizh. Lakaet e voe da “gan broadel Breizh” e-kerzh kendalc’h Kevredigezh Vroadel Breizh, bodet e 1903 e Lesneven. D’ar mare-hont e klaske Kevre ar Gelted lakaat kan broadel Kembre da vezañ kan broadel an holl vroadoù keltiek. Met n’eus nemet ar broioù predenek (Kembre, Kernev-Veur ha Breizh) a-gement o deus graet an dibab-se.
Ur blantenn pe ziv
Ar brug, arouez dalc’husted ar Vretoned, hag a c’halv da zihun Breizh gant o c’hleierigoù. Arouez Keltia eo ivez. Lakaet e vez al lann da arouez Breizh a-wechoù ivez. Berzh a raent en XIXvet kantved hag e penn kentañ an XXvet kantved met abaoe ne vezont ket lakaet nemeur war-raok.
Ur banniel d’ar pevar avel
Graet e vez ar “Gwenn-ha-Du” anezhañ. Deuet eo da vezañ arouez pennañ Breizh. Daoust da se n’eo ket ken kozh-se. Savet eo bet e-kerzh ar bloavezhioù 1920 gant an arkitektour Morvan Marchal, eilet gant Ronan Klec’h (lesanv René Rickwaert). O fal e oa reiñ da Vreizh un arouez modern da Vreizh, war skouer ar pezh a veze graet e lec'h all en Europa ma veze gwelet ar pobloù o tihuniñ (Iwerzhon, Katalonia, Finland, Bro-Vask...) o kemer bannieloù gant tresoù modern. Miret e voe al livioù hengounel, ar gwenn hag an du hag ar brizhennoù erminig, en ur ouzhpennañ bandennoù gwenn ha du evit diskouez pegen liesseurt eo Breizh. D'an ampoent e veze tamallet d’ar banniel a veze graet gantañ betek neuze — an hini erminigaouet, banniel an duged — e zoare mod kozh, blaz ar renad kozh gantañ ha diaes da welet, betek ma veze kemeret alies evit banniel ar roueelourien c'hall. D’an 20 a viz Gwengolo 1927 e voe dibabet ar banniel nevez da “vanniel broadel Breizh” e-kerzh emvod diazezañ Strollad Emrenerien Breizh a oa ennañ holl luskadoù an emsav breizhek eus an ampoent. Da gentañ ne veze graet gantañ nemet gant an emsaverien bolitikel ha sevenadurel, met tamm-ha-tamm e voe degemeret gant an holl e Breizh adalek ar bloavezhioù 1960.
N’eo ket ken ur banniel ken emsavel ha ma oa a-raok, met gwelet e vez alies-kenañ bremañ gwintet gant ar Vretoned o veajiñ dre ar bed-holl.
Un arouez da vont ha da zont
BZH eo doare krennet an anv BreiZH. Ijinet e voe da gentañ penn gant studierien vreton eus Pariz, pa oant izili eus ar MOB (Luskad evit Aozañ Breizh), e doare ur pegsun da begañ ouzh revr ar c’hirri-tan. Berzet e voe da gentañ penn ...ar pezh a zegasas muioc'h a vrud dezhañ c'hoazh ! Graet en deus e doull hag e 2014 e voe degemeret da vat evel astenn internet (.bzh), dek vloaz goude ma voe roet lañs d'ar raktres.