Bretoned New York

Aozer : Erwan Chartier / Here 2020

Bep bloaz e weler ur bagad o kemer perzh e dibunadeg veur Gouel Padrig e New York rak, ma n’eo ket ken niverus ha diaspora an Iwerzhoniz, e kaver memestra meur a zek mil ezel e kumuniezh Bretoned New York, lod anezho staliet du-se en tu all d’ur c’hantved zo.

Adalek dibenn ar Grennamzer ez eus Bretoned o taremprediñ aodoù Amerika an Hanternoz, met n’eo nemet e dibenn an XIXvet kantved m’int bet oc’h en em staliañ eno da chom. Er bloavezhioù 1880 ez eus bet lod outo o vont war-zu aod Reter ar Stadoù-Unaned d’en em staliañ, pe evit bout mevelien, pe liorzhourien. Muioc’h-mui outo a voe pa zigoras labouradeg Michelin e Milltown, un 50 km bennak eus New York. Tost da 3 000 Breizhad, a-orin eus Gourin ha Roudoualleg a oa aet da labourat eno, ha kerent pe mignoned dezho zo bet broudet ganto da zont d’ o heul.

Niverus eo bet ivez ar Vretoned e labouradegoù seiz Kornôg New York, pe c’hoazh e micherioù ar metalouriezh e Pittsburg, lec’h ma c’helled renabliñ, etre an daou vrezel, tri c’hant tiegezh a-orin a Vreizh. Adalek ar mare-se, hag en eil lodenn an XXvet kantved, un niver bras outo o deus graet o mad eus brud vat keginerezh giz Bro-C’hall, ha digoret tiez-debriñ en New York. Evit lod outo eo redet an dour d’o milin, evel an Itron Sévénant eus Langoned, mestrez ar Brittany de jour, etre an 53vet hag ar 54vet straed. Lod all o deus pinvidikaet ivez a-drugarez d’ar sevel-tiez, evel Youenn Nedeleg eus Kastell-Nevez ar Faou, deuet da vout milioner en ur sevel kenkizioù.

Frammet eo bet kumuniezh ar Vretoned goude ar brezel, hag en em vodet da geñver gouelioù bras, evel hini Dugez Bretoned Amerika. Daou skipailh c’hoarierien melldroad a zo bet savet ivez, evel ar Stad Breizhat a vez eus outañ an deiz hiriv c’hoazh.

Lod eus Bretoned New York o deus graet berzh ivez war an dachenn sevenadurel, evel da skouer ar barzh ha kaner Youenn Gwernig, mignon d’ar skrivagner Jack Kerouac. Hemañ a oa e penn skrivagnerien ar beat generation, ha dont a rae e hendadoù eus tu an Uhelgoad, hag alese e rae Breizhad eus outañ e-unan.

Logo Stad Bretoned e NY. Skipailh Breizhek melldroad (soccer), bet savet e miz Kerzu 2006 gant ur Gall-amerikan, Charles Kergaravat. A-orin eus Gourin.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Erwan Chartier, « Bretoned New York », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 1/10/2020.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/bretoned-new-york

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité