Ar Vretoned en harlu

Aozer : Erwan Chartier / Genver 2021
Stag eo ouzh ar Vretoned ar vrud ma vefent beajourien, ha gwir eo, kantvedoù ‘zo e kaver un tamm pep lec’h dre ar bed ergerzherien, marc’hadourien, soudarded ha misionerien a orin eus Breizh. Met stankoc’h eo bet an divroañ war-zu broioù zo, evel Enez-Frañs, ar Perigórd, pe c’hoazh New York.

Luziet e seblant bezañ ar mareoù divroañ eus ar Vretoned, dre ma oant stag ouzh darvoudoù liesdoare ha liesstumm, ha gwriziennet don en istor ar Vretoned. Anv Breizh oa bet roet da ledenez an Arvorig abalamour d’an divroidi deuet eus Breizh-veur en tu all d’ar mor, e dibenn an Henamzer ha penn-kentañ ar Grennamzer, daoust ma ne anavezer ket mat a-walc’h astenn an divroañ-se, pa vank dielloù deomp.

Bez ur beleg a Vreizh en iliz parrez Sant Erwan ar Vretoned kêr-Roma. Luc’hskeudenn gant : Erwan Chartier
E dibenn ar Grennamzer e kaver kumuniezhioù Bretoned e diavaez an dugelezh, e kêrioù bras ar Frañs, evel e Pariz, Añje pe c’hoazh Chartrez.  Kavout a reer Bretoned e pep live ar gevredigezh, studierien deuet da gerc’hat skolioù-meur ne veze ket diouto e Breizh (evel Bernez eus Molan e Chartrez), ha tudigoù divroet deuet gant o micherioù dister. Bretoned divroet a gaver ivez e-touez martoloded ha koñversanted e diavaez ar Frañs, evel en Andalouzia, pe e porzhioù meur Europa da neuze, evel Bourdel pe Brugge. Meur a vartolod a Vreizh a veze o chom er gêr Flamank-se, ha lod outo deuet da bakañ ur vrud souezhus, ar mouller Yann Britto da skouer, paotr Pipria (Presperieg) deuet da vout julod e Brugge.

 

Er bed a-bezh

Adalek ar XVIvet kantved evo gwelet ar Vretoned o tivroañ da heul troioù politikerezh trevadenniñ ar Frañsizien. Dre m’eo Breizh ur vro e-tal ar meurvor e weler diorren ar porzhioù-mor a-feur ma kresk niver an douaroù trevadennet. Ha gant ma vezont o c’hounit o boued war bankoù pesketa hanternoz ar Meurvor Atlantel eo bet niverus ar Vretoned oc’h en em staliañ en trevadennoù amerikan, er C’hebek dreist-holl, war an tamm douar-se bet anavezet gant Jakez Karter er bloavezhioù 1530. Eno eo e kaver o diskennidi hiriv an deiz c’hoazh, e Sant-Pêr ha Mikelon dreist-holl

 

Kemer a ra perzh ar Vretoned e trevadennoù an Antilhez ivez, ha dreist-holl en hini pinvidikañ anezho da vare ar Renad kozh : Santo Domingo, deuet da vezañ Haiti abaoe. Bras e chomas perzh ar Vretoned eno goude an emrenerezh, abalamour d’ ar Vatikan da fiziañ e beleien a Vreizh, ha da frered Ploermael dreist-holl, ar gefridi da stummañ tud ar vro da vout beleien. Bev-mat eo c’hoazh ar soñj eus ar Vretoned ivez war enezeg Lésent p’eo orin a Vreizh darn vras an annezidi el ledenez. Kavout a reer ivez misionerien a orin eus Breizh un tamm pep lec’h dre ar bed, en Afrika peurgetket, abaoe diorren impalaeriezh trevadennel ar Frañs.
Pennad bruderezh embannet er gelaouenn Nouvelle-France vit trevadenn Port-Breton er Meurvor Habask :  Kazetenn trevadenn dizalc’h Port-Breton, Oseania, 15 a viz Du 1881. Trugarez da : Levraoueg Vroadel  Bro-C’hall, rann ar Gwir, ekonomiezh ha politikerezh, KO-3094

Niverus eo bet ar Vretoned bet o c’hounid o brud en astenn ar soudarded en trevadennoù ar Frañs, Rene Madeg en Indez da skouer, Charner en Indez-Sina pe c’hoazh Bouët-Willaumez en Afrika ar C’hornôg. E-kichen politikerezh trevadennel ar Frañs e kaver en XIXvet kantved un dornadig strolladoù Bretoned o klask sevel trevadennoù, taolioù-esa chomet berr. Ur raktres all a chomas sac’het ivez, daoust ma oa skoazellet gant ar barzh Charlez a Vro-C’hall, an hini bet savet e 1865, a-gevret gant Kembreiz war-zu Patagonia. Kantadoù a Vretoned a zo bet o tivroañ da Vro-Arc’hantina memestra, e korn-broioù disheñvel eus lec’h ma oa staliet ar Gembreiz e dibenn an XIXvet kantved. Ha raktres Porzh-Breton e Papoua e chomas bout abalamour d’ar wallskouer arc’hantel mantrus.

Divroañ diabarzh

Estreget un nebeud tud o flanedenn dic’hortoz, n’eus ket bet a zivroañ a-vras eus Bretoned o vont war gevandirioù all, estreget war-zu kêr New York e penn-kentañ an XXvet kantved. Padal e kaver an divroañ a-vras war-zu rannvroioù zo eus Bro-C’hall, dreist-holl etre 1850 ha 1950. Bras a-walc’h eo kresk ar boblañs e Breizh d’ar mare-se, war ar maez evit an darn vras anezhi. Dre ma n’eo ket diorroet a-walc’h an industriezh eno, kalz a dud o deus ranket divroañ.

Dirak ti ar Genvreuriezh er bloaz 1958. Luc’hskeudenn digant Dastumadenn Mignoned Bretoned Sant Denez. amicale@bretons-st-denis.frKentañ rannvro ma kaver Bretoned divroet eo hini Pariz. Ar maouezed a gave labour da vatez peurliesañ. Evel-se eo deuet tudenn «Becassine» da vezañ stereotip ar «Vretonez vat». Met lod all a zo aet da valeantez. Ar wazed o deus kavet labour el labouradegoù tro-dro da Bariz, evel-se e teu Sant Denez da vout unan eus ar brasañ kerioù Breizhek. Bretoned ar vannlev e-leizh a ya d’ober nerzh vras ar strollad komunour gall etre an daou vrezel, hag unan eus o renerien, Marcel Cachin, a oa paotr Bro-Ouelo. Hag un niver bras eus ar Vretoned divroet a zo aet davet ar brigadennoù etrevroadel, hag er Rezistañs goude-se. Betek nevez ‘zo o deus klasket komunourien koulz ha katoliked reiñ ur framm d’an divroañ just a-walc’h. Gant an abad Kadig e voe savet ur barrez vreizhek e dibenn an XIXvet kantved. Hag ar Mision Breizhek, bet savet gant an tad Elie Gauthier e 1947, ha buhezekaet gant an tad ar C’hemener, a zo bet estreget ul lec’h sevenadurel, rak perzh en deus bet e degemer an dud e-doug an Eil Brezel Bed. E diabarzh ar SKG (PCF) ivez ez eus bet savet strolladoù evel hini ar Vretoned dishualet er bloavezhioù 1930

Stank a-walc’h eo bet ivez an divroañ war-zu an Havr Nevez, lec’h ma oa staliet unan eus ar c’henvreuriezhoù koshañ (50 000 diwar ar 180 000 annezad an Havr Nevez a zo a orin a Vreizh), ha war-zu ar Perigór, lec’h m’eo bet broudet ar Vretoned gant Ofis Landerne d’en em staliañ war zouaroù dilezet. Kavout a reer ivez Bretoned e porzhioù-mor brasañ ar mor Kreizdouarel, Marsilha ha Toulon; Graet e veze «Kermoco» diouto etre an daou vrezel, diwar «ker» ha «moco», hennezh al lesanv a veze roet da annezidi Su Bro-C’hall.

Pa zeuas ar jeneral a Vro-C’hall e miz Gouere 1960 e voe degemeret gant abadenn ar bagad. En diadreñv, Kolleter, paotr e gasketenn martolod, a roe kalz eus e amzer d’ar strollad, hag a save lañchennoù e-unan. Luc’hskeudenn gant : Kevredigezh Bretoned an Havr-Nevez.Estreget marteze rouedadoù Bretoned Pariz, ha daoust d’un divroañ ledan a-walc’h, (tost ur milion bennak a annezidi e Enez-Frañs a zo a-orin a Vreizh), n’eus ket bet a ziaspora gant ar Vretoned divroet en XIXvet hag en XXvet kantved, evel m’o deus bet graet an Iwerzhoniz en Amerika da skouer. Strivoù bras a c’heller merzhout abaoe un ugent vloaz bennak koulskoude, ha frammet eo bremañ rouedadoù ar Vretoned divroet.

 

Bet troet diwar ar galleg gant : Sten Charbonneau

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Erwan Chartier, « Ar Vretoned en harlu », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 25/01/2021.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/ar-vretoned-en-harlu

Levrlennadur

  • Le Bail Sylvain, Cœurs de Breizh, aux Bretons d’ici et d’ailleurs, Ploërmel, Les Oiseaux de papier, Coll. En partage, 2009, 288 p.
  • Le Moal Marcel, L’Émigration bretonne, Spézet, Coop Breizh, 2013, 560 p.
  • Letélié Isabelle, An Havr de Bretons, Histoire(s) des Bretons du Havre, Saint-Ouen, Libellule, 2016, 100 p.
  • Michel Joseph, Missionnaires bretons d’outre-mer, xixe-xxe siècles, Rennes, PUR, 1997, 302 p.
  • Violain Didier, Bretons de Paris. Des exilés en capitale, Paris, Éditions Parigramme, 1997, 153 p. (réédition Les beaux jours, 2009).

Pennadoù Skrid : 

  • Bernard Lysiane, « L’émigration "américaine" de la région de Gourin et ses conséquences géographiques », Norois, 1962, volume 34, n° 1, p. 185-195.
  • Chédeville André, « L’immigration bretonne dans le royaume de France du xie au début du xive siècle », Annales de Bretagne, 1974, volume 81, n° 2, p. 301-343.
  • Le Dour Olivier, « Bretons d’Amérique, les pionniers des Montagnes Noires », ArMen, novembre 1993, n° 55, p. 2-16.
  • Le Gall Myriam, « Le rêve américain. L’émigration bretonne de 1880 aux années 1930 », revue Kreiz Breizh, n° 7, 3e trimestre 2003.
  • Madec Annick, « Le cas des Bretons de Paris », Ethnologie française, vol. 41/2, 2011, p. 333-341.
  • Perrono Thomas, « Les Bretons de Paris face au concept de diaspora », Enenvor, 2013.
  • Raynaudon-Kerzerho Maïwenn, « Pourquoi tant de Bretons ont émigré ? », Bretons, mars 2013, n° 85, p. 33-38.

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité