Ar brezel en go
Abaoe ar bloavezhioù 1560 e veze kevreoù katolik o talañ ouzh an hugunoded. Kevre Péronne e oa an hini brudetañ, bet sinet e miz C’hwevrer 1576, ur bloavezh a-raok hini Naoned. Gant asant damguzh ar Roue, ha diouzh ma troe divizoù hennezh war zu pe du, e veze kaset anezhi gant ar c’hevreoù-se. Mont a-benn da Herri III avat a reas ar C’hevre meur, bet bodet tamm-ha-tamm en-dro da Herri de Guise pa gave d’ar re-se e plege ar roue betek re d’an Adreizhidi, hag aon gante e teufe ar protestant Herri a Navarra da roue war e lerc’h, dre ma ne oa hêr ebet dezhañ. Goude bezañ tec’het kuit eus Pariz e tivizas ar roue bodañ Stadoù Meur ar rouantelezh e Blois, gant ar soñj kadarnaat e c’halloud, ha lakaat a reas lazhañ an dug de Guise eno war un dro (miz Kerzu 1588). Raktal e savas ar Gevreourien o armoù a-enep dezhañ.
Ur brezel meur a bennkaoz dezhañ
Ha pa vez lâret ar c’hontrefed a-wechoù, n’eo ket chomet Breizh er-maez eus brezel ar relijionoù a gasas e reuz dre ar rouantelezh e eil hanterenn ar XVIvet kantved. An Adreizh, evit lârout gwir, ne oa ket aet pelloc’h e Breizh evit un nebeud porzhioù mor ha lec’hioù a oa dindan beli tiegezhioù hugunot galloudus. Daoust da se e oa kalz a noblañsoù Breizh en em enrollet abred-tre e tu pe du e diavaez-bro. Alies e veze harzoù Breizh , sko ouzh an Normandi hag ar Poitou, war var bezañ taget gant an drailh relijiel a gase e reuz eno. Paeañ an tailhoù savet gant ar roue da vagañ e vrezel a-enep ar brotestanted a ranke ar Vreizhiz ober ivez. Ar relijion avat ne oa ket pennkaoz nemetañ ur brezel bet kroget - hag echuet - gantañ e Breizh kalz diwezhatoc’h evit er peurrest eus ar rouantelezh. An darempredoù tost a veze gant marc’hadourien Naoned ha Sant-Maloù ha reoù Spagn, ar sach, taer alies, a veze war ar marc’had bras etre Bretoned ha tud ar Roc’hell, ar c’hevezerezh etre kêrioù ha tiegezhoù zo, a zo bet kaoz ivez d’an enebiezhoù ha d’an emglevioù a bep seurt. Goût mat a ouias Philippe-Emmanuel a Lotharingen, dug Merkeur tennañ e vad eus ar mesk-se.
Ur gouarnour amjestr
Breur-kaer Herri III ha gouarnour Breizh abaoe 1582 e oa hennezh. Chom a rae en entremar, kuit a vont splann a-du gant ar C’hevre bet savet gant e gendirvi de Guise a-enep ar roue abalamour m’e gavent re abaf ouzh ar falskrederien. N’en em daolas ket splannoc’h er jeu-se pa voe lazhet an dug de Guise e miz Kerzu 1588, met hijañ e rouedadoù e-touez an noblañsoù hag er c’hêrioù, hag aozañ difenn Naoned a reas. Ne c’hellas ket padout pelloc’h avat pa voe sinet o emglev gant Herri III ha Herri a Navarra d’an 3 a viz Ebrel ar bloaz war-lerc’h. Harpet gant prezegourien bras o levezon da vare Pask, e vodas e armeoù ; staliañ a reas kuzulioù an Unaniezh Sakr e meur a gêr ha broudañ emsavadegoù war ar maez e Bro Dreger hag e Bro Witreg. Hag antreal e kêr Roazhon zoken da staliañ eno ur c’huzul feal dezhañ hag a voe diskaret buan gant al lealourien. Kerkent hag arruet e Breizh avat e voe paket prizoniad ar c’hont a Soissons, bet kaset gant ar roue da adlakaat an traoù en o reizh.
Breizh rannet
N’en em savas ket an holl avat, nag evit an hevelep abegoù, pell a-se. Kalz a dud hag a ensavadurioù-kêr a savas a-du gant ar C’hevre er mizioù kentañ pa oa forc’hellek awalc’h diazezoù an emsavadeg evit c’hoazh. Sevel a reas ar pep brasañ eus an noblañsoù bihan a-du gant ar C’hevre tra ma stourme a-enep dezhañ ul lodenn vras eus an noblañs etre. Ar veleien zoken a oa disrann etreze. Tra ma save eskibien Roazhon, Dol, Leon ha Sant-Brieg a-du gant Merkeur, e chome reoù Naoned ha Landreger feal d’ar roue. Barnerien al lezioù meur a oa rannet ivez, war-bouez an ofisourien a renk uhel a chome a-du gant ar roue. Emsavadegoù ar beizanted avat a oa abegoù liesseurt dezho ha distag-krenn diouzh reuz ar relijionoù a-wechoù.
Diazezañ binvioù melestradurel ha lezennel e c’halloud a reas Merkeur o staliañ ur parlamant, ul lez-kontoù, prezidialed hag ur gambr-ar-moneiz sko ouzh an ensavadurioù ofisiel. Rannet e voe Breizh etre daou strollad tost ken kreñv an eil hag egile ha pa oa dizingal-tre o nerzhioù eus an eil korn-bro d’egile. Gwriziennet-don e chomas ar gevreourien e eskoptier Naoned, Gwened ha Kemper betek diwezh ar brezel daoust d’un enebiezh kalet e lec’hioù zo. En eskoptier all avat ne reas o nerzhioù nemet koazhañ tamm-ha-tamm.
Nerzhioù ar roue… fae ar roue warne
En em staliet e penn kêrioù zo, sezizet gante kreñvlec’hioù ha kêrioù all, kaset gante emsavadegoù war ar maez ha krogadoù e lec’h-mañ-lec’h : seul greñvoc’h e oa ar gevreourien e bloavezh kentañ an emsavadeg ma ne dape ket al lealourien frammañ o nerzhioù. Paket prizoniad ar c’hont a Soissons ha divarrek-krenn ar priñs de Dombes bet kaset war e lerc’h, e oa distabilet nerzhioù al lealourien, strevet dre ar vro, disrannet gant an drailh etre ar gabitened, ha fae gant ar roue e-unan war an aodoù-se eus e rouantelezh. Da heul dilestradeg ar Spagnoliz deuet da harpañ ar gevreourien e 1590 a lakae broioù estren er jeu, ne dapas ket dilestradeg ar Saozon deuet da sikour al lealourien e 1591 cheñch penn d’ar vazh, pa voe trec’h Merkeur e Craon (miz Mae 1592) war armeoù de Dombes ha Conti. Ne dennas ket hennezh gounid diwar e daol-kaer evit afer-se abalamour d’e zizemglev gant ar Spagnoliz ha d’ar cheñchamantoù a c’hoarvezas da heul dinac’h-feiz Herri IV. Kollet Montroulez ha Kemper gantañ, e voe koazhet nerzh e armeoù hag e deñzorouriezh pa ne veze ket maget nemeur gant ar Spagnoliz arru berr an arc’hant gante. Ha p’en em dennas ar Saozon o-unan, ne c’hellas ket adtapout an tachennoù bet kollet gantañ zoken. Tost e-unan en em gavas neuze, aet ar C’hevre da get goude daskor an dug a Vaien, ken e rankas klask un emglev e fin ar bloavezh 1594. Abalamour da dibaboù strategiel ar roue an hini e padas ar brezel adal neuze eta, dezhañ ehanoù hir pe hiroc’h na virent ket ouzh ar gwarnizonoù nag ouzh ar bandennadoù soudarded diren da gas o reuz e-touez ar bobl.
Bet troet diwar ar galleg gant : Jean-Do Robin