Brezeliadenn e Breizh Gwilherm ar Bastard (1064)

Aozer : Michel Brand'Honneur / C’hwevrer 2017
E 1064 e klask Gwilherm dug an Normaned ledañ e levezon war-zu biz Breizh. Eno e kas e arme, met eno e vo diarbennet gant hini dug ar Vretoned, Konan II. Taolennet eo ar vrezeliadenn-se gant ur vammenn dibar, pallenn-moger Bayeux. Warnañ e weler kreñvlec'hioù Dinan, Dol ha Roazhon…

Keloù ha doareoù Gwilherm

Hervez pallenn-moger Bayeux hag istor ar c'hroniker Norman Gwilherm Poatev, ez a tre Gwilherm dug Normandi e Breizh en ur dremen dirak Menez‑Mikael, goude m’en defe  gourdrouzet Konan II tagañ anezhañ. Hemañ, o vezañ lakaet seziz war Riwallon e Dol, a rank kuitaat al lec’h pa dosta Gwilherm.

Goude-se, hervez ar pallenn-moger bepred, e vefe aet Gwilherm da Roazhon. Met marteze eo taolennet en darvoud-se ar fed e vefe kreizennet galloud Konan er gêr-se, kentoc’h eget ar fed e vefe aet Gwilherm eno da vat. Erfin e lak Gwilherm seziz war greñvlec’h Dinan lec’h m’eo serret Konan. Ha gantañ e vez roet dezhañ alc’hwezioù ar gêr war veg ur goaf. Gant-se eo echu ar pezh a denn eus a Vreizh.

Displegadenn an istorourien

Sellet e vez ouzh ar pallenn-moger bet savet nebeut goude ar bloaz1066 evel ur vammenn istorel eus ar c’hentañ, zoken ma chom skoemp displegañ e dalvoudegezh. Evit un toullad tud ez eo ur c’hwitadenn brezeliadenn Gwilherm. Abalamour da-se ez eo ken luziet danevell Gwilherm Poatev. Da gentañ e troukprezeg ouzh ar Vretoned : « ma n’int ket oc’h ober brezel e vevont diwar laeroñsi ha riblerezh». Goude-se, hervezañ e vefe an diouer a bourvezioù boued evit arme Gwilherm, hag ar fed e vefe aet kuit ar Vretoned, a vefe penn-kaoz ma vefe distroet d’an Normandi hep bezañ klasket talañ ouzh e enebourien. E gwirionez e vefe moarvat ar fed ma vefe bet kejet arme Konan II hag hini Jafrez Barvek, kont Anjev, a vefe bet pennkaoz m’en defe kilet Gwilherm.

Petra zo c’hoarvezet e seziz Dinan ?

Skeudenn Konan II o terc’hel alc’hwezioù Dinan  war veg ur goaf zo bet gwelet evel dug ar Vretoned oc’h en em zaskoriñ. Mat ma vefe bet gwir n’en defe ket tremenet Gwilherm Poatev hep menegiñ an darvoud. Padal ne veneg ar c’hroniker na tremen an dug Gwilherm e Roazhon nag e Dinan. Gant K. Keats Rohan eo roet deomp un displegadenn nevez eus taolenn Dinan. Eviti e vefe un dae taolet da Wilherm gant Konan II : « Deus d’am c’haoud, ma ’z out den ».

Perak seurt brezeliadenn ?

Ne roer ket a zisplegadenn evit ar vrezeliadenn-se er mammennoù. Soñj a ra d’an enklaskerien e klaske Gwilherm kreñvaat harzoù e diriad a-raok aloubadeg bro-Saoz er bloaz 1066 : gounezet eo gantañ ar Maine e 1063 ; met n’eo ket deuet ken brav e daolioù e Breizh.

Ouzhpenn da-se, pell ‘zo e klask renerien an Normandi lakaat o c’hrabanoù war korn biz Breizh. E 1030 eo bet kaset harzoù Breizh betek ar stêr Kouenon ha tremen a ra Menez-Mikael dindan grog an Normaned. Tro ar bloavezhioù 1050 e tibab Main, aotrou Felger, dont da vout gwaz dug Normandi, ha kement-se diwar-goust priñs ar Vretoned. E 1063 ez eo tro Riwallon Dol. Hag ar bloaz-se e ya da heul Gwilherm er Maine emañ o paouez aloubiñ.

Da heul c’hwitadenn Gwilherm e kreñva Konan II e grog war e wazien

Goude ar bloaz 1064 e kreñva Konan II e aotrouniezh e Felger. Ma n’eus hini ebet eus aotrouien ar vro tro-dro dezhañ, eo abalamour m’eo marvet Main a Felger tro ar bloaz 1060, hag e vab Raoul n’eo ken met ur bugel da neuze. Padal e kaved o gwizien e lez Konan II en-dro.

Riwallon Dol, diouzh e du, a chomo yen ouzh Gwilherm hag e fin ar gont e klasko chom hep tremen war e zouaroù tro dibenn brezeliadenn 1064. Da heul, nebeut amzer goude 1064, e kaso Riwallon da benn-vat un donezon a-zoare e Komborn, lec’h m’en deus ur c’hastell-all ; peurwiriekaet eo bet an donezon gant Konan II, pezh a dalvez en deus Riwallon dindan e grog ur wech c’hoazh.

Startoc’h eo anavezout sav-poent Dinan dre an diouer a ditouroù. Dindan dalc’h Gauzlin a Zinan, breur da Riwallon Dol, emañ an tiriad. War a seblant e tibabas ur sav-poent hanter-hent etre rouedad Konan II war-zu bro-Roazhon hag hini mibien kont Eozeno a oa e levezon betek tiriad kornog bro-Dinan.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Michel Brand'Honneur, « Brezeliadenn e Breizh Gwilherm ar Bastard (1064) », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 1/02/2017.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/brezeliadenn-e-breizh-gwilherm-ar-bastard-1064

levrlennadur

  • Keats Rohan K.S.B., « L’expédition de Guillaume, duc de Normandie, et du comte Harold en Bretagne (1064) : le témoignage de la tapisserie de Bayeux et des chroniqueurs anglo-normands », Mémoires de la Société d’Histoire et d’Archéologie de Bretagne, 2013, t. 91, pp. 203-224.
  • Brand’Honneur Michel, Manoirs et châteaux dans le comté de Rennes. Habitat à motte et société chevaleresque (XIe-XIIe siècles), Rennes, 2001.
  • Morin Stéphane, Trégor - Goëlo - Penthièvre : le pouvoir des Comtes de Bretagne du XIe au XIIIe siècle, Rennes, Presses Universitaires de Rennes, coll. Histoire, 2010.

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù